Erc'h

Eus Wikipedia
Ledennadoù gwiskadoù an erc'h war ar Voul-Douar hervez mareoù an amzer gwelet eus an egor.
Gwez gant erc'h warno

An erc'h a zo ur rumm eus ar glaveier (pe kouezhadurioù) a gouezh diouzh ar c'houmoul dindan stumm kementadoù bras elfennoù dour kristalinet a reer fulennoù-erc'h (ha meur a c'her all: malvennoù-erc'h, pluennoù-erc'h...) eus outo. Ur wech kouezhet war an douar e e c'hellont ober ur gwiskad gwenn ha blot war al leurenn-douar hag an traoù savet warni ivez. Pa kouezh an erc'h e vez dañjer war an hentoù pe diwar ar seurt deñvalijenn a vez degaset gant rideoz ar fulennoù-erc'h pe diwar an dañjer riklañ (tud ha kirri).

Krouidigezh ar fulennoù-erc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e vez an erc'h diwar an aezhenn pa'z a da skorn war-euun e-kreiz ur goumoulenn peurvuiañ. Ar strink graet gant an dour kristalinet a zo un nebeud millimetrad o ment ha war 6 ahel simetriezh e kasont brankennigoù. Lod a c'hell bezañ meur a santrimetrad hed.
Pep elfennig a ya d'ober ur fulenn-erc'h a zo ken boull hag an dour glan, met pa vez dasskedet ar gouloù war pep hini anezho e seblantont bezañ gwenn, nemet pa vezont saotret gant an ampurentezoù.

Mentoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Simetriezh ar fulenn-erc'h savet da bimpatrom

Ur fulenn-erc'h stummet mat he deus 6 brankennig ha pep hini anezho he deus brankennigoù graet gant brankennigoù all, atav o skeiñ a-hed 6 ahel hag o c'haolañ pep tro. An holl a ya d'ober ur c'hwec'htaleg, unan eus al liestalegoù reolek.
Koulskoude n'eo ket ken reoliek stummoù ar fulennoù-erc'h ha n'int ket holl ken brav ha war ar skeudennoù a c'heller gwelout pa vank dezho brankennigoù hag e c'hellont kaout neuz bannoù, spillhennoù, kensturdalegoù (parallelepipedennoù) ha pladennoù. Da 2° Celsius pe war-dro e c'hell bezañ krouet fulennoù-erc'h gant 3 ahel, met rouez-tre eo. Pa'z a an temperadur etre 0° ha - 3 ° Celsius ez eont da neuz ur vleunienn 6 petalenn ganti hag etre - 5° ha - 10° e weler seurt pladennigoù pe spilhennoù pe vannoù toull hag etre - 10 ° ha - 22°e teu d'ar strink neuz ar bleunioù en-dro. Dindan - 22° e teu ur seurt prismoù bihan.
M'eo bet krouet ar strink war-dro - 5° ha m'eo aet an temperadur pe uheloc'h pe izeloc'h e weler bannoù gant ur vrankennig war o fennoù. Dindan demperadurioù izel-tre ez a ar fulennoù-erc'h da vezañ plat, met gant brankennigoù o c'haolañ c'hoazh.

Div varteazeadenn bennañ a zo bet roet evit displegañ simetriezh ar fulennoù-erc'h reoliek:

  1. Ditouroù a vije eskemmet etre pep a vrankennig o tiwanañ ken e kresk pep elfenn strink. Dre stennadur ar gorreoù e c'hellfe bezañ treuzkaset an ditouroù;
  2. Ar varteazedenn degemeretañ: diwar variadennoù tizh an temperadur e teufe ar gaolañ hervez c'hwec'h roud. Diouzh ur respont d'an endro e teufe ar fenomen;

Ar c'hwec'h roud a zeu eus framm orin ar strink ha koulskoude n'eus ket bet kavet un displegadenn evit ar strink gant tri roud.

Lavaret e vez alies n'eus fulenn-erc'h heñvel-mik ouzh unan all, met n'eo ket ul lezenn prouet en un doare skiantel pa n'eus ket abeg ne vije ul lodenn anezho o kreskiñ dindan kondisionoù heñvel ha pa vefe dre ar chañs. Ur glaskerez o labourat evit ar National Center for Atmospheric Research ar Stadoù-Unanet en deus kavet prismoù erc'h heñvel-mik, met ne oant ket strinkennoù reoliek koulskoude.