Moneiz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Moneiz, en e ster hollek, a dalv arc'hant, e pezhioù hag e bilhedoù peurliesañ.

Moneiz a c'hall bezañ resisoc'h ha daveiñ d'unan eus ar binvioù arc'hant a zo anezho. Anv zo eus un unanenn arc'hant d'ar mare-se. Lies eo moneizoù ar bed dre o stummoù hag o zachennadoù.


Mon lezennel ar moneizoù[kemmañ]

Da aesaat ar c'henwerzh etrebroadel etre an takadoù moneizel e vez implijet feurioù eskemm, da lavaret eo ar prizioù a c'haller eskemm ar moneizoù an eil ouzh egile. Komz a reer eus mon ar moneiz. Lod eus ar moneizoù n'o deus ket mon ken, evel ar Pengő pe c'hoazh Franc Aljeria. Mon ur moneiz a c'hall bezañ ret pe frank.

Pep stad en deus e voneiz dezhañ. Ret eo avat menegiñ stadoù-izili Unaniezh Europa o deus lezet kontrol ar politikerezh moneizel da [[Bank Kreiz Europa]|Vank Kreiz Europa]. Ar moneizoù all a vez roet o mon gant pep e Vank kreiz pe Ministrerezh an Arc'hant. Embreger a reont ar re-mañ ur monopol war ar produiñ hag ar skignañ. Emren pe emrenoc'h a c'hall bezañ ur Bank kreiz diouzh ar gouarnamant en deus krouet anezhañ.

Moneizoù a-vremañ[kemmañ]

E touez ar moneizoù brudetañ e kaver an dollar US, moneiz Stadoù-Unanet Amerika, moneiz galloudusañ ar bed. Ur moneiz pouezus kenañ all e armerzh ar bed zo an euro, moneizh Unaniezh Europa. Moneizoù all a c'hall bezañ meneget : ar yen, moneiz Japan, hag al lur sterling, moneiz ar Rouantelezh Unanet.

Ar memes ger a c'hall bezañ implijet gant meur a stad, da skouer an dollar pe an dinar. Bez zo ivez stadoù hag a implij ar memes moneiz, da skouer Takad an Euro. Gallout a ra ur stad divizout implij moneiz ur stad all : war dachennadoù Panama hag El Salvador e vez reizhus an US Dollar.

Pep moneiz en devez ur moneiz-rannañ, a dalv 1/100 ar moneiz-pennañ : 100 cent = 1 dollar, 100 cent pe santim = 1 euro, 100 penny = 1 lur sterling. Unanennoù a 1/10 pe a 1/1000 a zo anezho ivez. Nebeud broioù evel Maoritania, Madagaskar ha Ginea a chom en diavaez diouzh ar sistem a-zegoù.

Nomenkladur ar moneizoù a-vremañ[kemmañ]

Kodet eo bep moneiz gant tri lizher, ar reolad ISO 4217 an hini eo : an daou gentañ a zaved d'e stad hag an hini diwezhañ d'e lizherenn-dal. Gant se eo an dollar amerikan hag an dollar c'hanadian kodet USD (US=United States, D=dollar) ha CAD (CA=Canada), al lur breizhveurat GBP (GB=Great Britain, P=pound). Un direolder eo an euro kodet EUR peogwir ez eus meur a stad ennañ.

Arouezioù moneiz[kemmañ]

Diamrezet int aet da vezañ ablamour d'ar reolad ISO 4217. Un nebeut arouezioù a vezer graet ganto koulskoude :

  • $ - an Dollar
  • ¥ - ar Yen e Japan
  • € - an Euro, moneiz Unaniezh armerzhel Europa
  • £ - al Lur sterling (pound), moneiz ar Rouantelezh Unanet

Stummoù moneizoù en istor[kemmañ]

An trokerezh a oa ur seurt eskemm hep moneiz, pe gant ar madoù o-unan e plas ar moneiz. Simplik a-walc'h e oa ar seurt kenwerzh. Da luziata an eskemmoù hag an talvoudegezhioù e voe implijet ur moneiz, pe stumm bennak e vefe, evit dont a-benn da gerwerzhañ muioc'h ha gwelloc'h.

Forzh petra a c'hall bezañ ur moneiz evit gwir. Estreget ar metal prizius (aour, arc'hant, kouevr...) e voe implijet kalz dafarennoù all evel moneiz en istor :

  • troc'hadoù maen toullet, en inizi Yap, c'hoazh implijet hiziv an deiz
  • en uheldirioù Ginea-Nevez e veze implijet istr : ar re "gKina", hanterloar o stumm, livet a-wechoù. Tennañ a ra ar vro he anv deuzhouto. Skeudennet int war bilhedoù bank ar vro.
  • dilhadoù
  • mouchoueroù
  • gwalennoù
  • dent loened : dent chas, dent koleoù-mor, dent c'hwezhered braz, dent delfined, dent moc'h, dent wapitied
  • pluñv
  • feurioù avanked
  • ed
  • troioù-gouzoug kregin
  • pempilhoù lostoù olifanted
  • butun, e Virginia
  • brik te, e Sina
  • kregin kauris (pe kaori?) e Sina eus 1100 a-raok JK da 1578 goude JK. Skignet eo bet en India, er Meurvor Habask, er Maldivez, marc'hadourien arab en deus kaset anezho betek Afrika.
  • holen
  • pesked sec'het, en Island
  • alamandez, e Indez
  • fav kakao, e Spagn Nevez
  • sigaret en arme hag er c'hampoù prizonidi brezel

Liammoù diabarzh[kemmañ]

Daveoù[kemmañ]