Stleug (askorn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar stleug eo an trede eus an tri askornig a zo er skouarn grenn hag o deus ur roll e kas hag amplaat ar son. An askorn bihanañ ha skañvañ eo er skeledenn. Dizoloet e voe war-dro 1550 gant Giovanni Ingrassia, mezeg sikilian e skol-veur Napoli.

E fiñvadennoù a c'hell bezañ distroñset gant kigenn ar stleug, stag ouzh lodenn adreñv penn ar stleug. E skouarn mab-den eo 3 mm a ledander ha 4 mm a uhelder. Etre 2 ha 4,3 mg a bouez zo ennañ. Koublet eo ouzh an annev en diavaez hag ouzh milendall askornek ar skouarn diabarzh en tu all.

Skeudennoù[kemmañ]

Deskrivadur[kemmañ]

Eus an diavaez war-zu an diabarzh

  • Ar penn (3) : gant ur gleuzenn a goubl ouzh baleg ferennek an annev (2). Kigenn ar stleug (7) zo stag outañ.
  • Ar skourroù : daou anezhe, an hini dirak (4) zo finoc'h, eeunoc'h ha berroc'h eget egile (5).
  • An diaz (6): laonenn askornek tanav stok ouzh prenestr ar rakkambr (9). E lodenn ziabarzh hag an dro zo goloet gant migorn.