Korf

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
L'uomo vitruviano (Den Vitruvio) gant Leonardo da Vinci (1485-90, Venezia, Galleria dell' Accademia).


Ar c'horf eo an danvez fizikel a ya d'ober ar bevien, pe loened pe tud e vent, hep ober anv eus o fersonelezh, emzalc'h pe ene. Ral eo komz eus korfoù plant pe traoù.


Taolenn

[kemmañ] Lodennoù ar c'horf

Korf an den a zo meur a lodenn ennañ:

[kemmañ] Skiant

Korfadurezh eo anv ar c'helenn ma vez studiet korf an den ha e vont en-dro.

[kemmañ] Korfoù all

N'o deus ket ar plant ur c'horf ha pa vez ganto muioc'h eget ur gell.

Implijet e vez ar ger korf gwechoù zo evit ober kaoz eus an neuz, ar yec'hed, pe ar marv. Komz a reer neuze eus korf marv , goude ma kaver gerioù all e brezhoneg: kelan, tost ouzh celain e kembraeg, hag un amprest moarvat, ha bruluskenn a gaver e skridoù krennvrezhonek.

Evit al loened e vez komzet eus ar sklosenn a-wechoù.

[kemmañ] Traoù all

Ur c'horf a c'hell bezañ pe un teskad traoù pe ur strollad tud pe un hollad meizadoù. Un aozadur tud evel ur bagad soudarded pe an holl dud a zo ar memes micher ganto a c'hell bezañ ur c'horf ivez. Met ral eo an implij-se e brezhoneg. Tud zo a gomz neuze eus korfuniad.

[kemmañ] Gwelout ivez

[kemmañ] Levrolladur

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all