Kerentiad

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

At-work.jpg Labour 'zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Ar c'herentiad (liester : kerentiadoù) a zo anv ur rumm bennak, diazezet war ar gerentiezh hag ar peuzheñvelded.

En un doare ledan e komzer eus kerentiad ur yezh bennak. En un doare strizh e komzer eus kerentiad ar bevien


Taolenn

[kemmañ] Gerdarzh

Dont a ra ar ger kerentiad eus kerent, liester ar ger kar, dezhañ ar ster bev pe un dra peuzheñvel.

[kemmañ] Rummatadur ar bevien

Implijet e vez ar ger kerentiad e bevoniezh evel un derez e-barzh skeul rummatadur reizhiadek ar bevien evel m'en deus kinniget ober Carl von Linné. Etre an urzhaz hag an iskerentiad emañ.


[kemmañ] Dibennoù-ger latin a verk ar renk e rummatadur ar bevien

E diwezh anvioù ar c'herentiadoù e kaver al lostgerioù latin -aceae evit ar plant, ar bezhin hag ar foue hag -idae evit al loened.

Skourioù:

[kemmañ] Rummatadur ar yezhoù

Pa glask ar yezhoniourien keñveriañ an holl yezhoù e vezont sachet da rummata anezho dre o feuzheñvelderioù, dre gwriziennoù ar gerioù peurvuiañ. Da skouer e vez rummet ar yezhoù kar en Europa hag e Azia ha savet eo bet meizad kerentiezh ar yezhoù indezeuropek, war ur yezh ha n'eus roud ebet anezhi nemet dre stummoù zo a c'heller studiañ e yezhoù zo, koulz bev ha marv, evel al latin pe an etruskeg.