India

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Lec'hiadur India
Banniel India

E Su kevandir Azia emañ ar Republik indiat, India evit berr. Gant Bangladesh ha Pakistan en em led war an iskevandir indian etre aradennad an Himalaya en Norzh hag ar Meurvor indian, hemañ o vezañ a-dal d'he aodoù Kornôg ha Reter.

Anv ofisiel : Republik India
Poblañs : 1 027 milion a dud (diwar niveradeg 2001)
Gorread : 3,3 milion km²
Lec'hiadur : etre al ledredennoù 8° 4' ha 37° 6' norzh hag an hedredennoù 68° 7' ha 97° 25' reter (sellet ouzh ar skeudenn)
Hirder an aodoù : 17 600 km
Yezhoù : 17 yezh pennañ, 844 yezh ha rannyezh all
Relijionoù pennañ : hindouegezh, islam, kristeniezh, boudaegezh, sikegezh, jainegezh
Kan broadel : Jan gana mana skrivet gant Rabindranath Tagore
Ger-stur: satyam eva jayate (ar wirionez hepken a zo trec'h)
Banniel : (sellet ouzh ar skeudenn)
Arouez broadel : adskeudenn Leon Sarnath (sellet izeloc'h)
Loen broadel : an tigr
Evn broadel : ar paun
Bleuñv broadel : al lotuz
Gwez broadel : ar banian
Frouezh broadel : ar mangez
Moneiz : ar roupi

[kemmañ] An arouez broadel

Arouez ha ger stur India: satyam eva jayate
(ar wirionez hepken a zo trec'h)
  • Arouez broadel India a zo anezhañ adskeudenn Leon Sarnath, e-kichen Varanasi en Uttar Pradesh. Hemañ a oa bet savet en 3de kantved kent Jezuz-Krist gant an impalaer Achoka evit merkañ al lec'h ma voe embannet da gentañ e aviel a beoc'h hag a frankizadur gant Bouddha da bevar c'horn ar bed. Setu e tiskouez an arouez broadel penaos e vez kadarnaet hec'h engouestl kozh evit ar peoc'h er bed hag ar volontez vat gant India a-vremañ.
  • Emañ ar pevar leon (unan zo kuzhet war ar skeudenn), anezho arouezioù a nerzh, kalonegezh ha fiziañs, war ur sichenn ront. Gronnet eo ar sichenn-se gant pevar loen bihanoc'h, gouarnourien pevar c'horn ar bed: an olifant evit ar reter; ar marc'h evit ar su; an tarv evit ar c'hornôg hag al leon evit an norzh. Hag emañ ar sichenn-se war ul lotuzenn e bleuñv a vez taolennet ganti mammenn ar vuhez hag an awen grouus.
  • Ar ger-stur sañskritek satyam eva jayate enskrivet dindan an arouez a sinifi ar wirionez hepken a zo trec'h.

[kemmañ] Douaroniezh

Kartenn torosennadur India

India az ac'hub al lod brasañ eus an iskevandir indianat a zo etre plakenn dektonikel India ha lodenn gwalarn ar blakenn indiat-ha-aostraliat. Lod eus tiriad ar stadoù en norzh hag er biz zo lec'hiet e tolzenn (kein?) an Himalaya. Peurrest India an norzh, ar c'hreiz hag ar reter zo tiriadoù strujus plaenenn ar Ganga. Er c'hornog, e-kichenn gevret Pakistan emañ dezert an Thar. India ar su zo evit al lod brasañ pladennoù ledenezel an Dekkan, etre daou dolzenn (gein?) aodel gant torosennadur accidenté, re Ghat ar c'hornog ha re Ghat ar reter.

Treuzet eo ar vro gant meurstêrioù evel ar Ganga, ar Brahmapoutr, ar Yamunâ, ar Godâvarî, an Narmadâ hag ar gKaveri. Tri enezeg zo, en o zouez ar re Lakediv, hag a zo er-maez aod ar mervent. Bez'zo ivez aridennad volkanek an inizi Andaman ha Nicobar er gevret ha ar re Sunderban e delta ar Ganga e Bengal ar c'hornog. An hin indiat az a eus hini an trovanoù er su betek hini kerreizhoc'h an norzh e lec'h ma zo erc'h a-hed ar goañv e norzh an Himalaya.

Hin ar vro zo levezonet gant an Himalaya ha dezert an Thar. An Himalaya ha menezioù an Hindu Kouch e Pakistan a harz ouzh an avelioù katabatek deuet eus Kreizazia. Rak-se e chom an tommder e lod brasañ ar c'hevandir kontrol d'ar broioù lec'hiet er memes ledred. Evit dezert an Thar a sach avelioù gleborek monson an hañv etre mezheven ha gwengolo hag a zo pennkaoz da lodenn vrasañ kouezhadurioù India.

An inizi Andaman

Ur gevredad stadoù eo India, pep hini gant e Barlamant hag e gouarnamant. Bez'zo eizh stad war ugent, c'hwec'h tiriad mui tiriad ar c'hêr-benn Delhi Nevez (New Delhi Capital Territory).

3 287 590 km² eo gorread India. Bevennet eo gant Pakistan, Afghanistan, Republik Pobl Sina, Nepal, Bhoutan, Bangladesh ha Birmania. 15 000 km a hirder eo harzoù ar vro.



E yezhoù all