Kalon
1. Kofig kleiz. 2 Pare kreiz gant ar gwazhiennoù koroner. 3 Kofig dehou. 4 Druzoni. 5 Gwazhienn-gas ar skevent. 6 Ligamentum arteriosum. 7 Aort. 8 Truncus brachiocephalicus. 9 Arteria subclavia sinistra. 10 Skouarnig dehou. 11 Skouarnig kleiz. 12 Druzoni. 13 Gwazhiennoù-degas ar skevent.
Un organ kigennek eo ar galon. Karget eo da gas ar gwad dre ar gwazhied dre he stegnadennoù.
Kalon ar mellkeineged a zo un organ kleuz, goloet gant ar perikard hag a ya en-dro war-bouez ar miokard, ur gigenn emren en he stegnadennoù.
[kemmañ] Kalon an den
[kemmañ] Korfadur ha kefridi
Dispartiet eo an tu-dehou hag an tu-kleiz eus ar galon gant un doare mogerenn gigennek tev, kuit ma veskfe ar gwad. A-drugarez da valvennoùigoù e vez kaset ar gwad d’un tu nemetken. Ar galon, hag a zo keflusker red ar gwad a zo div lodenn dezhi e gwirionez, div lodenn staget ha dispartiet war ar memes tro. Gant ar c'hofigoù e vez kaset ar gwad davet ar c'horf pe ar skevent ha gant se eo tevoc'h ar miokard eno, tevoc'h an hini kleiz dreist-holl.
Dont a ra ar gwad paour e dioksigen d'ar skouarnig dehou. Tremen a ra da-c'houde er c'hofig dehou hag a gas anezhañ etrezek ar skevent. Adkarget e vez ar gwad a zioksigen pa dremen dre ar skevent ha dont a ra en-dro d'ar galon dre ar skouarnig kleiz betek ar c'hofig kleiz. Hemañ-diwezhañ eo ar “riboul” pennañ rak dre he stegnadur e kaso ar gwad trema ar c'horf a-bezh (war-bouez ar skevent). Skarzh ingal ar gwad er-maez eus ar galon a c'hall bezañ muzuliet aes : an talm eo.
Pourvezet a rank bezañ ar galon ivez rak implijout a ra ar miokard un tamm mat eus an dioksigen douget er gwad. Maget e vez diwar an arter coroner.
- Skouarnig dehou
- Skouarnig kleiz
- Gwazhienn-degas ar c'horf-nec'h
- Aort
- Gwazhienn-gas ar skevent
- Gwazhienn-degas ar skevent
- Malvig skouarnig-kofig kleiz
- Malvig an aort
- Kofig kleiz
- Kofig dehou
- Gwazhienn-degas ar c'horf-traoñ
- Malvig skouarnig-kofig dehou
- Malvig ar skevent
[kemmañ] Kelc'hiad ar galon
Frekañs talmadennoù ar galon (an talm) a zo etre 55 da 80 talmadenn dre vinutenn en diskuizh evit un den-gour, evit ur fonnder etre 4,5 ha 5 litrad dre vinutenn (n'eo nemet keidennoù !). Ouzhpenn 2 viliard talmadenn a zo en ur vuhez-den. Pep talmadenn a zo e-gwirionez un heuliad a oberiadennoù anvet kelc'hiad ar galon : 3 mare a zo, sistolenn ar skouarnigoù, sistolenn ar c'hofigoù ha diastolenn .
- E-kerzh sistolenn ar skouarnigoù e-dibenn an diastolenn, e stegn ar skouarnigoù a-benn peurleugniañ ar c'hofigoù. Serriñ a ra just warlerc'h ar malvigoù skouarnig-kofig ar pezh a vir d'ar gwad dont en-dro.
- Sistolenn ar c'hofigoù a vez kurzhadur ar c'hofigoù hag a skarzh ar gwad er gwazhienn-kas, hini ar c'horf hag ar skevent. Serriñ a ra ar malvigoù kofig-gwazhiennoù-kas. Krogiñ a ra ar gwad da zont en-dro er skouarnigoù.
- Dinerzh penn-da-benn eo ar galon e-pad an diastolenn ha leuniañ a ra en-dro he skouarnigoù dre gwazhiennoù-degas ar c'horf (nec'h ha traoñ ha skevent).
Padout a ra 1/3 ar c'helc'hiad ar sistolennoù ha 2/3 an diastolenn.
Skarzh ingal ar gwad er-maez eus ar galon a c'hell bezañ muzuliet aes : an talm eo.