Ki

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Wikeriadur.png
Sellit ouzh Ki er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  • Evit kement tra ha ne denn ket d'ar c'hi pevarzroadek sellout ouzh ki (digejañ).
Basset Fauve de Bretagne 600.jpg

Ar c'hi (chas pe kon el liester) zo ul loen bronnek pevarzroadek, anvet Canis lupus familiaris e latin, eus ar c'herentiad Canidae, en urzhiad ar c'higdebrerien.

Taolenn

[kemmañ] Dañjer

Loened doñv ha loened ti eo ar chas, ha dizañjer d'an den peurvuiañ, war-bouez ur ouenn bennak. Met diwall ouzh ar chas klañv a ranker, gant aon rak ar gonnar. Arabat ivez tostaat ouzh ur c'hi bras a vez o tebriñ, na dreist-holl tennañ e voued digantañ.

[kemmañ] Gerioù

Ar c'hi eo ar par, ar giez ar barez. Kon eo al liester kozh a gaver e anvioù-tud keltiek (Konwoion, Kongar, Konveur ...) , chas a vez lavaret e-maez Bro-Gwened, deuet diwar ar ger gallek chasse.

Kiesa a ra ar c'hi pa ya da glask ur giez d'en em barañ.


[kemmañ] Rummoù chas

Anaout a reer

  • ar c'hi-polis, implijet gant ar boliserien en o enklaskoù abalamour d'o galloud-c'hwesa
  • ar c'hi-hemolc'h, pe ki-chase, a zo meur a seurt anezho, ha dreist-holl ar c'hi-choukant, hag ar c'hi-red
  • ar c'hi-sikour, implijet evit klask roudoù an dud m'eo kouezhet traou warno (savadurioù en o foull, erc'h)
  • ar c'hi-saout, pe ki-deñved, a ziwall al loened-se,
  • ar c'horrgi, ar c'hi-spagnol, ar c'hi-bleiz, a zo gouennoù, evel ar c'hi-douar, pavet berr
  • ar c'hi-kolveg, ki-porzh, ki-stag, zo anvioù roet d'ar chas-diwall,
  • ar c'hi-dimezell, pe ki-madam, a zo chas brav, a vez moumounet, gwalc'het ha kribet.

[kemmañ] Loened labour

Implijet e vezont evit labourat a-wechoù, da ziwall tropelloù loened dreist-holl ha da ziwall tud, tier ha savadurioù. En Alaska e vezont implijet ivez da sachañ war ar stlejelloù war an erc'h.

[kemmañ] En arzoù

[kemmañ] Troioù-lavar

  • Bezañ abaf, didalvez, feal, hardizh, paour, treut, evel ur c’hi.
  • Bezañ brell evel ur c’hi bihan.
  • Bezañ evel ur c’hi bihan war-lerc’h ub.
  • Bezañ evel ur c’hi war ur c'hravazh: nec'het bras
  • Bezañ abaf, didalvez, feal, hardizh, paour, treut, evel ur c’hi.
  • Bezañ krog ar c’hi du en ub : ober ur c’horfad gwarizi
  • Bezañ, chom, leuskel ub, e-unan evel ur c'hi, evel ur penn-ki.
  • Bezañ evel ki ha kazh: bezañ atav oc'h en em zrailhañ.
  • Bezañ divalav-ki, treut-ki, yen-ki.
  • Bezañ bet un taol ki rous : doare dizereat da gomz eus ur vaouez dougerez
  • C'hoari e gi: ober trouz
  • Hejañ e gi: bezañ fuloret
  • Gwiskañ botoù ront ar c’hi du : bezañ gwarizi ennañ
  • Kaout c’hoant da dennañ panez eus gouzoug ur c’hi : d’ober un dra dibosubl
  • Kaout naon-ki: naon du.
  • Kas e gi d’e lochenn. Kontrol d’an hini a hej e gi, an hini e gas d’e loch e lak da devel: mestr eo war e fulor.
  • Kiañ, kiañ e gorf: loeniñ, kaout bec’h, poaniañ.
  • Labourat evel ur c’hi : evel ul loen pe ur marc’h.
  • Lakaat unan bennak e renk ar chas: ober vil da unan bennak.
  • Lojañ dindan lost ar c’hi: en un ti gwall lous
  • Mont da gaoc’h-ki : bezañ debret gant ur c'hi = mont da get.
  • Mont kuit evel ur c’hi kannet: evel ur c’hazh gleb,
  • Na dalvout ur bramm ki, ul louf ki, al lart eus ur c’hozh ki krouget: na dalvout un aval brein.
  • Na vezañ diwar chas ar vro: heñvel ouzh na vezañ diwar saout ar vro.
  • Na vezañ mat da deurel d’ar c’hi, d’ar chas : na dalvout netra
  • Neuial evel ur c’hi plom (E-lec’h ma kouezh e chom) : na c’houzout neuial
  • Ober ur c’hoarzh ki: skrignal
  • Ober ul labour ki: ul labour diaes; kiañ.
  • Ober ur paz-ki da ub.
  • Redek evel ur c’hi klañv: buanañ ma c’hall
  • Reiñ, tennañ un digarez ki: un digarez toull.
  • Skuilhañ daeroù ki, goueloù ki: daeroù kazh.
  • Tapout ar c’hi e-lec’h ar c’had: c’hwitout
  • Tennañ amann, panez eus gouzoug ar c’hi:
    • pe ober un dra diaes da ober
    • pe klask gouzout ar wirionez digant unan bennak.
  • Treiñ ar c’hi dre e lost: ober netra.
  • Yudal evel ur c’hi, a zo un tamm evel blejal evel ul leue.

[kemmañ] Krennlavaroù

  • A-benn neuze hag ac'hann di En devo harzhet meur a gi.
  • Da bep seurt oad E red ar c'hi war-lerc'h ar c'had. A vez laret diwar-benn ar verc'hetaerien gozh.
  • Diwar gi, ki; diwar gazh, kazh; Diwar logodenn ne vez ket a razh.
  • "Kamm ki pa gar"
  • Ki skaotet En deus aon rak dour bervet.
  • E-lec’h ma staot ur c’hi E staot daou pe dri.
  • Ki besk ha kazh diskouarnet N’int mat nemet da zebriñ boued.
  • Pep ki zo mestr en e di.
  • Tri bloaz o tont da gi, tri bloaz ki, tri bloaz o vont er-maez a gi. Nab bloaz e vev ar chas.
  • Ur c’hi meret, hanter savet Ur c’hazh meret, hanter lazhet. Ne saver ket ur c'hi evel ur c'hazh.
  • Dre forzh heskinat (pe hegañ) ar c’hi e teu da vezañ droug.

[kemmañ] Gerioù deveret

  • seurtoù chas (ouzhpenn ar re meneget uheloc'h): ki-foutouilhek, ki-noz, ki-ridellek,
  • verboù: kiañ, kiesa.
  • loened pevarzroadel all ki-dour, aourgi
  • anvioù graet eus tud zo:
    • ki-du, ha diwar-se an anvioù-tiegezh Kidu ha Kergidu
    • ki-gaol, ki-labour
  • anvioù pesked: ki-mor (a-wechoù spineg, a-wechoù morc’hast), morc’hast, ki-rouz (anv all roet d’ar vorc’hast)
  • anvioù-plant: bent-ki, louzaouenn-ar-c'hi
  • anvioù traoù : ki-tan, ki ar fuzuilh.
  • anvioù-badez: Tangi ha Konan

E yezhoù all