Kordenn ar begel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kordennn begel ur babig nevez c'hanet. Ur wask zo stag outi evit gallout he zroc'hañ.

Gant ar bronneged plakentaek eo kordenn ar begel eo an organ a liamm plakenta ar vamm dougerez ouzh ar groueell pe ar viell . Er gordenn-se eo emañ ar gwazhied (div arterenn, ur wazhienn) a gas magadurezh hag oksigen d'ar viell da gentañ, d'ar groueell goude, keit ma vez ar vamm o tougen.

Gant an dud e vez 50 cm d'an hirañ ha 2cm treuz.

Kelligoù [kemmañ]

E kordenn ar begel e kaver un andon a gelligoù-mamm,. E SUA e kinnig an ospitalioù mirout anezho mar bez ezhomm enplantañ kelligoù-mamm, mar c'hoarvezfe leukemia da skouer.