Spoue

Eus Wikipedia
Spoue

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Porifera
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar spoue eo al loened divellkeinek a ya d'ober ar skourrad Porifera. Bevañ a reont en dour (er mor evit an darn vrasañ anezho) a silont evit en em vagañ.

Meur a stumm zo gant ar spoue met an holl anezho a chom stag ouzh un diaz kalet bennak.

korfadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brastres ur spoueenn. 1 : oskulom ; 2 : kavenn ; 3 : gwiskad kelligoù diabarzh ; 4 : toulligoù ; 5 : gwiskad kelligoù diavaez


Daou wiskad kelligoù, etrezo un danvez jel-heñvel, a ya d'ober anezho :

  • Ar gwiskad diavaez (ar pinakoderm) a c'hoarvez eus kelligoù plat (ar pinakokit) a laosk plas amañ a-hont d'an toulligoù hag o deus ur roll en eskemmoù etre ar spoueenn hag hec'h endro.
  • Meur a gellig disheñvel zo en danvez etre-gwiskad, en o zouez ar spikulennoù kalkek pe silikek a ya d'ober un astez skeledenn.
  • Ar gwiskad diabarzh zo kelligoù ispisial ennañ (ar c'hoanokit) a zo o roll krouiñ ur red-dour er gavenn (lodenn ziabarzh ar spoueenn) a-benn pourchas boued d'an organeg.
ar c'hoanokit e ruz, ar pinakokit e melen, red an dour e glas sklaer

Tremen a ra an dour dre an toulligoù hag elfennoù magus a chom stag ouzh ar brec'hioù tro-dro da skourjez ar c'hoanokit. Skarzhet e vez an dour dre an oskulom.

Kevrennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

3 c'hevrennad spoue a zo.