Polis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Poliserien c'hall e 1900
Poliserien saoz da vare ur match mell-droad, e 2006
Poliserien dirak manifesterien, en Istanbul, d'ar 1añ a viz Mae 2009
Karr polis, e Sveden

Ar polis zo un aozadur a-berzh ar stad, karget da lakaat an urzh da ren er gevredigezh ha da lakaat an dud da zoujañ d‘al lezennoù.

Gallout a ra izili ar polis ober gant an nerzh evit se.

Peurvuiañ e lakaer kemm etre ar polis hag an aozadurioù zo karget da zifenn ar stad a-enep tagadennoù eus an estrenvro hag a anver armeoù. E broioù zo koulskoude n’eo ket splann ar c'hemm, pa gaver en aozadurioù zo karget da lakaat an urzh da ren er gevredigezh tud a selller outo evel soudarded : archeriezh e Bro-C'hall pe Guardia Civil e Spagn.

En obererezh ar polis e kaver meur a dra, met tennañ a ra an darn vrasañ anezho da virout an urzh er gevredigezh. E kevredigezhioù zo, en amzer dremenet dreist-holl, e oa kefridi ar polis mirout digemm aozadur ar gevredigezh (ar renkadoù) ha difenn ar berc'henniezh prevez, da lavaret eo e tifenne interestoù ar re binvidikañ.

Gerioù heñvel ouzh ar ger brezhonek polis a vez implijet en ur bern yezhoù hag ur bern broioù evit seurt aozadurioù. Met gerioù all a gaver ivez, evel milicija e Rusia pe Garda Siochána en Iwerzhon.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.