Skeledenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skeledenn un olifant

Ar skeledenn zo ul lodenn eus korf ar boudoù bev, tud ha loened, a ya d'ober o framm diazez.
Daou seurt skeledennoù zo : ar skeledenn diavaez (pe : ezrelegenn) a ya d'ober golo korf an divellkeineged evel an amprevaned), hag ar skeledenn diabarzh, a framm diabarzh korf ar mellkeineged evel ar bronneged. Ar skeledenn diabarzh-se a reer korf-eskern anezhañ ivez dre ma'z eo un hollad eskern.

Skeledenn diavaez[kemmañ]

  • Muioc'h a ditouroù a vo kavet er pennad ezrelegenn

Kalz divellkeineged o deus ur skeledenn diavaez a warez gwiadoù blot hag organoù o c'horf. A-feur ma kresk al loen e c'hell muzañ ar skeledenn diavaez, ar pezh a c'hoarvez gant amprevaned ha kresteneged 'zo.

Meur a zanvez a ya d'ober anezhi : kitin (gant an artropoded), meskajoù kalkek (gant ar c'houral hag ar blotviled) pe silikat.

Estreget ur gwarez eo skeledenn diavaez an amprevaned : servijout a ra ivez da stagañ ar c'higennoù, da virout ouzh an dour da guitaat ar c'horf ha d'ober evel un organ ar skiantoù.

Ezrelegenn un nadoz-aer,
dilezet goude ar muzañ
Ezrelegenn ul laouenn-dar en he roll
Ezrelegenn un deureugenn

Skeledenn diabarzh[kemmañ]

Skeledenn diabarzh un hoc'h-dreinek

Framm diabarzh al loen eo. Servijout a ra da derc'hel ar c'horf ha d'ober fiñvadennoù dre m'eo stag ar c'higennoù outi.

Spoue[kemmañ]

Graet eo skeledenn ar spoue gant spikulennoù kalkek pe silikek.

Ekinodermed[kemmañ]

Strinkennoù kalkit hag un nebeud oksidenn vagneziom MgO a ya d'ober skeledenn an ekinodermed (teureug, anduilh-mor, stered-mor...). Emañ dindan an ezkroc'hen.

Pesked[kemmañ]

Daou rumm pesked a zo, hervez an danvez a ya d'ober o skeledenn : an osteiktied (an darn vrasañ eus ar pesked) zo askornek o skeledenn pand eo migornek skeledenn ar re all (al lamprez pe ar c'hondriktied evel ar rinkined).

Evned[kemmañ]

Azasaet eo skeledenn an evned ouzh an nij dre m'eo skañv ken-ken ha war un dro kreñv a-walc'h evit gouzañv bec'h ar fiñvadennoù. Nebeutoc'h a eskern zo e skeledenn an evned eget e skeledenn mellkeineged all a vev war an douar. Ouzhpenn da se n'o deus na dent, na karvanoù, met ur pigos hag a zo kalz skañvoc'h.

Bronneged mor[kemmañ]

A-benn aesaat o fiñvoù en dour eo azasaet o skeledenn dre goll o favioù a-dreñv (evel ar balumed pe an ejened-mor) pe unaniñ anezhe en ul lost (evel ar reuniged).

Skeledenn an den[kemmañ]

Skeledenn un den ha hini ur gorilh

Graet eo gant eskern, harpet gant stagelloù, stirennoù, kigennoù ha migorn. Servijout a ra da zerc'hel ar c'horf, stagañ ar c'higennoù, gwareziñ an organoù evel an empenn, ar galon pe ar skevent. An dent zo lod eus ar skeledenn, daoust dezhe bezañ graet gant ur gwiad disheñvel diouzh hini an eskern all.

Askorn brasañ en den eo askorn ar vorzhed, er c'har, hag an hini bihanañ eo ar stleug, er skouarn. En un den deuet d'e oad ec'h a ar skeledenn d'ober well-wazh 14% eus pouez hollek ar c'horf.

An eskern a c'hell bezañ juntet asambles, evel re ar c'hlopenn, pe koublet an eil ouzh egile. Evit a sell ouzh an askorn uheñvel, n'eo ket koublet ouzh askorn all ebet : harpet eo gant kigennoù ha stagelloù.

Skeledennoù tud, treset gant Hans Holbein ar Yaouankañ (1538)

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.