Himalaya

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aradennad menezioù an Himalaya, gwelet eus an oabl. A-gleiz hag en traoñ emañ India.

An Himalaya zo un aradennad menezioù en Azia, a zisparti India diouzh Tibet. Eno e kaver menezioù uhelañ an Douar.

Chadennoù uhel all zo en Azia: Hindu-Kush, Pamir, ha Karakoram. Gwelet e vez alies Karakoram evel ul lodenn eus Himalaya gant an alpaerion.

En em astenn a ra ar menezioù e stumm ur wareg vras, a-hed 2 600 km eus ar reter d’ar c’hornôg ha war-dro 350 km a ledander eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz.

Dont a ra an anv eus ar sañskriteg : हिमालय, distaget jimalaia, zo daou c’her ennañ, jima, « erc’h » hag alaia, « lec’h ».

Uhelañ aradennad menezioù zo er bed eo an Himalaya, gant pevarzek menez a dap en tu-hont da 8 000 metr uhelder, evel ar menez Everest, an hini uhelañ (8 848 m.), ar menez K2 (8 611 m.) hag ar menez Kanchenjunga (8 598 m.). Ar menez uhelañ er bed, e-maez an Himalaya, eo ar menez Aconcagua en Andoù, gantañ 6 962 m uhelder. En Himalaya avat ez eus kant menez en tu-hont da 7 200 metr uhelder !

En em astenn a ra an Himalaya war pemp stad : war du an Hanternoz Republik Pobl Sina, war du ar C'Hreizteiz en ur vond deus ar Reter betek ar C'hornôg: Bhoutan, Nepal, India, Pakistan.

Eno e kaver eien meur a hini eus stêrioù brasañ ar bed : an Indus, ar Ganga, ar Brahmapoutra hag ar Yangtze.

[kemmañ] Pikernioù uhelañ

En Himalaya e kaver ar pevarzek menez nemetañ a dap en tu-hont da 8 000 metr uhelded:

  • K2 pe Chogori 8 611m, war ar vevenn etre Pakistan ha Sina, e tachennad Karakoram. Hervez India n'emañ ket menez K2 e Pakistan: en India emañ.

Kavet e vez ivez kalz a venezioù uheloc'h eget 7000 metrad. Da skwer:

Menezioù all a zo brudet-tre dre m'emaint stummet brav:


[kemmañ] Un nebeud krimperien brudet

[kemmañ] Da welet

  • War an uhel, ur film savet gant Tangi hag Erwan Kermarrec, priz ar gwellañ film e brezhoneg, Prizioù France 3, 2008 (produet gant Label production ha France 3 Ouest).
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all