Azerbaidjan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Azərbaycan Respublikası
Banniel Azerbaidjan Skoed Ardamez Azerbaidjan
Banniel Azerbaidjan Skoed Ardamez
Ger-stur
Lec’hiadur Azerbaidjan
Yezhoù ofisiel Azereg
Kêr-benn Bakou
Statud politikel Republik
Prezidant' Ilham Aliyev
Ministr kentañ Artur Rasizade
Gorread
-En holl
-% dour

86,600 km² 2
dister
Poblañs
- 2011 war-dro
- Stankter ar boblañs

9,165,000[1]


106/km²

Moneiz Manat (AZN)
Kan broadel Azərbaycan Respublikasının Dövlət Himni
Devezh ar vro
Kod war ar Genrouedad .az
Kod pellgomz 994

Azerbaijan (Azerbaijaneg: Azərbaycan, pe el lizherenneg arabek: آذربایجان رسپوبلیکاسی) a zo ur vro eus ar C'haokaz. Lec'hiet etre reter Europa ha mervent Azia emañ riblet gant Mor Kaspia war-du ar reter. Harzoù he deus gant Dagestan (Rusia) war-du an norzh, Jorjia war-du ar gwalarn, Armenia war-du ar c'hornôg hag Iran war-du ar su. Nac'hitchevan, un enezad eus Azerbaidjan he deus harzoù gant Armenia war-du an norzh ha Turkia war-du ar su. Rannvro Nagorno-Karabac'h he deus embannet bezañ dizalc'h e 1991 met n'eo anavezet gant bro arall ebet.

Ur stad lik eo Azerbaijan hag un ezel eus Kuzul Europa eo. Un demokratelezh eo met gant ur pleg aotrouniek.


Orin an anv[kemmañ]

Bez ez eus meur a vartezeadenn diwar-benn orin anv Azerbaidjan. An hini voutinañ a zo e teu eus Atropates, ur satrap persat a savas ur rouantelezh dizalc'h, Atropaten hec'h anv, e gwalarn Iran. Atropates a dalvezfe "gwarezet gant an tan".

Posupl eo ivez e oa Azerbaidjan un eilstumm turkekaet eus Azarbaijan, diskrivadur arabek eus ar perseg Âzarâbâdagân "bro an tan", pe "bro an tan peurbad", ar pezh a dalvezfe da azeuldioù zoroastrek.

Hervez istorourien azerbaijanek 'zo e talvezfe Azerbaidjan "Bro ar Bobl Az Gadarn".

Istor[kemmañ]

Pennad pennañ : Istor Azerbaidjan

Annezidi gentañ ar pezh a zo hiziv Azerbaidjan e oa albaniz ar C'haokaz, ur bobl kaokazek he yezh. Goudezo e voe aloubet ar vro gant pobloù niverus, ar bersed, ar romaned, an armeniz, an arabed, an durked, ar rused en-o-zouez.

[[Fail:Azerbaigian-baku2.jpg|thumb|300px|Sebuah batu prasasti dalam bahasa Albania kuno, ditemui di bandar Mingachevir, Azerbaijan.]] En IXvet kantved kent Jezuz-Krist e voe dalc'het ar vro gant rouantelezh Mannae a badas betek e stagidigezh gant an impalaeriezh vedat e 616 kt J-Z. E 549 kt J-Z ez eas d'un darn eus an impalaeriezh ac'hemenidek. Ar satrapelezhioù Atropaten ha Albania ar C'haokaz a voe savet er IVvet kantved kt J-Z. Enderc'hel a raent ar pezh a zo Azerbaidjan ha Dagestan hiziv.

Islam en em skignas buan tre goude an aloudibigezh arab er VIIvet hag en VIIIvet kantved. Pa ziskaras ar C'halifad Abasid en em furmas un nebeut rouantelezhioù emren, Shirvanshah en o zouez. En XIvet kantved e voe aloubet ar rannvro gant an Durked Seljouk a lakajont o yezh hag o sevenadur war ar vro. En XIIIvet hag er XIVvet kantved e voe gwasket Azerbaidjan gant ar Vongoled.

D'un darn eus an impalaeriezh Savafidek ez eas ar vro er XVvet kantved. Dindan kontrol Persia e chomas betek an XVIIIvet kantved. E-pad eil hanterenn an XVIIIvet kantved ha deroù an XIXvet kantved e savas pennoù lec'hel rouantelezhioù emren, dindan aotrouniezh zamkaniel an dierniezh bersiat Qajar. Ne badjont ket hir, avat. Goude he zrec'h e brezelioù 1804 - 1813 ha 1826 - 1828 e stagas an impalaeriezh rusat ar vro dre feur-skridoù Gulistan e 1813 ha Turkmenchay e 1828.

Goude freuzadur an impalaeriezh rusat e 1918 ez eas Azerbaidjan, asambles gant Jorjia hag Armenia d'un darn eus Republik Demokratel Gevredel Treuzgaokazia. Homañ en em zielfennas buan, avat, hag en em embann dizalc'h a reas Azerbaidjan e Mae 1918. Republik Demokratel Azerbaidjan a vo ar republik vuzulman gentañ er bed met ne badas nemet daou vloavezh. E 1920 e aloubas ar vro al Lu Ruz ha d'un darn eus republik soviedel Treuzgaokazia ez eas e miz Meurzh 1922. Republik Treuzgaokazia a voe disrannet e 1936 etre republikoù soviedel Armenia, Jorjia hag Azerbaidjan.

E 1990 manifestadegoù evit dieubidigezh ar vro a voe gwasket gant al Lu Ruz. He frankiz a adkavas ar vro e 1991, avat, goude freuzadur an Unaniezh Soviedel. E-pad ar bloavezhioù kentañ e dieubidigezh e voe ret da Azerbaidjan da vrezeliñ ouzh ar gouarnamant disrannidigel Nagorno-Karabac'h. N'eo ket diskoulmet ar gudenn desped d'un arsav sinet e 1994. Adalek fin ar brezel e talc'h an armeniz 16% eus tachenn Azerbaidjan ha gant an div vro ez eus kudennoù armerzhel bras hag a repuidi.

Goude ar brezel e arnodas prezidant Heydar Aliyev da welaat armerzh ar vro dre implijout he feadraoù eoul-maenek. War zigresk eo aet an dilabour met kudennoù politikel bras a zo c'hoazh gant ar vro. Goude marv Heydar Aliyev, e 2003, e voe dilennet e vab Ilham Aliyev prezidant. Abeget eo an dilennadeg-se gant an enebouriezh.

Politikerezh[kemmañ]

Ilham Aliyev, prezidant Azerbaidjan.


Ur republik brezidantel eo Azerbaidjan. Ar prezidant a zo dilennet evit pemp bloavezh hag envel a ra an holl izili eus kuzul ar vinistred. Al lezennoù a vez votet gant ur parlamant a 50 ezel dilennet gant ar bobl. E 18 vloaz eo oad-gour.

Dilennadeg 2003[kemmañ]

Hervez ar C'huzul Kreiz Dilennel e tegemeras Isa Gambar, penn strollad pennañ an enebouriezh, 14% ar mouezhioù tra oa gant Lala Şövkat, penn an Emsav evit an Unvaniezh Vroadel 3,6% hepken. Hervez an OSCE, Kuzul Europa hag Human Right Watch e voe bet faozekaet an disoc'hoù.

Meur a aozadur etrevroadel dizalc'h hag a eveshae an dilennadeg o deus disklaeriet en-doa gounezet Isa Gambar. Hervez reoù arall e tlefed aozañ un eil tro.

E 2005 he deus Azerbaidjan aozet dilennadegoù lezennel. Un ezel eus Kuzul ar Gwirioù Denel nevez betek an 19 a viz Even 2006.

Melestradurez[kemmañ]

Kartenn raionoù Azerbaidjan

Rannet eo Azerbaidjan e 59 raion (rayonlar; unan. - rayon), 11 kêr (şəhərlər; unan. - şəhər) hag ur republik emren (muxtar respublika) Nac'hitchevan, hag a zo rannet e 7 raion hag ur gêr. Bakou eo kêrbenn Azerbaidjan.

  1. Absheron (Abşeron)
  2. Agjabadi (Ağcabədi)
  3. Agdam (Ağdam)
  4. Agdash (Ağdaş)
  5. Agstafa (Ağstafa)
  6. Agsu (Ağsu)
  7. Ali Bayramli kêr (Əli Bayramlı)
  8. Astara
  9. Baku kêr (Bakı)
  10. Balakan (Balakən)
  11. Barda (Bərdə)
  12. Beylagan (Beyləqan)
  13. Bilasuvar (Biləsuvar)
  14. Jabrayil (Cəbrayıl)
  15. Jalilabad (Cəlilabad)
  16. Dashkasan (Daşkəsən)
  17. Davachi (Dəvəçi)
  18. Fizuli (Füzuli)
  19. Gadabay (Gədəbəy)
  20. Ganja kêr (Gəncə)
  21. Goranboy
  22. Goychay (Göyçay)
  23. Hajigabul (Hacıqabul)
  24. Imishli (İmişli)
  25. Ismailli (İsmayıllı)
  26. Kalbajar (Kəlbəcər) (e darn e Nagorno-Karabakh)
  27. Kurdamir (Kürdəmir)
  28. Lachin (Laçın)
  29. Lankaran (Lənkəran)
  30. Lankaran kêr (Lənkəran)
  31. Lerik
  32. Masally (Masallı)
  33. Mingachevir kêr (Mingəçevir)
  34. Naftalan kêr
  35. Neftchala (Neftçala)
  36. Oguz (Oğuz)
  37. Qabala (Qəbələ)
  38. Qakh (Qax)
  39. Qazakh (Qazax)
  40. Qobustan
  41. Quba
  42. Qubadli (Qubadlı)
  43. Qusar
  44. Saatly (Saatlı)
  45. Sabirabad
  46. Shaki (Şəki)
  47. Shaki kêr (Şəki)
  48. Salyan
  49. Shamakhi (Şamaxı)
  50. Shamkir (Şəmkir)
  51. Samukh (Samux)
  52. Siazan (Siyəzən)
  53. Sumqayit city (Sumqayıt)
  54. Shusha (Şuşa) (darn Nagorno-Karabakh)
  55. Shusha city (Şuşa) (darn Nagorno-Karabakh)
  56. Tartar (Tərtər) (e darn e Nagorno-Karabakh)
  57. Tovuz
  58. Ujar (Ucar)
  59. Khachmaz (Xaçmaz)
  60. Khankendi city (Xankəndi) (kêrbenn Nagorno-Karabakh, anvet Stepanakert gant e annezidi)
  61. Khanlar (Xanlar)
  62. Khizi (Xızı)
  63. Khojali (Xocalı) (darn Nagorno-Karabakh)
  64. Khojavend (Xocavənd) (darn Nagorno-Karabakh)
  65. Yardymli (Yardımlı)
  66. Yevlakh (Yevlax)
  67. Yevlakh city (Yevlax)
  68. Zangilan (Zəngilan)
  69. Zaqatala
  70. Zardab (Zərdab)

Republik emren Nac'hichevan[kemmañ]

  1. Babek (Babək)
  2. Julfa (Culfa)
  3. Kangarli (Kəngərli)
  4. Kêr Nakhichevan (Naxçıvan Şəhər)
  5. Ordubad
  6. Sadarak (Sədərək)
  7. Shakhbuz (Şahbuz)
  8. Sharur (Şərur)

Douarouriezh[kemmañ]

Kartenn Azerbaij

Enderc'hel a ra Azerbaidjan 9 eus 11 kelc'hiad hinel ar bed. Sec'h eo gant hañvioù tomm ha goañvioù klouar. Hervez an amzer hag al lec'h e kemm an temperadur. E izeldirioù ar gevred ez eo 6 °C e-pad ar goañv ha 26° e-pad ar goañv hag e c'hell tizhout 32 °C e-pad an deizioù tommañ. Er menezioù ez eo an temperadur war-dro 12 °C e-pad an hañv ha -6 °C e-pad ar goañv.

Glaviañ a ra etre 200 ha 400 mm pep bloaz. Ar biz eo ar rannvro sec'hañ tra ma'z eo kalz glepoc'h ar gevred lec'h ma kouezh 1300 mm. An nevezamzer hag an diskaramzer eo ar prantadoù glepañ.

Armerzh[kemmañ]

War ar greanterezh eo diazezet armerzh Azerbaidjan. Oberiañ ardivinkoù, an eoul-maen hag e burerezh, greanterezh ar gwiadoù hag ar greanterezh kimiek a ya d'ober anezhañ. Un trede eus ar PGB a brodu al labour-douar. Darn vrasañ ar feurmoù a zo douret. En izeldirioù e c'hounezer frouezhioù, edoù, koton, te ha butun. Preñv-seiz a vager ivez evit greanterezh ar gwiadoù. En uheldirioù e vager saout, deñved ha givri. Kaviar a broduer er Mor Kaspia.

A-drugarez d'an eoul-maen, hag a zo fonnus a-walc'h er Mor Kaspia, e kresk a 11% pep bloaz armerzh Azerbaidjan.

Demografiezh[kemmañ]

War-dro 9 milion a dud zo en Azerbaidjan. 95% anezho a zo Azeriz. An Azeriz eo ivez minorelezh vrasañ Iran. Ar vinorelezh niverusañ eo ar Rused (1,8%). Niverusoc'h e oant kent an dieubidigezh met kalz anezho a zo divroet. Pobloù "dagestanek" bihan a vev a-hed an harzoù gant Rusia. Ar re bennañ eo al Lezgiz, an Avariz, hag an Dsakured. Kavout a reer ivez pobloù bihanoc'h evel ar Buduc'hed, an Udined, ar Gryted hag ar c'hinaluged.

Enderc'hel a ra Azerbaidjan strolladoù bihan a Jorjiz, Gurded, Dalyched, Datared hag Ukrainiz. War-dro Quba e vev an Dated, anvez ivez Yuzevien ar Menezioù, a gaver e Dagestan ivez. Kalz anezho a oa divroet da Israel e-pad ar bloavezhioù diwezhañ daoust m'eo aet mentadur an dispartioù da c'houstadikoc'h. An Armeniz a oa niverus e-pad ar marevezh soviedel met tec'het ez int e-pad brezel Nagorno-Karabac'h. Hogozik an holl anezho a zo o chom er republik disrannidigel hiziv.

93,4% eus annezidi Azerbaidjan a zo muzulmiz. 85% anezho a berc'henn d'ar chiyiezh daouzekek. Muzulmaned Sunniek a gaver ivez, hag un nebeut a gristenien, ortodoksed armeniat dreist holl. An Dated e Quba hag un nebeud achkenazed zo yuzev.

Etnioù e poblañs Azerbaidjan[kemmañ]

Etni Niver (1979) Feur Niver (1989) Feur Niver (1999) Feur
Hollad 6.026.500 % 100 7.021.178 % 100 7.953.438 %100
Azeried 4.708.800 % 78,13 5.804.980 % 82,68 7.205.464 % 90,6
Turked 7.900 % 0,13 17.705 % 0,25 43.400 % 0,55
Tatared 31.400 % 0,52 28.019 % 0,48 30.000 % 0.38
Rused 475.300 % 7,88 392.304 % 5,59 141.687 % 1,78
Ukrainiz 26.400 % 0,43 32.345 % 0,46 29.000 % 0,36
Jorjiz 11.400 % 0,18 14,200 % 0,20 14.900 % 0,18
Armeniz 475.500 % 7,89 390.505 % 5,56 120.700 % 1,52
Taliched - - 21.169 % 0,3 76.800 % 0,97
Yuzevien 35.500 % 0,58 30.700 % 0,44 8.900 % 0,11
Kurded 5.700 % 0,17 12.226 % 0,17 13.100 % 0,16
Lezgied 158.100 % 2,62 171.395 % 2,44 178.000 % 2,24
Avariz 36.000 % 0,59 44.072 % 0,63 50.900 % 0,64
Sakouriz 8.500 % 0,14 14.200 % 0,20 15.900 % 0,19
Oudined 5.800 % 0,09 6.100 % 0,08 4.100 % 0,05
All 40.200 % 0,66 41,500 % 0,59 9.600 % 0,12

Sevenadur[kemmañ]

An azereg eo yezh ofisiel Azerbaidjan. E familh ar yezhoù turkek emañ ha gant 95% eus poblañs Azerbaidjan ha 25% eus poblañs Iran e vez komzet. Ar yezhoù tostañ d'an azereg eo an turkeg hag an Turkmeneg. Un darn vras eus poblañs ar c'herioù a gomz rusianeg ivez.

Luc'hskeudennoù Azerbaidjan[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ]

  1. The International Population Day, The demographic situation in Azerbaijan, The State Statistical Committee of the Republic of Azerbaijan, 11 July 2011