Frouezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Frouezh e marc’had La Boqueria, e Barcelona.

Ar frouezh zo, evit al louzawourien, organoù plant, anezho vierezoù darev diwar bleunioù bet frouezhet hag enno an had a roio plant nevez. Er yezh pemdez avat e talvez ar ger frouezh da envel bouedoù sukret taolet gant ar plant. Traoù zo a c’hall bezañ « frouezh » evit al louzawourien (arbennigourien war ar plant), tra ma vez graet « legumaj » anezho gant ar braz eus an dud war ar pemdez (ar maiz, an tomatez pe ar berjinez). Er yezh pemdez ne reer frouezh nemet eus ar re zo sukret (an avaloù, ar bananez...).

Da betra e talvez ar frouezh[kemmañ]

Evit ar plant o devez ar frouezh div gefridi vras :

  1. Derc’hel enno ha gwareziñ an had
  2. Sikour da strewiñ an had
  3. Dedennañ al loened a c’hallfe strewiñ an had

Gant al loened e vez debret ar frouezh ha ganto e vez strewet an had a adkaver en o c’haoc’h. Evel-se e sikouront ar plant d’en em ledañ, en un doare dieeun, ha gallout a ra ar re-se teurel frouezh en-dro, gwelloc’h-gwellañ.

Kalz frouezh zo bras o zalvoudegezh evit an dud, dre ma roont dezho boued pe danvez krai. Gallout a reont dont eus gwez (evel an avaloù pe an abrikez) pe eus plant geotennek (evel ar sukrin). Frouezh sec'h a reer eus ar re n’eus ket kalz a zour enno.

Un nebeud frouezh[kemmañ]

Un dibab frouezh a bep seurt

Sed amañ frouezh anavezet en hor bro : abrikez, alamandez, ananaz, aval, aval-ar-baradoz, aval-stoub, avoukez, bananez, datez, fiez, flamboez, greunadez, kaki, kastrilhez, kerez, kistin, kiwi, kraoñ-kokoz, kraoñ, kraoñ-kelvez, lus, mandarin, mangez, mesper, mouar, orañjez pe aouravaloù, pastekez, pechez, per, pechez, prun, rezin, sitron pe suravaloù, sivi, sukrin.

Evit ur seurt frouezh e kaver alies meur a ouenn. Da skouer evit an avaloù emañ ar seurtadoù Golden Delicious, Gala, Braeburn, Pink Lady, Granny Smith ; evit ar per emañ ar seurtadoù Conférence, Doyenné du Comice, Williams ; evit an orañjez Navel, Navelina, Jaffa.

Plas ar frouezh er boued[kemmañ]

Gant pep seurtad frouezh e vez ur blaz hag ur c’hwezh dibar ha ganto ivez ez eus talvoudegezhioù disheñvel a-fet magadur, hervez an elfennoù kimiek a gaver enno. Enno e kaver :

  • Dour : ouzhpenn 80% ha betek 90% eus danvez ar frouezh zo graet a zour. Abalamour da se e talvez ar frouezh da zistanañ.
  • Glukid : etre 5% ha 18% eus danvez ar frouezh zo glukid. Gallout a ra an dregantad-se bezañ kemm-digemm hervez ar seurtad hag hervez pegen darev eo ar frouezh. carbohidrats són generalment Sukrennoù eeun eo ar glukid-se peurvuiañ, evel ar fruktoz, ar glukoz…, sukrennoù zo aes da lonkañ ha da ziazezañ. Er frouezh n’int ket darev a-walc’h ne gaver ket kement anezho.
  • Gwiennoù : war-dro 2% eus danvez ar frouezh zo gwiennoù boued. En o zouez kaver dreist-holl pektin ha hemikelluloz. E plusk ar frouezh, dreist-holl, emañ ar gwiennoù-se, met ar plusk-se a c’hall bezañ kontammet ivez, gant astuzlazherioù da skouer, fall evit yec’hed an dud.
  • Vitaminoù : evel ar vitamin C pe re ar strollad B. Hervez ar c’hementad vitamin zo enno e c’haller dispartiañ ar frouezh e div familh vras :
  1. Ar re zo stank enno ar vitamin C : enno e vez 50 mg a vitamin C e pep 100g a frouezh. E-touez ar frouezh-se e c’haller menegiñ ar sitron, ar sivi, ar sukrin, ar c’hiwi.
  2. Ar re zo stank enno ar vitamin A : enno e kaver karoten e-leizh, evel en abrikez, ar pechez, ar prun...
  • Halioù : elfennoù kimiek zo a gaver er frouezh, kaliom, magneziom, houarn, kalkiom… Pouezus eo an elfennoù-se evit ar frouezh, dreist-holl e-pad kresk an eskern en o c’hreiz. Kaliom eo an elfenn a gaver ar stankañ. E-barzh an abrikez, ar c’herez, ar bananez, ar rpun, ar pechez… e vez kaver ar muiañ.
  • Talvoudegezh e kaloriennoù : dont a ra talvoudegezh ar frouezh, e kaloriennoù, eus ar c’hementad a sukr zo enno, etre 30-80 Kcal/100g. An darn vrasañ eus ar frouezh ne zegasont ket kalz a galoriennoù e-skoaz o fouez (war-bouez frouezh druz zo evel an avoukez).
  • Protein ha druzoni : an elfennoù enno nitrogen (azot), evel ar protein hag al lipid, n’eus ket kalz anezho el lodennoù eus ar frouezh a vez debret, met a-wechoù e kaver ur c’hementad bras anezho er mein pe en eskern zo en o c’hreiz. Etre 0,1 ha 0,5% eus o bouedenn zo druzoni hag etre 0,1 ha 1,5% anezhi zo protein.
  • Frondoù ha livegennoù : er frouezh e kaver ivez trenkennoù ha danvezioù frondus all a ro dezho o blaz hag o c’hwezh.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger Frouezh er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.