Tibet

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar banniel-se a oa choazet gant an 13vet Dalai Lama e 1912. Derc'hel a ra gouarnamant Tibet en harlu d'ober gantañ, hag abalamour da se ez eo difennet gant Republik Pobl Sina evel un arouez disrannerezh.

Tibet (tibeteg: བོད་, Bod, distaget [pʰø̀ʔ] e rannyezh Lhasa; sinaeg ofisiel 西藏; pinyin: Xīzàng; sinaeg implijet a-wezhoù gant Tibetiz a-du gant an Dalai Lama: 吐博 Tǔbó) a zo ur vro eus kreiz Azia, dalc'het gant Republik Pobl Sina abaoe 1949. 4.900 m eo hec'h uhelder etre, dre-se e reer toenn ar bed anezhi alies.

Rannvroioù Tibet[kemmañ]

Pa gomzer eus Tibet e c'haller komz eus tri zakad disheñvel stag an eil ouzh egile :

  • Uhelgompezenn Tibet, un uhelgompezenn ec'hon bevennet gant gouelec'h Taklamakan en norzh hag an Himalaya er su. Emañ dindanañ ar pep brasañ eus Takad Emren Tibet ha proviñs Qinghai, e Sina, hag al Ladakh e Kachmir. Ur c'horread 1 000 war 2 500 kilometrad en deus, hag e uhelder keitat zo en tu all da 4 500 metr. Graet a vez "Toenn ar bed" anezhi rak ar brasañ hag an uhelañ kompezenn eus ar bed ez eo, dezhi 2 500 000 km² (war-dro peder gwezh ment Texas pe Bro-C'hall)[1].
  • Ar vro poblet gant an Dibetaned zo ketpar d'an takadoù yezh lec'h ma vez implijet an tibeteg gant an holl, ha d'un takad dezhañ ur sevenadur dezhañ e-unan, gant ur relijion voutin : al lamaelezh.
  • Ar Xizang hag a zo un takad melestradurel emren eus Sina, dezhañ ur statud dezhañ e-unan, evel ar Xinjiang (pe Turkestan Sina), pe c'hoazh Mongolia an Diabarzh. 1 221 600 km² gorread eo.

Kontet e vez 6 milion a Dibetaned ha 7,5 milion a Sinaiz ouzhpenn, deuet nevez 'zo. Kêr-benn istorel, ul lec'h-kreiz e-lec'h ma vez ordin pennoù bras relijion Tibet, sed Lhasa.

Kartenn Tibet istorel

A-raok bezañ bet staget ouzh Republik pobl Sina e 1949, oa gouarnet Tibet gant un Dalai-Lama (ur rener relijiel hag a oa dileuriet gant e bared hag a oa en e gerz ar galloud sekulier) ha rannet e oa e 3 c'hornad-bro :

  • U-Tsang, (sinaeg 西藏 pinyin: Xizang), a zo deut da vezañ takad melestradurel emren ar Xizang ;
  • Amdo an norzh, zo staget bremañ ouzh proviñs sinaat Qinghai ;
  • Kham, er reter hag er gevred, a zo staget bremañ ouzh teir froviñs sinaat : Gansu, Yunnan ha Sichuan.

An harzoù[kemmañ]

Tibet istorel zo tri harz dezhañ gant Turkestan, Mongolia, Sina, Birmania, India, Bhoutan, ha Nepal.

Istor[kemmañ]

Republik Sina[kemmañ]

Diazezet e oa Republik Sina d'ar c'hentañ a viz Genver 1912 hag ur miz diwezhatoc'h rejant Qing Emperor Xuantong a roas e zilez.[2]. E miz Ebrel 1912 en em zaskoras soudarded gwarnizon sinaat Lhasa d'ar renerien tibetat daoust ma felle d'ar gouarnamant republikan sinaat ober e zileuriad nevez eus komandant ar soudarded sinaat e Lhasa.

Distreiñ a reas an Dalai Lama da Dibet eus India e miz Gouere 1912. E diwezh 1912 e oa distroet ar soudarded sinaat d'o bro goude tremen dre India[2].

Ar skrid-emglev etre Tibet ha Mongolia e 1913[kemmañ]

E deroù 1913, Agvan Dorzhiev ha daou zileuriad dibetat all[3] a sinaas ur skrid-emglev etre Tibet ha Mongolia, en Ourga, a embanne e anavezent an eil egile hag e anavezent ivez e oant dizalc'h diouzh Sina. Koulskoude, aotrouniezh Agvan Dorzhiev da sinañ un hevelep emglev zo bet atav breutaet diwar he fenn - hag e vez c'hoazh - gant tud zo, en o zouez arbennigourien war a gwir[4].

Nac'hañ a reas an XIIIvet Dalai Lama e-unan en dije aotreet Agvan Dorzhiev da sevel an disterañ skrid-emglev diwar-benn an Tibet.[5][6]. Biskoazh ne oa ratifiet ar skrid-emglev-se gant gouarnamant Tibet ha biskoazh ne oa embannet an nep stumm tibetat eus an emglev-se gant gouarnamant Tibet[6]. Un diplomat rusat a zisklêrias d'ar c'hannad saoz e oa peadra da gaout douetañs diwar-benn barregezh lezennel Agvan Dorzhiev da sinañ un hevelep emglev rak ur sujed rusat a oa anezhañ[7].

Un nebeud skrivagnerien saoz o deus displeget o disfiz e_keñver bezañs ur seurt skrid-emglev[8], met tud skol-veur Mongolia peurvuiañ a lavar ez eus bet anezhañ a lavar krenn ez eus anezhañ[9], as were skrivagnerien eus ar mare-se[10][11]. Testenn ar skrid-emglev e mongoleg zo bet embannet, da skouer, gant Akademiezh ar skiantoù Mongolia e 1982[12][13].

Kendalc'h Simla e 1914[kemmañ]

E 1914, dileuridi eus Sina, Tibet ha Breizh-Veur a varc'hatas ur skrid-emglev en India: Kendalc'h Simla[14] e oa. E-doug ar c'hendalc'h e klaskas ar Saozon rannañ Tibet e daou : Tibet Diabarzh ha Tibet Diavaez (evel Mongolia). Pa baouezas an divizoù abalamour d'an dizemglevioù diwar-benn ar bevennoù resis etre Tibet Diavaez ha Tibet Diabarzh, e c'houlennas ar Saozon e-lec'h kement-se lakaat o linenn kontrol pelloc'h war-raok, ar pezh a roe an tu dezhe da gemer 9000 kilometrad karrez eus tiriad hengounel an Tibet er su, bro Tawang, a glot gant gwalarn ar Stad indian a-vremañ anvet Arunachal Pradesh, tra ma anavezent aotrouniezh Sina war Tibet[15] hag e statud evel ul lodenn eus an tiriad sinaat, gant promesa gouarnamant Sina na zeufe ket da vezañ ur broviñs sinaat avat[16][17]. Sinañ a reas an dileuridi tibetan daoust ma ne save ket Sina a-du gant an emglev, Kentoc'h evel ur sin disfiz bremañ ma oa aet an arme sinaat a-raok; goude diwezh aotrouniezh Sina en Tibet e 1912. Sina a zalc'h mort e oa sinet abalamour m'o doa pouezet ar Saozon war ar re all. Koulskoude dileuriad gouarnamant kreiz Sina a lavaras ne halle ket asantiñ e vije kemeret douaroù gant ar Saozon. Ar vevenn diferet er skrid-emglev, al Linenn McMahon, a oa sellet outi gant Saozon ha diwezhatoc'h gouarnamant India dizalc'h evel an harzoù etre an div vro. Koulskoude diouzh Sinaiz abaoe, dre ma ne oa ket bet sinet ar skrid-emglev gant Sina a oa dezhi an aotrouniezh war Tibet, e oa didalvoud an emglev, hag e oa a-enep al lezenn ar stagidigezh hag an dalc'h eus lodennoù zo eus Arunachal Pradesh gant India. Digeriñ a rae an hent d'ar brezel sinaat-hag-indiaat, e 1962, ha d'an dizemglev etre Sina hag India hiziv diwar-benn tres an harzoù.


Ar brezel bed kentañ ha digreizennadur Sina[kemmañ]

Da-heul deroù ar Brezel Bed Kentañ ha pa oa lodennet Sina etre strolladoù armet renet gant aotronez brezel a soñjas broioù ar c'hornôg hag ar c'hostezennoù a stourme e Sina e traoù mallusoc'h evit an Tibet, hag an XIIIvet Dalai Lama a renas ar vro dinec'h betek e varv e 1933. D'ar c'houlz-se, gouarnamant Tibet a rene an holl Ü-Tsang (Dbus-gtsang) ha kornôg Kham (Khams), ar pezh a glot tamm-pe-damm gant bevennoù Rannvro emren Tibet hiziv. Kham ar reter, en tu all d'ar stêr Yangtze a oa dindan an aotrou brezel Liu Wenhui. En Amdo (Qinghai) e oa luzietoc'h an traoù, gant korn-bro Xining kontrolet goude 1928 gant an aotrou brezel Hui Ma Bufang, a strivas dibaouez da lakaat ar peurrest eus Amdo dindanañ.

E 1934, nebeut amzer goude marv an XIIIvet Dalai Lama, e embanns ar c'hKashag o mennozh eus 1914, da lâret eo e chome Tibet ul lodenn eus Sina en un doare arouezel, gant ma c'hallfe ren e aferioù politikel e-unan[18][19].

E 1940, goude un dro e Tibet e 1936–7, e skrivas an ofiser breizhveurat Freddie Spencer Chapman :

"Abaoe the expulsion Sinaiz, da-heul dispac'h 1910, n'eus bet dileuriad ofisiel sinaat ebet e Lhasa. E 1934, koulskoude, pa zistroas ar jeneral Huang Mu Sung da Sina, e lezas e ardivink skingas e karg ur serten aotrou Tsang. Evel ma ne oa ket un hevelep ardivink gant an Dibetaned e teuas Tsang da vezañ un den a-bouez. Sklaer-kenañ e teuas da vezañ n'eus ket pell, e-pad an trubuilhoù war an harzoù Sinaat-ha-Tibetat, rak mont a reas dek devezh pe pemzek d'un den war varc'h o tont eus Lhasa da dizhout Derge pe Chamdo. Pa ne blije ket ar gemennaden da Dsang e kemme anezhañ; pa zisplije dezhañ a-grenn, ne gase ket anezhañ"[20].

E 1935 e oa ganet ar XIVvet Dalai Lama, Tenzin Gyatso en Amdo e reter Tibet hag anavezet e oa evel an adenkorfadur diwezhañ. Kaset e oa da Lhasa e 1937 ha diwezhatoc'h, e 1939, e oa lidet e zonedigezh gant ul lid ofisiel. E 1943 e anavezas gouarnamant ar Stadoù-Unanet en un doare ofiziel e oa eus Tibet ul lodenn eus Sina[21] E 1944, e-doug an Eil Brezel Bed, daou alpaer a orin eus Aostria, Heinrich Harrer ha Peter Aufschnaiter a erruas e Lhasa, ma teuas Harrer da vezañ kulator ha mignon an Dalai Lama yaouank. Kelenn a reas dezhañ un anaoudegezh vat eus sevenadur broioù ar c'hornôg hag eus ar gevredigezh vodern, a-raok bezañ rediet da vont kuit e 1959.

Dalc'h Republik pobl Sina[kemmañ]

Na Republik Pobl Sina na Republik Sina n'o deus paouezet biskoazh da c'houlenn adsevel aotrouniezh Sina war Tibet. E 1950 e teuas Arme Dieubiñ ar Bobl da aloubiñ tolead tibetat Chamdo, ha ganti e voe skubet arme Tibet, dister hag armet fall[22] Abaoe ma oa bet sinet an Skrid-emglev e seitek poent, e 1951, eo bet lakaet Tibet e-barzh Republik Pobl Sina en un doare ofisiel. Hervez ar skrid-emglev-se etre gouarnamant Tibet ha hini Sina, e tlee al lodenn eus Tibet a oa bet dindan an Dalai Lama dont da vezañ un tolead emren-kenañ eus Sina.

A-raok 1951, hervez antropologourien, lod bras eus annezidi Tibet a oa served ("mi ser"),[23][24][25][26] stag alies ouzh un douar perc'hennet gant manatioù ha tudjentil. Tibetiz en harlu o deus lavaret ez ae ar served hag o mistri d'ober ul lodenn vihan eus kevredigezh an Tibet, hag e vije aet o bro war vodernaat hec'h-unan hep emell Sina. Diouzh e du e lavar gouarnamant Sina e oa served eus ar pep brasañ eus Tibetiz c'hoazh e 1951[27], ha disklêriet en deus e vire gouarnamant Tibet ouzh diorroadur ar vro-se e-doug e brantad emrenerezh etre 1913 ha 1959, ha ma enebe ouzh strivoù gouarnamant Sina da vodernaat ar vro[27].

Ar skrid-emglev sinet e 1951 a oa lakaet e pleustr da-gentañ el lodennoù eus Tibet a oa renet gant meslestradur an Dalai Lama (Ü-Tsang ha kornôg Kham).

Koulskoude e selle Sinaiz ouzh Kham ar reter hag Amdo (Qinghai) evel broioù na oant ket dindan melestradur gouarnamant Tibet e Lhasa. Abalamour da se e oa bet graet enni evel en ur broviñs sinaat all hag adingalet e oa an douaroù penn-da-benn. Kemeret e voe ar pep brasañ eus an douaroù digant an dudjentil hag ar manatioù hag ingalet e voent d'ar served. Abalamour da se e tarzhas un emsavadeg renet gant tudjentil ha manatioù en Amdo hag e reter Kham e miz Even 1956. An emsavadeg a oa harpet gant ar CIA, en em ledas betek Lhasa. trec'het e voe e 1959. E-pad an darvoudoù e oa lazhet degadoù a viliadoù a Dibetaned. tec'hout a reas ar XIVvet Dalai Lama hag ar gouarnamant da India, en harlu, met derc'hel a reas lod da stourm e Tibet betek 1972 pa baouezas ar CIA da harpañ an harzherezh. Goude emsavadeg Lhasa e 1959, e vihanaas gouarnamant Sina live emrenerezh kreiz Tibet, hag a gasas da benn un adingaladeg eus an douaroù en holl Dibet.

D'ar 5 a viz Even 1959, Purshottam Trikamdas, Avokad henaour e lez-uhel India, a ginnigas un danevell diwar-benn Tibet da vodadeg etrebroadel ar wiraourien (an NGO). Er brezegenn graet evit ar gazetennerien a-zivout an danevell e lenner er rannbennad 26 :

“ diwar ar fedoù disklêriet a-us e c'haller diferañ ar pezh zo da-heul : … (e) Sellet pizh ouzh kement hevelep prouenn en deus bet ar vodadeg hag ouzh ar re a zeu eus mammennoù all ha kas an oberoù azas da benn, ober mennozh ar vodadeg peurgetket diwar-benn gouzout hag eñ ez eo prouet an torfed gouennlazh — a ziskreder anezhañ kalz war Sinaiz dija — ha ma'z eo prouet, reiñ lusk d'an oberoù rakgwelet e feur-emglev 1948 diwar-benn ar gouennlazh ha gant Karta ar Broadoù Unanet da stourm ouzh an ober-se ha da gavout un digoll a jaoj[28]

E 1989 e oa aotreet ar Panchen Lama da zistreiñ da Shigatse gant gouarnamant Sina a-benn ar fin, e lec'h ma reas ur brezegenn dirak un engroez a 30 000 den ha ma teskrivas ar pezh a wele evel poan Tibet hag an droug a oa graet d'e vro en anv an adreizhadenn sokialour dindan dalc'h ar Strollad Komunour Sinaat. Tost e oa e gomzoù d'ar pezh a oa skrivet er sinadeg en doa kinniget da Zhou Enlai e 1962[29]. Pemp devezh diwezhatoc'h e varvas diwar ul lamm-kalon d'an oad a 50 vloaz[30].

Derc'hel a ra Republik Pobl Sina da zeskrivañ e ren e Tibet evel ur wellaenn vras, met derc'hel a ra gouarnamantoù estren zo da sevel o mouezh bep ar mare a-zivout an doare ma talc'h Tibet abalamour d'an testenioù diwar-benn gwallerezh gwirioù mab-den e Tibet a-berzh strolladoù evel an "Human Rights Watch". Holl ar gouarnamantoù, avat, a anavez mestroni Republik Pobl Sina war Dibet hiziv, hag hini ebet n'en deus anavezet gouarnamant Tibet en harlu en India.

E 2005, ar c'hentañ maodiern Wen Jiabao en doa kinniget kaozeal gant ar XIVvet Dalai Lama diwar-benn Tibet, gant ma tilezfe goulenn an dizalchiezh. Lavaret a reas an Dalai Lama en un atersadenn gant ar South China Morning Post : "Fellout a ra dimp bezañ ul lodenn eus Republik Pobl Sina, da gaout he gouarnamant hag he gwarant da wareziñ hon sevenadur tibetat, hor speredelezh hag hon endro[31]. Disklêriet en doa dija e tigemerfe mestroni Sina war Dibet met pouezet en doa war un emrenerezh gwirion war dachenn ar relijion hag ar sevenadur. Ar gouarnamant tibetat en harlu a c'houlennas ur respont digant gouarnamant Sina[32]. Displijet e oa lod eus Tibetiz en harlu, e-touezh ar rummadoù yaouank dreist-holl[32].

E miz Genver 2007 e tisklêrias an Dalai Lama, e-doug un atersadenn evit ur chadenn skinwel prevez : "Ar pezh a c'houlennomp digant gouarnamant Sina zo muioc'h a emrenerezh d'an Dibetiz da wareziñ o sevenadur." Lâret a reas ouzhpenn en doa lavaret da Dibetiz nompas soñjal oc'h en em ziazezañ war an istor hag asantiñ e oa Tibet ul lodenn eus Sina[33].

Mennozh an Dibetiz en harlu[kemmañ]

E 1991 e lavaras an Dalai Lama e oa lakaet war sav un "Apartheid sinaat," gant an drevadennerien sinaat e Tibet. Disklêriañ a rae : "An drevadennerien sinaat nevez o deus krouet ur gevredigezh all : un apartheid sinaat a c'hourdrouz flastrañ ha lonkañ Tibetiz en diwezh, pa nac'h dezhe ur statud ekonomikel ha sokial en o bro dezhe o-unan."[34][35]. Ar melestradur tibetat kreiz a zisklêr ez eo tost niver ar re re zo marvet e-doug al Lamm Bras War-raok, diwar ar feulster, pe diwar abegoù dieeun all abaoe 1950, da 1,2 milion a dud[36]. Hervez Patrick French, bet rener ar c'houlzad "Free Tibet" diazezet e Londrez, hag un harper eus Kaoz Tibet, a oa bet gouest da sellet ouzh an titouroù hag ouzh ar jedadennoù, n'hallfer ket fiziañ er vrasjedadenn-se abalamour ma ne vije ket bet gouest Tibetiz da implijout an titouroù mat a-walc'h evit kaout un disoc'h gwirheñvel. Diouzh French e oa diazezet an niver-se war atersadennoù repuidi, met miret e veze ouzh re an diavaez da welet an titouroù diazez. French, hag a zeuas a-benn da sellet oute, ne gavas anv ebet, met "lakaet e vije bet niveroù choazet dre zegouezh, war a seblant, e pep rann, hag e vije bet kopiet traoù hep o gwiriañ."[37]. Ouzhpenn e kavas ne oa e-touez an 1,1 milion a dud varv enrollet, ken 23 364 maouez (Ar pezh a dalvez e oa marvet 1,07 milion a dud diwar hollad ar boblañs val a oa eus 1,25 milion a dud). Skrivet en deus an tibetologour Tom Grunfeld ne oa prouenn asur ebet eus ar sifroù-se."[38]. Bez e oa bet kalz marvioù koulskoude, marteze kement ha 400 000 den. Muchet eo an niver-se diwar jedadennoù graet gant Warren W. Smith diwar census Tibet a ziskouez e vank 200 000 den e Tibet.[39][40] Memes Levr du ar gomunouriezh, a vez dizemglev diwar e benn, a ziskouez douetañs war ar an niver a 1,2 milion a re varv. Disklêriañ a ra e oa 2,8 milion a dud er boblañs tibetat e Republik Pobl Sina e 1953, hervez ar census sinaat, met 2,5 milion hepken e 1964! Hervezañ e vefe marvet 800 000 den hag e vefe bet bac'het kement ha 10% eus Tibetiz, gant nebeut anezhe chomet bev war-lerc'h[41]. Istimet o deus an demografourien sinaat e oa tec'het 90 000 eus an 300 000 Tibetad "a vank" er-maez ar vro.[42]

Gouarnamant Tibet en harlu a lavar ivez ez eus kaoz eus gwir ar bobl tibetat da zivizout e amzer da zont e-unan. Disklêriet en deus an Dalai Lama e youl da vreutaat gant Sina diwar-benn un emrenerezh gwirion. Hervez ar gouarnamant en harlu hag ar strolladoù dizalc'hour tibetat, ar pep brasañ eus Tibetiz a c'houlenn atav dizalc'hiezh klok an Tibet. An Dalai Lama a wel ar milionoù embroidi han degaset gant gouarnamant Sina hag ar politikerezh sokioekonomikel, evel ur gourdrouz mallus evit ar vroad tibetat dre ma laer an danvezioù diaoz talvoudus evit an armerzh ha ma voug sevenadur Tibet. En desped d'an taolioù-arnod nevez da adsevel neuz ar sevenadur tibetat orin evit sachañ touristed, eme ar strolladoù tibetat en harlu, ez eo kemmet an doare bevañ hengounel tibetat da viken bremañ. Tashi Wangdi, dileuriad an Dalai Lama, en deus lavaret e-doug un atersadenn e vez pourchaset peadra da annezañ en Tibet d'ar Siniz han gant ar programm sinaat evit diorroen Sina ar c'hornôg. Forzh peseurt gweladenner evel un tourist a c'hall en gwelet, holl an diorroadur a vez graet er c'hêrioù sinaat. Annezidi orin ar vro zo lezet muioc'h-mui a-gostez."[43]

Ur marc'had repuidi tibetat e Ladakh, en India.

Gouarnamant Sina a lavar e oa bet displijet Hu Yaobang, sekretour hollek ar strollad komunour sinaat, pa weladennas Lhasa e 1980 pa zizoloas ne'n doa ket emrenerezh a-walc'h ha ma chome dister diorradur ar rannvro e-kichen hini ar proviñsoù amezek. Kemmet e oa choazoù ar politikerezh, en o zouez advuhezekaat sevenadur, relijion ha yezh Tibet[44]. Abaoe neuze, ar gouarnamant kreiz e Tibet en deus lavaret en doa roet ar pep brasañ eus ar frankiz relijion, daoust da destenioù eus ar c'hontrol strishoc'h lakaet e plas gant ar gouarnamant war ar manatioù tibetat. Koulskoude, e 1998 tri manac'h ha pemp leanez zo marvet en toull-bac'h, diwar taolioù ha boureviadurioù abalamour m'o doa huchet luganioù a-du gant an Dalai Lama ha dizalc'hiezh an tibet.[45]. Kalz Tibetiz a zalc'h da glask tec'hout Tibet.

Raktresoù zo er programm armerzhel da ziorren Sina ar C'hornôg, hag a vefe bet mat evit an Tibet da lâras ar Strollad Komunour Sinaat, evel an hent-houarn Qinghai-Tibet, o deus roet nec'hamant rak a-drugarez dezhañ e c'hall an arme sinaat degas soudarded buanoc'h hag an Haned a c'hall embroañ aesoc'h[46]. Bez’ ez eus atav un digempouez en orin etnek er re zo anvet er servijoù sivil hag er servijoù justis e Rannvro Emren Tibet, ha nebeut-kenañ a Dibetiz a vez anvet er postoù-se[47].

Mennozh Strollad Komunour Sina[kemmañ]

Disklêriañ a ra gouarnamant Republik Pobl Sina ne oa bet graet netra gant gouarnamant Tibet da wellaat stad buhez Tibetiz war an dachen ekonomikel ha politikel pa oa e penn ar vro etre 1913 ha 1959, ha ma oa bet a-enep an holl adreizhadennoù kinniget gant gouarnamant Sina. Hervez gouarnamant Sina ez eo an abeg ma oa aet tennoc'h an darempredoù etre lod eus pennadurezhioù ar gouarnamant kreiz ha gouarnamant lec'hel Tibet e 1959[27]. Gouarnamant Republik Pobl Sina a zistaol ivez an tammall e vije fallaet buhez Tibetiz ha lavaret a reont eo bet gwellaet o buhez forzh pegement e-keñver ar pezh a oa kent 1950.[48]. Etre 1951 ha 2007, ar boblañs tibetat e lodenn Tibet meret gant Lhasa zo tremenet eus 1,2 milion da 3 milion. Meneget eo da-heul ar gounidoù tennet gant Tibet zo da lakaat war gont renerezh gouarnamant Sina hervez hemañ. Labourerien Tibet o deus ar goproù zo an eil uhelañ e Sina,[49]. Rannvro emren Tibet en deus 22500 km hentoù-real, pa n'en doa hini ebet e 1950. Krouet eo bet holl an deskadurezh laik e Rannvro emren Tibet goude an dispac'h. Bout a ra 25 skol-uhel imbourc'h pa ne oa hini e 1950. Diskennet eo feur mervel ar vugale eus 43% e 1950 da 0,661% e 2000. Savet eo ar spi da vevañ eus 35,5 bloaz e 1950 da 67 e 2000. Dastumet hag embannet eo bet an oberenn hengounel anvet Gwerz-veur ar roue Gesar, zo an hirañ meurgan er bed hag e oa bet dalc'het gant an hengoun dre gomz hepken betek-henn. 300 milion Renminbi a vije bet postet abaoe ar bloavezhioù 1980 evit gwareziñ ha derc'hel e ratre manatioù Tibet[50].

An Dispac'h sevenadurel hag ar gaou en deus graet ouzh ar sevenadur en holl Republik Pobl Sina a vez kondaonet peurliesañ eno evel ur gwallreuz broadel, a zo bet barnet he atizerien bennañ, hervez Republik Pobl Sina, "Pare ar Pevar". Ar raktres evit diorroadur kornôg Sina, hervez Republik Pobl Sina, zo ur pikol embregadeg, madoberus ha brogarour ma skoazell aod ar reter, pinvidikoc'h, broioù kornôg Stad Sina, en o zouez Tibet, da adtapout o dale e-keñver finborte ha doare bevañ.

Darvoudoù 2008[kemmañ]

Pennad pennañ Darvoudoù 2008 e Tibet

D'an 10 a viz Meurzh 2008, deiz-ha-bloaz emsavadeg Tibet a-enep Sina e 1959, ez eus bet manifestadegoù a-enep d'ar galloud sinaat war atiz menec'h. D'ar 14 e washaas an traoù da vat hag en em ledas an darvoudoù e lec'hioù all poblet gant Tibetiz. Mouget e oa an taolioù-dispac'h en un doare feuls. Lazhet e oa tud ha serret e oa Tibet d'an estrañjourien. Keulfe a oa lakaet ivez e Tibet. E miz Ebrel 2008 e oa kondaonet 17 manifester harzet gant ar polis sinaat gant tribunal pobl Lhasa. Roet e oa dezho kastizoù a yae eus tri bloaz prizon betek an toull-bac'h buhez-pad abalamour d'o roll e "taolioù-dispac'h" Lhasa e miz Meurzh[51][52]. Souezhet e oa gouarnamant Sina gant ar from er bed a-bezh. Argas a reas evezhiadennoù ar broioù all en un doare reut. Manifestadegoù taer a oa e Sina a-enep d'ar broioù e-lec'h ma oa bet eneberezh ouzh emzalc'h gouarnamant Sina e Tibet hag evit klask boikotiñ c'hoarioù olimpek 2008 e Beijing.


An tibeteg[kemmañ]

Implijet eo an tibeteg gant Tibetiz, ur yezh eus familh ar yezhoù sinek-tibetek.

Ar relijion[kemmañ]

Ur manac'h yaouank e Labrang

Teir relijion a gaver e Tibet : ar voudaegezh, ar bon hag an islam.

Ar Voudaegezh[kemmañ]

Tibet eo kreizenn hengounel ar voudaegezh tibetat, ur seurt Vajrayana a-ziforc'h, zo kar ivez da hengoun ar voudaegezh Shingon e Bro-Japan. Kavout a raer ar voudaegezh tibetat n'eo ket hepken e Tibet met ivez e Mongolia, Nepal, Bhoutan, Ladakh, er Republik Bouriat, er Republik Touva, hag e Republik Kalmikia. Ar voudaegezh zo ur relijion hag a oa anezhi er VIIIvet kantved c'hoazh, hag a oa deuet da vezañ hini lod brasañ an dud en XIvet kantved.

Ar Bon[kemmañ]

Ar bon zo anezhi relijion hengounel Tibet. Kemeret eo bet he flas gant ar voudaegezh peurvuiañ, adalek an XIvet kantved.

An islam[kemmañ]

Er c'hêrioù tibetat ez eus ivez kumuniezhioù bihan muzulmaned tibetan, anvet ivez Kache. Savet e oant bet gant divroidi eus teir bro dreist-holl : Kachmir (Kachee Yul e Tibeteg, gwezhall), Ladakh ha broioù turk kreiz Azia. Islam Persia en deus bet ul levezon e Tibet ivez. Goude 1959 ur strollad muzulmiz tibetan a c'houlennas ar vroadelezh indian abalamour d'o gwrizioù istorel e Kachmir ha disklêriañ a reas gouarnamant India e oa keodedourien indiat eus holl vulzulmiz tibetat er memes bloavezh[53]. Bout a ra ivez ur gumuniezh muzulmat sinaat (gya kachee) diazezet mat, a ziskenn eus pobl an Huied eus Sina. War a lavarer e antreas divroidi vuzulmat Kachmir ha Ladakh e Tibet adalek an XIIvet kantved. Kresket en deus ar gumuniezh-se betek mont d'ober ur strollad brasik en-dro da Lhasa.

An armezh[kemmañ]

N'eo ket diorroet brav an armerzh. An obererezhioù pennañ eo ar magañ deñved, ar givri hag ar yaked, an trevadoù ed (e-barzh traoñienn ar Su hag ar Gevred) hag an diskar gwez (er Su). Deuet eo bremañ an touristañ, goude ma n'eo ket sterniet mat c'hoazh, da vezañ ul lod a-bouez eus armerzh ar vro.

Notennoù[kemmañ]

  1. Natural World: Deserts, National Geographic, 23/07/2007
  2. 2,0 2,1 Smith (1996), p. 181
  3. Bell, Charles, Tibet Past and Present, 1924, p. 304
  4. Rubin, Alfred P., "The Position of Tibet in International Law", China Quarterly, 1968, p123
  5. Grunfeld, A. Tom, The Making of Modern Tibet, p65, a lavar : "Koulskoude, an Dalai Lama a nac'has e oa aotreet Dorjieff da varc'hata ur skrid-emglev gant e lizher ha, diouzh an tu all, nag eñ nag e c'houarnamant ne ratifias ar skrid-meglev biskoazh"
  6. 6,0 6,1 Bell, Charles, Tibet Past and Present, 1924, pp150-151
  7. UK Foreign Office Archive: FO 371/1608
  8. Meneget gant Sir Charles Bell, "Tibet and Her Neighbours", Pacific Affairs(Dec 1937), pp. 435–6, ur c'hargiad uhel tibetat a zisklêrias bloavezhioù diwezhatoc'h ne oa "ezhomm ebet eus ur skrid-emglev ; skoazellet hor bije an eil re ar re all bet tro m'hor bije kavet an tu."
  9. Gerard M. Friters, "The Prelude to Outer Mongolian Independence", Pacific Affairs, levrenn 10, Nnn 2 (miz Even, 1937), p. 173f
  10. Alfred L. P. Dennis, "Diplomatic Affairs and International Law 1913", The American Political Science Review, levrenn 8, Nnn 1. (miz C'hwevrer 1914), p. 38
  11. E. T. Williams, "The Relations Between China, Russia and Mongolia", The American Journal of International Law, levrenn 10, Nnn 4 (miz Here 1916), p. 803f
  12. Udo B. Barkmann, Geschichte der Mongolei, Bonn 1999, p. 380f
  13. John Snelling a skriv : "Daoust ma'z eus bet diskred diwar e benn a-wezhioù, ar skrid-emglev Tibet-Mongolia zo bet anezhañ hep mar. Sinet e oa d'an 29 a viz Du 1912 (OS) (diouzh ar deiziadur julian]] - Da lâret eo d'an 8 a vi Genver 1913 hervez an deiziadur gregorian) gant Dorzhiev ha daou dibetad hag a gomze a-berzh an Dalai Lama, ha gant daou vongoliaad kaset gant Jebtsundamba Khutukhtu." Menegiñ a reas neuze skrid klok ar skrid-emglev (e saozneg) from ar "British Public Records Office": FO [Foreign Office] 371 1609 7144: Sir George Buchanan to Sir Edward Grey, St. Petersburg, 11 a viz C'hwevrer 1913. Snelling, John. (1993). Buddhism in Russia: The Story of Agvan Dorzhiev, Lhasa's Emissary to the Tsar. (1993) Element Inc., pp. 150-151; 292. ISBN 1-85230-332-8
  14. Kendalc'h Simla
  15. Mellad 2 ar "Kendalc'h Simla "
  16. Stagadenn ar Simla Convention
  17. Goldstein, Melvyn C., A History of Modern Tibet, 1913–1951, University of California Press, 1989, p. 75
  18. Chambers's Encyclopaedia, levrenn XIII, Pergamaon Press, 1967, p. 638
  19. Danevell gant F.W. Williamson, ofiser politikel breizhveurat er Sikkim, India Office Record, L/PS/12/4175, 20 a viz Genver 1935
  20. Chapman, F. Spencer. Lhasa: The Holy City, p. 96. (1940). Readers Union Ltd., London.
  21. Aide-memoire kaset gant Department of States ar Stadoù-Unanet d'ar c'hannati breizhveurat e Washington, D.C.(d'ar 15 a viz Mae 1943), Foreign Office Records: FO371/35756, meneget gant Goldstein, 1989, p. 386
  22. http://www.globalsecurity.org/military/world/war/tibet.htm
  23. Goldstein, Melvyn, Taxation and the Structure of a Tibetan village, Central Asiatic Journal, 1971, p15: "War-bouez war-dro 300 tiegezh nobl, holl ar wazed hag ar maouezed lik e Tibet a oa served (Mi ser) a veze lakaet dindan 'un aotrou (dPon-po) hervez o lignez, ha perc'hennet gantañ, evit lavaret mod all e veze ar vibien dindan aotrou o zad met ar merc'hed a veze dindan aotrou o mamm."
  24. Goldstein, Melvyn, An Anthropological Study of the Tibetan Political System, 1968, p40
  25. Rahul, Ram, The Structure of the Government of Tibet, 1644-1911, 1962, pp263-298
  26. Grunfeld, A. Tom, The Making of Modern Tibet, p12: "Ar pep brasañ eus pobl Tibet a oa served anezhe, pe evel ma vezent anavet eno, mi ser."
  27. 27,0 27,1 27,2 Jiawei, Wang, "The Historical Status of China's Tibet", 2000, pp 194-7
  28. Tibet — Summary eus un danevell diwar-benn Tibet: diskouezet da Vodadeg etrebroadel ar Wiraourien gant Shri Purshottam Trikamdas, avokad henaour e Lez-uhel India
  29. Sinadeg an dekvet Panchen Lama e 1962
  30. "Panchen Lama Poisoned arrow", BBC, 14/10/2001
  31. "We are willing to be part of the People's Republic of China, to have it govern and guarantee to preserve our Tibetan culture, spirituality and our environment."
  32. 32,0 32,1 Spencer Richard "Tibet ready to sacrifice sovereignty, says leader", The Daily Telegraph, 15/03/2005
  33. "Accept Tibet as part of China", Dalai Lama, The Hindu, 24/01/2007
  34. "Profile: The Dalai Lama", BBC News, 25 a viz Ebrel 2006.
  35. United States Congressional Serial Set, United States Government Printing Office, 1993, p. 110.
  36. 'Tibet: Proving Truth from Facts', The Department of Information and International Relations: Central Tibetan Administration, 1996. p. 53
  37. Barry Sautman, June Teufel Dreyer, Contemporary Tibet: Politics, Development, And Society In A Disputed Region pp. 239
  38. Grunfield, Tom. The Making of Modern Tibet. p. 247.
  39. Tibet, Tibet ISBN 1-4000-4100-7, pp. 278–82
  40. Warren W. Smith, Tibetan Nation: A History of Tibetan Nationalism and Sino-Tibetan Relations ISBN 0-8133-3155-2, p. 600
  41. Black Book ISBN 0-674-07608-7, Internment Est:p. 545, (cites Kewly, Tibet p. 255); Tibet Death Est: p. 546
  42. Yan Hao, 'Tibetan Population in China: Myths and Facts Re-examined', Asian Ethnicity, levrenn 1, No. 1, miz Meurzh 2000, p.24
  43. Interview with Tashi Wangid, David Shankbone, Wikinews, 14 a viz Du, 2007.
  44. http://cc.purdue.edu/~wtv/tibet/article/art4.html Tibet, China and the United States: Reflections on the Tibet Question, gant Melvyn C. Goldstein
  45. Amnesty International, 'Call for accountability for Tibetan deaths in custody in Drapchi Prison'
  46. Train heads for Tibet, carrying fears of change
  47. "Personnel Changes in Lhasa Reveal Preference for Chinese Over Tibetans, Says TIN Report"
  48. Peter Hessler, 'Tibet Through Chinese Eyes', The Atlantic Monthly, miz C'hwevrer 1999
  49. 'High wages in Tibet benefit the privliviged', Asian Labour News, 21 February 2005,
  50. 'Tibet's March Toward Modernization, section II The Rapid Social Development in Tibet', Information Office of the State Council of the PRC, miz Du 2001
  51. La presse canadienne, 29/04/2008
  52. "Emeutes à Lhasa, premiere condamnations", AFP, 29/04/2008
  53. Masood Butt, 'Muslims of Tibet', The Office of Tibet, Genver/C'hwevrer 1994

Liammoù diavaez[kemmañ]

Mini monde chinois.2.png Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.