Kof
Eus Wikipedia
Ar c'hof, pe abdomen, zo ul lodenn eus korf ar mellkeineged, etre ar brusk hag al lestr. Kavenn ar c'hof a vez graet eus an egorenn enklozet ennañ. E divellkeineged 'zo, evel an amprevaned, eo lodenn diwezhañ ar c'horf.
Kof an den [kemmañ]
Dispartiet eo diouzh ar brusk gant ar gelc'hspeurenn. Ennañ emañ an darn vrasañ eus organoù ar benvegad koazhañ : stomog, bouzellenn voan ha bouzellenn dev. An avu, al lounezhi, ar felc'h pe an ilgreiz zo er c'hof ivez.