Planedenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Gwel arzour eus an ezplanedenn OGLE-2005-BLG-390Lb

E-pad pell ne oa termenadur resis ebet eus ar pezh a oa ur blanedenn. D'ar 24 a viz Eost 2006 ez eus bet degemeret gant an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel (UAE/IAU), e-kerzh hec'h emvod meur, un termenadur eus ar pezh eo ur blanedenn eus Koskoriad an Heol :

Ur blanedenn a zo ur c’horf-oabl hag

  • (a) a gelc’htro en-dro d’an Heol,
  • (b) en deus a-walc’h a vas evit ma c’hallfe e emc’hraviterezh trec’hiñ war nerzhioù reuted ar c’horfoù hag e virout gant ur c'hempouez hidrostatek en ur furm sferek (peuzront), hag
  • (c) en deus distrobet trowardroioù e gelc’htro.

Pe, en ur c'hoskoriad arall

Ne oa ket bet divizet hag-eñ ez eo planedennoù ar c'horfoù pladennek o mas na gelc'htroont ket en-dro d'ur steredenn.

En doare-se ez eus 8 planedenn en-dro d’an Heol (en urzh, adalek an Heol) : Merc'her, Gwener, an Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan.

Dirummet eo bet eta Ploudon hag a zeu da vezañ ur blanedenn-gorr, ur rummad korfoù-oabl all.

Gwelet ivez[kemmañ]