Gwalenn ar c'hein

Eus Wikipedia
Gwalenn-gein un den,
gwelet a-letu kleiz

Gwalenn ar c'hein, pe ar walenn-gein, pe al livenn-gein, pe ar mellkein, eo ar gerioù a reer ganto eus an hollad eskern bihan anvet melloù a zalc'h kein ar mellkeineged. Gwareziñ a ra ar mel-livenn dalc'het e kanol ar mellkein.

Livenn-gein an den[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ eo graet livenn-gein an den gant :

Ar melloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div vellenn

1 Mel al livenn-gein - 2 Nervenn al livenn-gein - 3 Begaskorn-kenvell krec'h - 4 Baleg, pe Spernenn - 5 Torzhell ziadreñv ar baleg treuz - 6 Digor-treuz - 7 Torzhell ziaraok ar baleg treuz - 8 Korf - 9 Disk etre-melloù - 10 Gronn bouedennek

En den ez eus 32 pe 34 mellenn dre ma 'z eus 5 anezhe kendeuzet en askorn kroazell, hag etre 3 ha 5 en askorn belost.

Div lodenn zo en ur vellenn :

  • ar c'horf, da lavaret eo al lodenn diaraok ;
  • ar baleg, anvet 'spernenn ivez, da lavaret eo al lodenn diadreñv a endalc'h toull kanol mel al livenn-gein.

Etre div vellenn emañ an disk etre-melloù.

Plegoù al livenn-gein[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar fleg a vez graet gant al livenn-gein :

  • daou bleg war-zu ar brusk pe ar c'hof : pleg ar gouzoug ha pleg an dargreiz ;
  • daou bleg war-zu ar c'hein : pleg ar brusk ha pleg al lestr.

Plegoù kentañ a vez graet eus pleg ar brusk ha pleg al lestr, peogwir int stummet er grouell.
Eil plegoù a vez graet eus pleg ar gouzoug ha pleg an dargreiz, abalamour ma tiorroont goude ar c'hanedigezh. Diorren a ra pleg ar gouzoug etre 3 ha 9 mizvezh oad pa c'hell ar babig derc'hel e benn sonn hag azezañ. Pleg an dargreiz a ziorro etre 12 ha 18 miz pa grog ar bugel da gerzhet.