Blev

Eus Wikipedia
Plac'h yaouank o kempenn he blev, gant Sophie Gengembre Anderson
Pennad blev ur vaouez Hopi, poltred gant Edward S. Curtis, 1922

Ar blev zo ur seurt feur, pe foulinenn, a c'holo korf an dud, pe lodennoù anezhañ, ha hini loened zo. Graet int gant traoùigoù neudheñvel a gresk war ar c'hroc'hen, 4 milimetrad o gwriz dindanañ. Korf an dud ne vez ket goloet penn da benn; hini al loened avat a vez, war-bouez lodenn dindan an treid, ar fri, ha tro-dro d'an toull-revr.

Blev an dud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Blev ar penn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Blev rodellet a oa d'an teir c'hoar Marie Mancini (1639-1715), Olympia Mancini (1640-708), ha Hortense Mancini (1646-1699)

War gern ar penn eo e vez ar stankañ hag an hirañ blev an dud. Ouzhpenn-se e vez blev ouzh an elgez pe ar groñj, a vez graet ar barv anezhe. Ar re dindan ar fri a vez graet mourroù, pe moustachoù anezhe. Re an divjod a vez graet minvlev anezhe. Blev a zo ivez e-barzh ar fri hag an divskouarn a-wechoù.

Eus ar blev a zo war gouzoug ar c'hezeg e vez graet moue, pe moueenn.

Touzañ ar penn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sudangi: Touzañ penn un den marv e Bro-Japan

Ar c'hiz e oa touzañ blev ar re varv e Japan.

Pa yae paotred Breizh d'an arme, en XXvet kantved, en amzer ar servij-soudard ret, e veze troc'het o blev dezho, berr-berr. Eus ar soudarded blev touz e veze graet ar pennoù-touz.

Tud yaouank eus an tu dehoù pellañ a blij dezho touzañ o blev hervez giz an arme.

Ar blev all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Blev a vez un tamm e pep lec'h war ar c'horf, met stankoc'h eo war gorf ar wazed eget war hini ar maouezed.

Blev o devez ar baotred aliesoc'h evit ar merc'hed en-dro d'o divvronn.

Disvleviñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plijout a ra d'ar merc'hed a-vremañ disvleviñ o divhar, un dra gozh en istor Mab-Den (graet e veze gant ar Romanezed pinvidik), met nevez evel reol-buhez evel ma'z eo deuet da vezañ. Sportourien zo, evel ar rederien war varc'h-houarn a zisvlev o divhar ivez.

A-hend-all e vez ret d'ar merc'hed a ya da heul ar c'hiz disvleviñ o divgazel, hag o gaol evit krediñ diskouez o c'horf war ar groioù.

Goleiñ ar blev[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goloet e vez ar blev gant pennwiskoù a bep seurt abalamour d'an tommder. met e broioù zo ivez (Soudan, Arabia, ...) e vez difennet d'ar merc'hed diskouez o blev[1].

Gerioù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Diwar ar ger blev:
    • Ur pennad blev a vez graet eus ar blev zo war ar penn.
    • Bleva a zo klask blev da brenañ
    • Blevenniñ zo dont blev war un dra bennak, pe da unan bennak, a vo neuze blevek, pe blevennek
    • Blev-foll, pe marblev, zo blev tanav-tanav ha disliv
    • Blev-kevnid a zo gwiad kevnid.
    • Un den divlev n'en deus ket blev
    • Un den disvlev a zo bet tennet e vlev diwarnañ
    • Divleviñ pe disvleviñ un den a zo tennañ ar blev diwar e groc'hen.
  • Diwar gerioù all
    • Un den moal, pe moal e benn, pe disto e benn, n'en deus ket blev.
    • Mar deo tarvoal n'eo ket moal penn-da-benn.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Blev er
wikeriadur, ar geriadur frank.