Lounezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An div lounezh en den

Al lounezh zo un organ a seven meur a gefridi. Hollbouezus eo er benvegad troazhañ hag ur roll homeostatek he deus ivez. Silañ a ra ar gwad ha krouiñ an troazh ennañ danvezennoù noazus ouzh ar c'horf evel an urea hag an amoniom. Unan eus kargoù all al lounezh eo adpakañ an dour, ar glukoz hag an trenkennoù aminek. Krouiñ a ra ivez hormonoù.

Div lounezh zo e korf an den, e kavenn ar c'hof. Ar gwad a vez kaset dezhe dre an talmerennoù ha kaset kuit dre ar gwazhiennoù. An troazh a vez skarzhet d'ar c'hwezigell dre ar sanioù-troazh