Strollad eus an daolenn beriodek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Taolenn drovezhiek an elfennoù
Ar strolladoù eo ar bannoù.

Ur bann e taolenn drovezhiek an elfennoù[Y 1] eo ar pezh a anver ur strollad e kimiezh ; ur familh a lavarer ivez.
Triwec'h strollad zo, pep strollad o tiskouez an elfennoù eo damheñvel perzhioù fizikel pe gimiek gwiskad elektronek pellañ o atomoù — da lavaret eo o c'harg-kreiz, pa ouzer e vez termenet an darn vrasañ eus perzhioù kimiek un elfenn gant kelc'h-tro an elektron a zo ar pellañ eus nukleüs an atom.

Niverenniñ ar bannoù[kemmañ]

Tri doare zo da niverenniñ ar bannoù.

  • Reizhiad CAS (Chemical Abstract Service) [1]
Ur meskaj etre sifroù roman ha lizerennoù latin eo ar reizhiad CAS.
Eus I da VIII e veze niverennet ar strolladoù ; ouzhpenn e niverenn roman e touge pep strollad ul lizherenn A mard oa an elfennoù izili eus ar strollad pennañ, ha B mard oant eus ar strollad metaloù ardreuzat. [Y 2] En Europa e veze arveret ar reizhiad-se.
  • Reizhiad IUPAC (International Union of Pure and Applied Chemistry) kozh [2]
Heñvel ouzh ar reizhiad CAS da geñver ar sifroù roman eo ar reizhiad IUPAC kozh a veze implijet e Stadoù-Unanet Amerika, met disheñvel eo implij al lizherennoù A ha B : evit rann dehoù an daolenn e oa A, evit ar rann gleiz e oa B.
  • Reizhiad IUPAC nevez
Adal 1988 e tivizas an IUPAC ober gant sifroù arabek hepken, [3] hag e 1990 e voe ar reizhiad nevez embannet en Nomenclature of Inorganic Chemistry. [4]

Ar strolladoù[kemmañ]

Setu amañ strolladoù taolenn vareadek an elfennoù hervez ar reizhiad IUPAC nevez.

Niverennadur IUPAC 1990 IUPAC kozh (Europa) CAS (SUA) Anv
Strollad 1 IA IA Metaloù alkaliek, pe familh al Litiom [5]
Strollad 2 IIA IIA Metaloù prialkaliek pe familh ar Beriliom
Strollad 3 IIIA IIIB Lantanidoù hag Aktinidoù, pe familh ar Skandiom
Strollad 4 IVA IVB Familh an Titaniom
Strollad 5 VA VB Familh ar Vanadiom
Strollad 6 VIA VIB Familh ar C'hrom
Strollad 7 VIIA VIIB Familh ar Manganez
Strollad 8 VIII VIIIB Familh an Houarn
Strollad 9 VIII VIIIB Familh ar C'hobalt
Strollad 10 VIII VIIIB Familh an Nikel
Strollad 11 IB IB Familh ar C'houevr
Strollad 12 IIB IIB Familh ar Zink
Strollad 13 IIIB IIIA Familh ar Bor
Strollad 14 IVB IVA Familh ar C'harbon
Strollad 15 VB VA Familh an Nitrogen (pe: Azot)
Strollad 16 VIB VIA Familh an Oksigen, anvet ivez Kalkuzennoù
Strollad 17 VIIB VIIA Familh an Halogenoù, anvet ivez familh ar Fluor
Strollad 18 Strollad 0 VIIIA Ar Gazoù nobl, anvet ivez familh an Heliom pe familh an Neon
  • N'eus bet roet niverenn strollad ebet d'al Lantanidoù ha d'an Aktinidoù.

Notennoù yezh[kemmañ]

  1. AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh p. 56, Preder, Plomelin, 2008, ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
  2. Metaloù ardreuzat : elfennoù a gaver en trovezhioù 4 betek 7 hag ar strolladoù 3 betek 12 e taolenn vareadek an elfennoù, war-bouez 71Lu Lutesiom a zo ul lantanid ha 103Lr Lawrensiom a zo un aktinid

Notennoù[kemmañ]

  1. Ur rann eus an American Chemical Society eo CAS (en)
  2. Gwelit lec'hienn IUPAC (en)
  3. FLUCK E., New Notations in the Periodic Table, Pure & Applied Chemistry, Levrenn 80, Niv. 3, pp. 431-436, IUPAC, 1988 (en)
  4. LEIGH G. J., Nomenclature of Inorganic Chemistry: Recommendations 1990, Blackwell Science, R-U, 1990 ISBN 978-0-632-02494-0 (en)
  5. An hidrogen eo elfenn gentañ ar strollad 1, hogen n'eus ket ur metal anezhañ ; eil elfenn ar strollad 1 eo al litiom, hag ar c'hentañ metal alkaliek eo, alese anv ar familh.

Levrlennadur[kemmañ]

  • SCERRI Eric R., The Periodic Table — Its Story and Its Significance, Oxford University Press, SUA, 2006 ISBN 978-0-19-530573-9 (en)