Dmitriy Mendeleyev

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mendeleiev

Dmitriy Ivanovitch Mendeleyev pe Mendeleev (ruseg : Дмитрий Иванович Менделеев) a zo bet ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1834 e Tobolsk (Rusia) hag aet da Anaon d'an 2 a viz C'hwevrer 1907 e Sant-Petersbourg (Rusia).

Brudet eo evit e labour war renkadur modern an elfennoù kimiek : bet embannet e 1869 e oa bet anvet an oberenn-se taolenn Mendeleiev. Lavaret en doa e c'halle an danvezioù kimiek bezañ kempennet diwar ur skouer hag a c'hellfe rakwelet galloudoù an danvezioù dianav d'an ampoent (63 elfenn hepken a veze anavezet mat). Kregiñ a reas gant ar skol-veur e 1850. Dont a reas da vezañ pennskiantour ul lise e Krimea e 1855 met distreiñ a reas da Sant-Petersbourg e 1856, bezañ tapet e ziplom gantañ er bloavezh-se. Da 25 bloaz e teuas da labourat da Heildelberg gant skiantourien evel Robert Bunsen pe Gustav Kirchnoff. Anvet e oa bet da skiantour meur e 1887.

Pa voe dizoloet an elfenn gimiek 101 he niver atomek e 1955 e voe badezet mendeleviom en enor hag eñvor dezhañ.

An deiz a hiziv e reer gant renkadur ar fizikour amerikan Glenn Seaborg bet kinniget e 1944 : 118 elfenn a ya d'ober an daolenn-mañ bremañ...

Dmitriy Mendeleyev
dirak e bennoberenn,
Taolenn beriodek an elfennoù