Karr
Karr (karroù pe kirri el liester) zo ur ger brezhonek a vez graet eus meur a dra. Dre vras eo ur benveg, ur rod pe muioc'h dezhañ, da sachañ pe da zougen traoù pe tud.
Disheñvelet e vez ar c'hirri hervez o ment, pe niver ar rodoù warne, niver ar brec'hioù outo, pe an doare da sachañ anezho.
Sachet e vezont gant loened peurvuiañ, kezeg pe ejened dreist-holl, ezen, chas pe loened all a-wechoù ivez zoken. A-wechoù avat e vezont sachet gant tud, evel ar garrigell. Abaoe diwezh an XIXvet kantved ez eus kirri sachet gant kefluskerioù, a vez graet kirri-tan pe karr-dre-dan anezho, abalamour ma tevont eoul-maen.
[kemmañ] Karroù a bep seurt
- Karr-argad
- Karr-biskoulenn
- Karr-bout, pe karrigell,
- Karr-boutin,
- Karr-kañv,
- karr-nezañ, n'eo ket ur c'harr, nag ur c'harbed
[kemmañ] Gerioù deveret
- Ur marc'h-karr, pe ur vatezh-karr zo binvioù da zougen brec'hioù ar c'harr.
[kemmañ] Skeudennoù
-
Ur c'harr er Cévennes.
-
Ur c'harr hag un denn e Santiago de Cuba, e Cuba.
-
Karr ha milin-avel er National Ranching Heritage Center e Lubbock, Texas, SUA.
-
Karr koad en Aostralia.
-
A Chinese Sui Dynasty (581–618 AD) cart figurine pulled by a bull.
-
Mormoned en o hent etrezek Salt Lake City, SUA, war-dro 1840