Kaozeal:Ki

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Danvez da lakaat er wikeriadur[kemmañ ar vammenn]

--Kadwalan 16 Her 2011 da 21:30 (UTC)[respont]

Troioù-lavar[kemmañ ar vammenn]

  • Bezañ abaf, didalvez, feal, hardizh, paour, treut, evel ur c’hi.
  • Bezañ brell evel ur c’hi bihan.
  • Bezañ evel ur c’hi bihan war-lerc’h ub.
  • Bezañ evel ur c’hi war ur c'hravazh: nec'het bras
  • Bezañ abaf, didalvez, feal, hardizh, paour, treut, evel ur c’hi.
  • Bezañ krog ar c’hi du en ub : ober ur c’horfad gwarizi
  • Bezañ, chom, leuskel ub, e-unan evel ur c'hi, evel ur penn-ki.
  • Bezañ evel ki ha kazh: bezañ atav oc'h en em zrailhañ.
  • Bezañ divalav-ki, treut-ki, yen-ki.
  • Bezañ bet un taol ki rous : doare dizereat da gomz eus ur vaouez dougerez
  • C'hoari e gi: ober trouz
  • Hejañ e gi: bezañ fuloret
  • Gwiskañ botoù ront ar c’hi du : bezañ gwarizi ennañ
  • Kaout c’hoant da dennañ panez eus gouzoug ur c’hi : d’ober un dra dibosubl
  • Kaout naon-ki: naon du.
  • Kas e gi d’e lochenn. Kontrol d’an hini a hej e gi, an hini e gas d’e loch e lak da devel: mestr eo war e fulor.
  • Kiañ, kiañ e gorf: loeniñ, kaout bec’h, poaniañ.
  • Labourat evel ur c’hi : evel ul loen pe ur marc’h.
  • Lakaat unan bennak e renk ar chas: ober vil da unan bennak.
  • Lojañ dindan lost ar c’hi: en un ti gwall lous
  • Mont da gaoc’h-ki : bezañ debret gant ur c'hi = mont da get.
  • Mont kuit evel ur c’hi kannet: evel ur c’hazh gleb,
  • Na dalvout ur bramm ki, ul louf ki, al lart eus ur c’hozh ki krouget: na dalvout un aval brein.
  • Na vezañ diwar chas ar vro: heñvel ouzh na vezañ diwar saout ar vro.
  • Na vezañ mat da deurel d’ar c’hi, d’ar chas : na dalvout netra
  • Neuial evel ur c’hi plom (E-lec’h ma kouezh e chom) : na c’houzout neuial
  • Ober ur c’hoarzh ki: skrignal
  • Ober ul labour ki: ul labour diaes; kiañ.
  • Ober ur paz-ki da ub.
  • Redek evel ur c’hi klañv: buanañ ma c’hall
  • Reiñ, tennañ un digarez ki: un digarez toull.
  • Skuilhañ daeroù ki, goueloù ki: daeroù kazh.
  • Tapout ar c’hi e-lec’h ar c’had: c’hwitout
  • Tennañ amann, panez eus gouzoug ar c’hi:
    • pe ober un dra diaes da ober
    • pe klask gouzout ar wirionez digant unan bennak.
  • Treiñ ar c’hi dre e lost: ober netra.
  • Yudal evel ur c’hi, a zo un tamm evel blejal evel ul leue.

Krennlavaroù[kemmañ ar vammenn]

  • A-benn neuze hag ac'hann di En devo harzhet meur a gi.
  • Da bep seurt oad E red ar c'hi war-lerc'h ar c'had. A vez lâret diwar-benn ar verc'hetaerien gozh.
  • Diwar gi, ki; diwar gazh, kazh; Diwar logodenn ne vez ket a razh.
  • "Kamm ki pa gar"
  • Ki skaotet En deus aon rak dour bervet.
  • E-lec’h ma staot ur c’hi E staot daou pe dri.
  • Ki besk ha kazh diskouarnet N’int mat nemet da zebriñ boued.
  • Pep ki zo mestr en e di.
  • Tri bloaz o tont da gi, tri bloaz ki, tri bloaz o vont er-maez a gi. Nav bloaz e vev ar chas.
  • Ur c’hi meret, hanter savet Ur c’hazh meret, hanter lazhet. Ne saver ket ur c'hi evel ur c'hazh.
  • Dre forzh heskinañ (pe hegañ) ar c’hi e teu da vezañ droug.

Gerioù deveret[kemmañ ar vammenn]

  • seurtoù chas (ouzhpenn ar re meneget uheloc'h): ki-foutouilhek, ki-noz, ki-ridellek,
  • verboù: kiañ, kiesa.