Kigenn
Eus Wikipedia
Ur gigenn zo ur gwiad strishaus el loened hag a servij da broduiñ nerzh, d'en em embreger pe da lakaat an organoù diabarzh da fiñval. Daou seurt kigennoù a zo : ar c'higennoù rezennet hag ar c'higennoù lufr.
Taolenn |
Ar c'higennoù rezennet [kemmañ]
Graet int gant daou seurt gwiennoù, pe neudennoù, (ar gwiennoù gorrek hag ar gwiennoù prim) hag a c'hall strishaat evit stegnañ ar c'higennoù.
Kigennoù ar skeledenn [kemmañ]
Implijet e vezont dre youl pe dre zastaol. Kontrollet int gant ar reizhiad nervel kreiz.
Kigenn ar galon [kemmañ]
Disheñvel eo diouzh kigennoù ar skeledenn rak emren eo kigenn ar galon, evel ar c'higennoù lufr.
Ar c'higennoù lufr [kemmañ]
Strishaat a reont hep gouzout d'an den ha hollbouezus int evit chom bev, evel kigennoù ar benvegad koazhañ da skouer.