Houarn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pennad houarn-marc'h zo ivez.
Manganez - Houarn - Kobalt
Fe
Ru

taolenn beriodek, Houarn

An houarn a zo un elfenn gimiek, Fe e arouez kimiek ha 26 e niver atomek.

Derc'henn atom an houarn 56 eo an izotop stabilañ a c'haller kavout e-touez an elfennoù kimiek p'eo dezhañ an uhelañ eus an energiezh liammañ.

Kompozad pennañ derc'henn meur ar steredenn hag a blanedenn eo an houarn, met p'eo an houarn an elfenn diwezhañ a c'hell bezañ krouet dre an teuziadur e kreiz ar stered seul m'eo dezho ur mas kevatal da 10 mas heol d'an nebeutañ, n'eus ket da ijinañ e teufe an houarn eus ur gwallreustl evel ur supernova. Kavet e vez ivez e meur a garregad e-barzh pluskenn an Douar.

Perzhioù[kemmañ]

Perzhioù fizikel[kemmañ]

Hervez an temperadur e c'heller kavout an houarn dindan meur a stumm allotropek. Er stadoù normal an aerwask hag ar temperadur eo an houarn ur solud kristalinek, dezhañ ur frammadur diñs gant ur c'horf kreizennet (houarn α), met pa'z a an temperadur ouzhpenn 950 °C ez a da gristalloù diñs gant talioù kreizennet (houarn γ pe austenit) hag ouzhpenn 1 400 °C ez a da gristalloù diñs gant ur c'horf kreizennet en-dro (houarn δ).

Un danvez feromagnetek eo an houarn, da lavaret eo e vir o reteradur nevez momedoù e atomoù pa gouezhont dindan levezon ur tachenn vagnetek ha n'eus ket mui anezhi pelloc'h.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger houarn er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford