Liñvenn empenn-mel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
skeudenn a ziskouez poulzadennoù al liñvenn empenn-mel

Al liñvenn empenn-mel zo ul liñvenn diliv eus ar c'horf hag a warez lodennoù ar reizhiad nervel kreiz (empenn ha mel-livenn) diouzh ar stroñsoù, evel un dorchenn, ha diouzh bakteri pe viruzoù eus an diavaez. Er pilhonoù emañ, etre ar bilhonenn gevnidek hag ar bilhonenn danav. Redek a ra ivez e peder c'hambr an empenn hag e kanol greiz ar mel-livenn.

E medisinerezh[kemmañ]

Evit dielfennañ al liñvenn empenn-mel e c'heller seveniñ ur savadenn anezhi etre pevare ha pempvet mell an dargreiz.