Tomatez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Solanum lycopersicum | |||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Plant | ||||
| Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
| Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
| Urzhiad : | Solanales | ||||
| Kerentiad : | Solanaceae | ||||
| Genad : | Solanum | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Solanum lycoperiscum L. |
|||||
|
|||||
An tomatez zo plant liorzh eus ar c’herentiad Solanaceae o devez frouezh debradus ruz o liv peurliesañ hag a implijer da legumaj. Tomatez a reer ivez eus ar frouezh-se a zebrer ent poazh pe ent kriz. Plant eus Kreiz ha Suamerika e oant da gentañ, ha dont a ra ar ger tomatez eus ur yezh indian eus Mec’hiko, an nahouatleg.[1]
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Moarvat e kreske an tomatez da gentañ e Perou. En em ledet e oant goude-se e Suamerika. Kavout a reer c’hoazh spesadoù gouez anezho a gresk e Perou. E Mec'hiko eo e voent gounezet da gentañ war a seblant.
Pa voe trevadennet Suamerika gant Spagnoled, e voe degaset an tomatez ganto da Europa. Ar meneg kentañ a gaver anezho e skridoù Europa a oa en ul levr skrivet gant an Italian Pietro Andrea Mattioli, e 1544. Gantañ e oant anvet pomi d’oro, « avaloù aour ». Er XVIvet hag er XVIIvet kantved e krede tud zo en Europa e oa pistrius an tomatez ha ne oant ket mat da zebriñ. Tamm-ha-tamm avat en em ledas ar boaz da c’hounit ha da zebriñ anezho, e Spagn da gentañ hag e broioù all goude.[2]
Eus Europa moarvat e voe degaset an tomatez da Norzhamerika. Thomas Jefferson, trede prezidant ar Stadoù Unanet, a reas kalz evit brudañ en e vro an tomatez en doa tañvaet en Europa. e vro.
[kemmañ] Gounezerezh
Bremañ e vez debret tomatez er bed a-bezh. Hervez ar skiantourien e vijent boued yac’h, mat da stourm ouzh ar c'hrign-bev. Ha gounezet e vezont en ur bern broioù ivez, dindan tiez-gwer alies, evit ma kreskfent buanoc’h. Setu ar broioù ma c’hounezer ar muiañ anezho :
| Bro | Kementad gounezet (milionoù a donennoù) |
|---|---|
| 20 | |
| 10 | |
| 8 | |
| 7 | |
| Patrom:EGY | 7 |
| 6 | |
| 5 | |
| 3 | |
| Patrom:IRN | 3 |
| 2 |
E Breizh e c’hounezer kalzig a domatez, daoust m’emaomp pell war-lerc’h. Un drederenn eus an tomatez gounezet er Stad C'hall a zeu eus Breizh. [3]
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Ar ger nahouatlek tomatl zo aet da tomate e spagnoleg ha goude-se eo tremenet e yezhoù all Europa, gant stummoù heñvel peurvuiañ, war-bouez en italianeg. Un amprest gallek eo ar ger brezhonek.
- ↑ Diwezhat a-walc’h e teuas an tomatez da Vreizh moarvat, pa ne gaver ket ar ger er geriadurioù brezhonek a-raok hini Frañsez Vallée.
- ↑ Le Télégramme 10/04/2008
[kemmañ] Liammoù diavaez