Meizad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar meizad a zo ergorennoù (= traezhennoù difetis) e spered an Den ha drezo e c'hell hemañ kompren ar fenomennoù ganet diwar an etreober gant e endro. Dre ar meizadur e c'hell bezañ renket ar pezh a gouezh en intent e rummadoù savet diwar an anaoudegezhioù dastumet en a-araok.

Liammet e vez ar meizadoù ouzh ar gendestenn ha da berzhioù personelezh an Den : yezh, sevenadur ha ditouroù a zo bet tapet ha miret er soñj er momed ma vez savet ar meizad. Dre ar skiant-prenet e vez savet ar meizadoù ha dre al liammoù gaet war ar prim gant un dra pe ur saviad dibar ha dibad e teuont er spered. Koulskoude e c'heller diskouez eo ar skiant-prenet etrehiniennel atav.
Pa ne c'heller ket rakwelout ar saviadoù diwar ar rakdiviz eo ret d'ar spered implij e varregezh dezastum an traoù santet. Ne c'hell ket an empenn chom hep lakaat er jeu santadoù ar pemp skiant pennañ ken e laka ur seurt tikedenn evit bezañ gouest adkavout ar genstrolladenn santadoù rik. Liammet eo gant un anv dibar ivez.


Poelloniezh[kemmañ]

Er boelloniezh e vez renket evel klasoù ar gerioù a arouez ar meizadoù hollek. Gwelet e vez an anvioù dibar evel ur c'hlas hollek, ennañ ur boud pe un draezhenn hepken ha drezho e c'heller rummata ha lakaat en urzh ar pezh a vez santet eus ar bed.

Kemplez ha liesseurt e vez al liammoù etre ar gerioù hag ar meizadoù pa ne dave ket atav ur ger gant ur meizad hepken hag ur meizad a c'hell bezañ eztaolet dre veur a c'her pe lavarenn. Eztaoladur ar meizad a c'hell zepand eus ar yezh implijet ivez.

Pa vezont difetis e vez kaoz eus meizadoù furmel hag ez eont da gealioù ma vez klasket lakaat anezho da vezañ ergorel e lec'h bezañ dangorel.

Rummadoù ar meizadoù[kemmañ]

  1. gerioù evit eskemmañ, dezho un dalvoudegezh kentelius pe get
  2. meizadoù buhezegezh
  3. meizadoù er [matematik]], pa c'heller sevel ur c'hej etre perzhioù furmel
  4. meizadoir e fizik.
  5. meizadoù moneiz.
  6. meizadoù a bep seurt

Prosez ganedigezh ar meizadoù[kemmañ]

Kregiñ a ra ganedigezh ur meizad e spered un den (un dangorenn) pa kej gant un ergorenn anaoudegezh. Pa n'eus ket tu implij santadoù ar pemp skiantoù e teu skeudennadur an ergorenn diwar ar memor, ur soñj eus ar perzhioù (liv, trouz, stumm, blaz, c'hwezh). Ne vije ket ar meizad ma ne ya ket ar poell e-barzh ar jeu ha gantañ e c'heller merzout hag elfennañ ar perzhioù pennañ ha diouzh-se mont da grouiñ ar meizad er spered.
Diouzh ar roadennoù lakaet en urzh gant ar poell e vez krouet un unvez meizañ. Un dra dinamikel eo pa vez pinvidikaet ar meizad kentañ gant dizoloadennoù graet war-lerc'h war ar memes ergorenn.
Ar meizad a zo skeudennadur speredel an ergorenn ha n'eo ket skeudenn rik ar ergorenn.

Gwelet ivez[kemmañ]