Kaki
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kaki (japaneg kaki, diwar kakinoha) a zo frouezh ar wezenn-gaki. Ar wezenn-se a zo dezhi etre 5 ha 10 m uhelder, delioù ledan ha hirgelc'hiek hag a zeu da vezañ ruz d'an diskar-amzer. Ar bleuñvioù a c'hall bezañ gwenn, melen pe glas-gwer. An daou seurt kaki brudetañ a zo anvet hachiya ha fuyu. Frouezh broadel Japan int. A-orin eus reter Sina eo ar c'haki, ha gounezet e vez ivez e Viet Nam, Korea, Liban, Israel, Italia, Stadoù-Unanet, su Frañs hag en Aljeria (e Ain Draham) hag e Maroko (Ain Sobah). Soñjal a reer peurliesañ e teu eus ur frouezhenn all (Diospyros roxburghii), hag a greske ez-naturel e biz India hag en Indosina. Ouzhpenn 2800 seurtad a zo. [1] E broioù' zo evel e Taiwan, e vez soubet er raz.
Taolenn |
[kemmañ] Taolennadur
Kement ha tomatez e vez ar c'haki, hag a liv gant orañjez. Pa vez azv e teu ar plusk da vezañ treuzwelus. Unan eus ar ouenn frouezh ar muiañ a brovitamin A enni eo ivez. E kement frouezhenn a zo e c'haller kavout betek eizh hadenn, ha stag e chom ar c'haki ouzh ar wezenn, memes pa gouezh an delioù. Debret e vez kaki pa vezont azv da vat, ha tost fouest zoken.
[kemmañ] Talvoudegezh vezhurel
| Maguzenn | Talvoudegezh |
|---|---|
| dour | 80 g |
| proteinoù | 0,6 g |
| Lipid | 0,2 g |
| glucid | 19 g |
| gwienn | 1,6 g |
| energiezh | 292,9 kJ / 70 cal |
[kemmañ] Levrlennadur
Sources
- L'encyclopédie visuelle des aliments, Embannadurioù Québec/Amérique, 1996
- L'herbier voyageur, Histoires des fruits, légumes et épices du monde, Embannadurioù plume de carotte