Ernest Rutherford

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ernest Rutherford.jpg

Ernest Rutherford (30 a viz Eost 1871 - 19 a viz Here 1937) a oa ur fizikour saoz.

Ganet e oa bet e Brightwater, e-kichen Nelson e Zeland Nevez, m'en doa studiet ar Fizik hag ar jedoniezh. E 1895 e tivroas da Vreizh-Veur da genderc'hel e studioù e Cambridge. E 1898 ez eas da gelenner e Montreal (Kanada) hag e 1907 e voe anvet e Manchester (Bro-Saoz). E 1908 e gounezas-eñ ar priz Nobel Kimiezh. E 1919 ez eas da benn laboratouer Cavendish e Cambridge hag e 1931 e tegemeras an titl a Lord Rutherford of Nelson. E Cambridge eo marvet.

Brudet eo evit e labour diwar-benn an atom dreist-holl. Abalamour d'e studioù diwar-benn ar skinoberiantiz e vez barnet evel unan eus an diazezerien eus ar fizik nukleel.