Mel-livenn
Ar mel-livenn zo ul lodenn eus ar reizhiad nervel kreiz, dindan ar c'hef empenn. Emañ ar mel-livenn e kanol ar mellkein a dalc'h hag a warez anezhañ. Neuron ha kelligoù glia a ya d'ober anezhañ hag e roll pennañ eo treuzkas kemennadennoù nervel etre an empenn ha peurrest ar c'horf. Ur greizenn nervel emren eo ar mel-livenn ivez : gouest eo da zielfennañ kemennadennoù simpl ha reiñ urzhioù da lec'hioù resis eus ar c'horf.
Korfadurezh[kemmañ]
Daou volzadur a c'heller gwelet er mel-livenn :
- Bolzadur ar gouzoug, lec'h mont e-barzh ha mont kuit neuron skiantel ha lusker an divrec'h
- Bolzadur an dargreiz, evit neuron an divhar
Un troc'h a-dreuz er mel-livenn a lak war-wel div lodenn :
- tro-dro : an danvezenn wenn, aksonoù an neuron skiantel ha lusker enni
- e-kreiz : an danvezenn c'hris, stumm ur valafenn dezhi, korfoù kelligel an neuron enni
An teir filhonenn a c'holo hag a warez ar mel-livenn zo anvet (eus an diavaez war-zu an diabarzh) : pilhonenn dev al livenn, ar bilhonenn gevnidek ha pilhonenn danav al livenn. Astennoù int da bilhon an empenn. Er gavenn edan-gevnidek ez eus ul liñvenn, anvet liñvenn empenn-mel.