Framm
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ar framm a zo ar perzhioù tenn kenstroll a ya d'ober undraezenn fetis. Ar ster kentañ a denn d'ar savouriezh ha d'ar mekanikerezh ivez. Framm un pezh savadur pe ur mekanik a c'hell bezañ graet e prenn (da skouer, ar framm a souten un doenn) pe e mein pe e metal pe e plastik.
Dre hevelebiezh e vez implijet framm evit ar pezh a zalc'h kenstroll ar bevien pa lavarer eo framm ar mellkeineged o skeledennoù, da skouer.
Dre skeudennadur e vez astennet ar ster d'ar pezh a lak ur seurt urzh d'un aozadur, d'ur strollad evit bezañ efedusoc'h, ur gevredigezh, hag all, ur ster kevatal d 'an urzhiadur
[kemmañ] Astennoù-stêr
- e melestradurezh, framm un embregerezh (hag un aozadur, dre vras) a zo kenstrollañ ar perzhioù (servichoù, aozadurioù...) ma vez labouret gant efedusted ha sevenet ar palioù
- e savouriezh, abeg ar frammañ a zo kas an nerzhioù a c'hell bezañ en ur savadur ken ez eont da vezañ kempouez
* e matematik, ar framm a zo elfenn bennañ andeorienn a ginnig ma 'z eus hollad reolennoù a c'hellfe termeniñ perzhioù d'ur framm nevez hag e chomfe e diabarzh ar framm matematikel kentidik
- e kimiezh, ar framm strinkennek ;
- e biokimiezh, framm ar proteined ;
- e urzhiataerezh, ur framm roadennoù a zo ur framm poellek ma ya ar roadennoù e-barzh
- e sonerezh, ur framm sonerezh a zo an doare m'eo kempennet ha lakaet da vezañ dispaket an elfennoù sonerezh
- e pedologiezh, ar framm leurel ;
- e sokiologiezh, ur framm sokial a zo perzh pennañ ar c'hevredigezhioù
- e Skiantoù an Den, ar frammataouriezh a zo ul luskad a gaver e Skiantoù an Den hag hervez an heulierien eo posubl dliluziañ mont-en-dro ar gevredigezhioù en o klask deskrivañ un hollad furmel darempredoù frammet