Mumbai
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mumbai (मुम्बई e marathi, distaget /ˈmumbəi/), anvet gwechall Bombay, eo kêr-benn stad Maharashtra, e kornôg India. E 2006 e oa war-dro 13 milion a annezidi e kêr, ha tost da 20 milion a dud a oa o chom e tolpad-kêrioù Mumbai, ar pezh a ra anezhi unan eus an dek kêr vrasañ er bed.
Emañ Mumbai war an aod ha porzh brasañ India eo. Kêr-benn armerzhel India eo ivez ha kresket eo kalz e dibenn an XXvet kantved. Muioc’h c’hoazh eget lec’hioù all en India ez eo ur gêr ma weler kichen-ha-kichen tud pinvidik-mor ha re all paour-razh.
E Mumbai emañ karter Bollywood, anvet evel-se diwar anv Hollywood, rak eno ez eus studioioù ma vez savet kalz eus ar filmoù a vez graet en India. Ret eo gouzout ez eo India ar vro a brodu ar muiañ a filmoù er bed, bep bloaz.
"Dor India" zo ur monumant a voe savet da vare donedigezh ar roue Jord V e 1911, hag unan eus arouezioù ar gêr eo bremañ.
[kemmañ] Aozadur ar gêr
Bombay pe Mumbai a deu eus ar gerioù e marâthi: Mumba « doueez » hag Aai « Mamm ». Homañ eo kêr-benn Maharashtra hag ar gêr ar muiañ poblet en India. Bombay eo ar gêr-benn ekonomikel eus Bro India pa brodu 5 % deus ar PIB ha 25 % eus ar produioù industriel, 40 % eus ar c'hoñvers morel hep disoñjal 70 % eus eskemmoù ekonomikel ar Vro. Diwar ar galloudoù ekonomikel, Bombay a vez en dek brasañ savenn ar finañsoù er bed dre ur pouez ac'hantel bras a tremenn dre ar gêr. Evit digemer an eskemoù arc'hantel-mañ, lojet vez ar Bank mir-lec'h Indian, Bours Bombay, Bours broadel India ha sez sokial meur a gompagnunezh Indian ha liesvroadel e Bombay. Ekonomiezh ar sinema a vez bras ivez dre ma vez al lodenn vrasañ eus studioioù skinwel ha filmoù Indian, e Bollywood.
[kemmañ] Ekonomiezh
Ar gêr-benn ekonomikel brasañ eo Bombay hag ar pobletañ eus India. Pouez ar vuhez ekonomikel vroadel a zo renet en enni. Diwar-se, e vez roet gant Bombay 10% eus al labourioù industriel, 40% eus an talioù war ar gopr, 20% eus ar gwirioù diazez, 60% deus gwirioù ar maltouterezh, 40% eus ar c'honvers deus an diavaez a tremenn en enni hag benn ar fin ober a ra gounid d'ar bugded Indouiz tost da 40 miliard a roupi ( tro 600 euro) a talioù war ar gevredigezhioù.Gounidoù an annezidiñ a zo par da 980$ hag a zo an tridoubl eus ar geidenn broadel. Ar gounidoù-se a zo disoc'h estreget ar sinema (Bolywood), disoc'h industri ar gimiezh, ar gwiad hag ar pesketañ.
[kemmañ] Kudennoù ar gêr (Denel ha naturel)
Meur a gudenn vez e Bombay war ur sav poent dennel kement war sav poent an endro naturell. Evel holl-lec'h e India, en deus Bombay kudennoù sokial bras dre an dizingalder arc'hantell met ivez war saotradur an endro dre an industriezhioù hag saotradur an dourioù gant lastez ar c'hêr. Memes ma vez Bombay ur c'hêr pinvidik a-walc'h, chom a ra an ul lodenn all paour-kenañ hag gant un difoc'h spontus a live bevañ. Da gentañ war ar sav poent denel e za ar boblañs war gresk met ivez an niver a zilabour ivez, kement ma vez diaes lavar ur sifr resis. Ar boblañs a kresk dre an divroañ eus ranvroioù all evit kavout ur vuhez welloc'h met pa e eruont, al lodenn brasañ eus outo a zo kaset el lochenaoueg vras, Dharavi. Goude-se diwar kudennoù an endro e vez kavet saotradurioù a-bep seurt. Saotradurioù an dourioù a zo an hini brasañ dreist-holl er c'harterioù paour e-lec'h ma vez ket laket ur sistemm skarzhañ al lastez hag an dourioù implijet. Memes el lec'hioù 'lec'h ma vez ur sistemm, e vez peurliesañ en ur stad fall ar sistemoù dre an touloù en tuelennoù kas hag dre ur puradur nan echu. An dour lastez-se a echu ebarzh ar stêrioù hag an tachenoù dour dindan douar en ur vezañ dajerus evit kement boud-bev (loened, tud ...). Da eil hag da zrede saotradur e vez kavet en aer, evel an dioksid karbon pe dre an trouzioù hag a vez kavet dreist holl e lec'h ma vez an industrioù hag war an hentoù kreiz-kêr. An industioù alies a saotront an dour met ivez an aer dre o vogedoù trenk pe chimik dre vras. War an trafik otoioù a vez efed ar vank a plas e Bombay. Dre ma vez ket a-walc'h a plas er gêr, an hentoù zo bihan. Diwar-se e vez stanket an trafik pa vez an eurioù labourat hag amañ ar gazoù distaolet gant an otoioù a vez bras en ur ouzhpennañ an trouz a vez ganto.
[kemmañ] Perak e kresk ar boblañs ?
Diwar an 11 914 393 a annezad e 2001, deduet e deus ar World Gazetteer e vefe 13 662 885 annezad e 2008 en ur vezañ spis a-walc'h hag evit ur goread 603,4 km. Neuze ar poblañs a vefe war-dro 22 000 annezad/Km, ar pez a ro ur polbañs stank-kenañ e koñdisionoù fall evit an hanter eus anezho. Padal ar c'hoñdisinoù bevañ a zo uhel e keñver reste India, ar pez a digas kalz a dud eus ran-vrioù all e India da zont e kêr. Ar pez a c'hell lakaat da skouer pennañ eus ul live brav a vuhez a zo al live eus 86 % a dud a war skrivañ a lenn, uheloc'h eget ar c'heidenn broadell. Diwar ar sifroù roet e vez 50 % eus ar c'hesk demografel diwar ar red poblañs deus ar ran-vrioù/ muioc'h eget ur million a zud etre 1991 ha 2001. Lod eus ar statistikourien a lavar e vo Tokyo elec'hiet gant Bombay evel ar gêr ar muiañ poblet eus ar bed a-benn 2020. Ar red poblañs-se a digas kudennoù lojañ dre ma vez ket kavet kalz a plas evit krouiñ lojamantoù digas a ra e vez keroc'h al lojamantoù a chom. An disoc'h a vez ez eus un hanter poblañs Bombay a za da vevañ e lochenaouegoù memes ma c'hounezont arc'hant dre o labour, ul labour a vez peurliesañ pell eus o lec'h bevañ neuze implijout a reont an transportoù e kumun hag a ro ur red transportoù fall iskis. Meur a relijion hag a sevenadur a vez e Bombay diwar ar meskaj a poblañs deus ranvroioù disheñvel ha neuze e vez gwelet religionoù a bep seurt evel an Hindouegezh (80% eus ar polblañs ), an Islam (14 %), ar gristeniezh hag ar relijionoù Jain ha Sikh (2,5 %). En ur ouzhpennañ dre vras 100 000 Parsi, hag 500 000 Boudeienn, yudev hag ar re hep religion. War ar yezhoù eo ar memes-tra. Ne z'eus ket a megalopolennoù all e India e lec'h ma vez liesyezhell e Bombay. Ar yezh komzetañ e Bombay a zo ar Marathi, yezh officiel ar Maharashtra, evel an Indi, ar Gujartati hag ar Saozneg. Bez'ez eus memes ur ranyezh, ar Bambaiya hag a zo ur meskaj etre ar Marathi, an Indi hag ar Saoznek Indouiz, implijet alies war ar straedoù. Met memestra ar Saozneg a chom ar yezh pennañ ebarz ar vuhez economikel hag a vez implijet tost en holl burevioù.
[kemmañ] Lochennaouegoù
Al lochenaouegoù a zo niverus e Bombay dre ma c'hesk ar poblañs muioc'h muiñ e c'hesk an niver a lasrtez-kêrioù-se ivez. Ar-re mañ a zo disoc'h an divroañ, gant muioc'h eget an tri c'hard eus an divroerien a zo rediet da vont da bevañ e kêrioù lastez dre ma ne zeus ket a-walc'h a plas evit krouiñ lojamantoù dereat memes ma vez arc'hant gant an divroerien. Al lochennaoueg brasañ eus India ha memes eus Azia a zo e Bombay, hini Dharavi a zo ul lochenaoueg a 214 hectar gant 300 000 den o vevañ ennañ. Evit keñveriañ, bezet kêr naoned 282 853 annezad enni setu kalz brasoc'h eo ul lochenaoueg e Bombay eget ur c'hêr e Breizh. Lec'hiet vez anezhañ e su hag er c'hornog eus Bombay, etre an uzinoù kozh gwiad hag an aerborzh. Tremenn a ra ennañ un hent-houarn hag a servij da gas an danvez gwiad produet gant an usinoù e Mulund, Thane hag e kêrioù all evit bezañ treuzfeurmet. An dud e Dharavi a laboure en uzinoù-se setu n'eo ket evit netra ez eo bet savet al lochenaouegel lec'h-se. Met bremañ e vez seret an uzinoù neuze an dud a vez ar wech-mañ paour da vat dre ma vez pouezhusoc'h industri ar filoù. Ar guden nevez a sav bremañ hag a zo souezhus a digredable a zo gwerzh al lochenaoueg evit 2,3 miliards a dollar gant ar c'hêr. Ma vez graet an afer gant ur prener e vo skarzet al lochennoù evit lakaat naet al lec'h (puraat an douaroù ) hag adlojet e vo ul lodenn brasañ eus an dud e lojamantoù nevez hag a vo krouet. Neuze krouet e vo skraberien oabl evit lakaat burevioù a lojamantoù evit an dud a ran etre hag an dud gant aezamatoù hep disoñjal skolioù, hospitalioù hag deus un akipamant e sportel. B'ez e vo memes un dachenn Golf. Ar chanter a pado dre-vras 7 vloaz. Deus ar pezh a sell ouzh an dud , b'ez e vo 57 000a famih deus Dharavi neuze 300 000 a zud, a vo ret bezañ adlojet e studioioù en dachenn, met ret eo bezañ enrollet el lochenaoueg abaoe 1995. Prezidant gevredigezh an annezadourien lochenaouegoù etrevoadel, a jockin, a lavar e chomo un dek mil annezad bennak hag n'en defe ket ul lojamant. Rediañ a reo d'an dud-se mont da vevañ diez addare en ul lec'h all. Ar p'ez ne vo ket assantet gant tud-zo eo e vefe kemeret tud al lochenaouegoù evel amprevaned hag a reo c'hoas ac'hant da gouvernamant ar Maharashtra. Lavaret vez gant architektour, Mukesh Mehta e vo ar c'heizennad-se un danvez denel hag ac'hantel. M.Mehta a hunvre d'ur banlev e lec'h an dud er bed o do c'hoant adkopiañ. Henebet vez ar projed-mañ gant tud al lochenaopueg rak bevañ a reont mad evito rak krouet o deus un ekonomiezh diabarzh hag a za mad en-dro met dreist holl e c'hell bevañ an dud nemet deus-se, gant artizaned evel tud a ra podoù-pri pe artizaned war ar kivijerezh. Dharavi a zo ken anavezet hageo deuet ar prins Charles, tud a uhel renk hag touristed dedenet gant an difor a pinvidigezhioù e India. An erconomiezh a zo dedenus rak da skouer ar merc'hed a ra matalasennoù evit bezañ gwerzet er marc'had pe c'hoazh e vez gwelet tud oc'h ober traoù gant piri (podoù, pladoù...). An ekonomiezh-se a zo brav ivez war sujed an ekologiezh. Lavaret vez e kontrol gant tud o tont eus kêr e vez an industri-se un industi haga saotr an dourioù. Ouzhpennda-se e vez fall an trafik gant tout an dud -se hag a vez ket sikouret gant geografiezh Bombay gant an dourioù o troc'hañ anezhi. Efedoù al lochenaoueg e o diwar goust dreit-holl gant prizioù uhel ar burevioù hag ar lojanatoù. Da skouer er c'harter an aferioù, Nariman a zo ar pempvet karter kerañ er renk broadel just a-raok waest End city eus Londrez hag kreiz eus Tokyo. Ebarzh ur c'harter mad, un apartamant eus 4 pez gant 100 metrad karez a vez feurmet 300 000 roupi bep miz (5 500). En ur vloazh, ar feurmidigezh en deus pignet eus 45%.
[kemmañ] Dizingalded etre ar renkadoù sokial dre ar film « Slumdog Millionaire »
Slumdog Millionaire a zo bet filmet e 2008 war kêr Bombay ha gounezet en deus meur a briz evel 4 Golden Globe, 7 BAFTA, 8 oscars. Graet eo bet diwar ur senario a Simon Beafoy kaset eo bet da benn gant Danny Boyle. Goude ma'z eo bet skignet er sinema, tabuterezh a savas diwar ar menozhioù kudennoù Bombay, diwar al lochenaouegoù met dreist-holl war an ampled a binvidigezhioù etre an dud pinvidik hag ar re baour. Kontañ a ra istor un den baour hag a vev e lochenaoueg Bombay e Dharavi, gant ur gopr servijour te, paotr an te, en ur embregerezh servijoù ar bellgomzerezh. Un devez e zizoloas « Qui veut gagner des millions? » war ar skinwell ha diwar an taol-mañ, dont a reas da vezañ plijet-tre gant houmañ. Kemenn ma bellgomzas da glask bezañ enskrivet d'un abadenn. Gant chañs e gounezas an enskrivadur met ne ouie ket ar pez a erufe dezhañ. Mont a reas d'an abadenn a respont a rea sd'ar goulennoù unann a unann. Goulennet oa digantañ goulennoù diaes a-walc'h, met dont a rae a-benn en ur envoriñ e lodennoù resis eus e vuhez, ganto e deuas a-benn da respont d'ar goulennoù memes ma oa an abadenner a-enep ma gounezfe. Amañ e vez gwellet an dizemglev etre ar re baour hag ar re binvidik arouezet gant an abadenner. An abadenner a gasas an den dirak ar polis evit trucherez memes ma oa gevier. Ar gwirionez a gounezas memestra a laosket eo bet da vont gant e vilion a Euro. An den a vevas goude-se gant e vignonez. Er film-se e vez kuzet meur arouez d'eus ar c'hudennoù sokial a vez duhon. Ar pez a roas memes kudennoù d'an aktourien. Unann eus tudenn hag a rae un haroz a zo bet distrujet e zi dezhañ.