Moldova

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Republica Moldova

Republik Moldova
Banniel Moldova Skoed-ardamez Moldova
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur: Limba noastră-i o comoară
Kan broadel: Limba noastră
Lec'hiadur Moldova
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Chişinău
47°00′N 28°55′E
Yezh(où) ofisiel Moldoveg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Nicolae Tiimofti
 - Ministr Kentañ Iurie Leancă
Gorread
 - Hollad 33,843 km² (39)
 - Dour (%) 1.4
Poblañs
 - istimadur 2007 4,320,490 ()
 - niveradeg 2004 3,383,332
 - Stankter 111/km² (81)
PDK (PGP) 2007 (istimadur)
 - Hollad $9,367 million (141)
 - Keidenn $2,962 (135)
FDD  () 33.2 (kreiz) ([[Roll ar broioù hervez Feur an Diorroadur Denel|]])
Moneiz Leu Moldova (MDL)
Gwerzhid-eur (UTC+2)
Kod kenrouedad .md
Kod pellgomz +373

Republik Moldova (Roumaneg : Republica Moldova), pe Moldavia, a zo ur vro ensanket en Europa ar reter, lec'hiet etre Roumania war-du ar c'hornôg hag Ukraina war-du ar reter. Un darn eus Priñselezh Moldavia e oa gwechall ha staget e voe ouzh Impalaeriezh Rusia e 1812 hag unvanet gant ar broioù arall roumanek o yezh e 1918. Staget e voe gant Jozef Stalin ouzh an Unaniezh Soviedel e 1945 hag ur republik soviedel e oa betek he dieubidigezh e 1991.

Un ezel eo eus ar Broadoù Unanet, WMO, UNICEF, GUAM. Un demokratelezh parlamantel eo. E penn ar stad emañ ar prezidant hag e penn ar gouarnamant emañ ar ministr kentañ.

Istor[kemmañ]

Gant rouantelezh Dasia e oa dalc'het ar pezh a zo Moldova hiziv e-pad an henamzer. Aloubet e voe gant ar Romaned e-pad ren an impalaer Trajan ha staget ouzh an impalaeriezh e 106. Dilezet e voe e-pad enkadenn an trede kantved avat, ha dalc'het gant ar C'hoted daoust ma chomas al latin yezh ar vro.

E-pad ar grennamzer e furme tachenn Moldova reter Priñselezh Moldova. D'ur gwarz eus an impalaeriezh otoman ez eas e-pad ar XVIvet kantved ha staget e voe ouzh Rusia, asambles gant Budjak dre feur-skrid Bukarest e 1812. Gant ar Rused e veze graet anezhi "Guberniya eus Moldova ha Besarabia" ha diwezhatoc'h Besarabia. Kornôg ar briñselezh a chomas emren betek ma voe unvanet gant Walachia da vont d'ober Rouantelezh Roumania.

Goude Dispac'h Rusia 1917 ec'h embannas Moldova bezañ dieub e 1918. En hevelep bloavez en em unvanas gant rouantelezh Roumania. Trañsnistria a chomas e-barzh an Unaniezh Soviedel, avat, ha d'ar Republik Emren Sokialour Soviedel Moldova (RESS Moldova) ez eas.

1940 e redias an Unaniezh Soviedel da skarzhañ kuit ar vro ha stagañ a reas anezhi diouzhtu. Hec'h adaloubas a reas Roumania asambles gant nerzhioù an Ahel e 1941 met dalc'het adarre gant an Unaniezh Soviedel e 1944.

Diroumanekaat ar vro a voe klasket ober gant an Unaniezh Soviedel. Ar reter hag an hanternoz, ma oa minorelezhioù slavat ha turkat a voe staget ouzh Ukraina; degaset e voe Rusianed hag Ukrainaned, er c'hêrioù dreist-holl er c'hêrioù tra ma veze kaset un niver bras a Roumanianed da Siberia ha Kazac'hstan. An efed a voe distrujidigezh ar begennoù roumaneg o yezh, hag erlerc'hiet e voent gant Slaved. Goude ma voe staget Besarabia ouzh Trañsnistria da vont d'ober ar Republik Soviedel Moldova e krogas an Unaniezh Soviedel da reiñ lusk d'un identelezh moldovat dizalc'h. Klask a reas disrannañ yezh Moldova diouzh hini Roumania dre reiñ urzh da skrivañ anezhi gant lizherenneg kirillek.

Asambles gant ar republikoù soviedel trobarzhell e krogas Moldova d'en em zieubiñ goude 1989. E miz Eost 1989 e tivizas distreiñ d'al lizherenneg latin ha da lakaat ar moldoveg da yezh-stad. E miz Eost 1991 ec'h embannas Moldova bezañ dieub Moldova hag e miz Kerzu ez eas da ezelez eus Kenglad ar Stadoù Dizalc'h. Er memes bloaz e voe dilennet Mircea Snegur prezidant hag anavezet e voe ar vro gant ar gumuniezh etrebroadel.

Reter ar vro, Trañsnistria, ma oa an darn vrasañ eus ar greanterezh, hag a zo ul lodenn vras eus a boblañs rusian, a embannas bezañ dizalc'h diouzh he zu e 1990. Aon he doa eus ar vroadelouriezh roumanian hag eus un adunvaniezh gant Roumania. Abeg ur brezel berr e voe. Nerzhioù rusian hag ukrainan a skoazellas Trañsnistria a zeuas a-benn da virout he frankiz, zoken ma n'eo anavezet gant stad ebet. Soudarded rusian a chom enni.

E miz Meurzh 1994 e tivizas ar vro, gant ur referendom, chom dizalc'h diouzh Roumania hag e 2001 e c'hounezas ar strollad komunour an dilennadegoù. Ur prezidant komunour, Vladimir Voronin a voe anvet. O washaat e oa an darempredoù etre Rusia ha Moldova a-zivout Trañsnistria avat. Addilennet e voe e 2005 goude m'en doa choazet tuiñ gant broioù ar c'hornôg.

Klask a reas Rusia levezoniñ dilennadegoù 2005 dre hantererezh CIS-EMO, un aozadur na vez ket anavezet el live etrevroadel. Difennet e voe d'e izili mont e-barzh ar vro. Un nebeud anezho a zeuas a-benn da lakaat tabut enni, avat. Kaset kuit e voent, ar pezh a lakaas ar gouarnamant rusian da fuloriñ.

Politikerezh[kemmañ]

Kartenn Moldova

Ur gambr nemeti en-deus ar parlamant. E 101 izel a zilenner evit 4 bloavezh. Gant ar palamant e vez choazet ar prezidant. Hemañ eo penn ar stad. Envel a ra ar ministr kentañ a furm un gouarnamant respontek dirak ar parlamant.


Dilennadegoù 2005:[kemmañ]

Dilennadegoù 2001[kemmañ]

Dieubidigezh ar vro[kemmañ]

E miz c'hwevrer 1991 e lâras ar prezidant Mircea Snegur en ur brezegenn o-doa Roumania ha Moldova un heñvelder boutin. Daveiñ a reas ouzh "Rouaniz war an daou du eus ar Prout" hag ouzh ar "Tirioù roumanat sakr dalc'het gant ar soviediz".

Da yezh-stad ar vro ez eas ar roumaneg e 1989 ha goude an dieubidigezh e implijas Moldova banniel Roumania. Da gan broadel Moldova ez eas Deşteaptă-te române!, kan broadel Roumania. Darn vrasañ an dud a grede e vefe unvanet prestik an div vro.

Goude 1993, avat, e teraouas Moldova da bellaat eus Roumania. Ar vonnreizh votet e 1994 a implij ar ger "yezh volodovek" e-lec'h "Roumaneg" hag ur c'han broadel nevez, Limba noastră, a voe choazet. Arnodiñ a reas ar prezidant Mircea Snegur da adenvel ar yezh-stad "Rouamanieg" met nac'hañ a reas ar parlamantpeogwir e luskfe an dra-se an "emledegezh roumanat".

Bez ez eus un emsav evit an adunvaniezh en div vro.

Darempredoù gant an Unvaniezh Europat[kemmañ]

Disklaeriet en-deus gouarnamant Moldova e c'hoantae mont e-barzh an Unvaniezh Europeat met nebeut araokadennoù e oa bet gant ar c'hevreutaerezhioù.

Ur feurskrid a geveleriezh hag a genlabour he-deus sinet ar vro gant an Unvaniezh Europeat e 1998 evit dek bloavezh. Ur frammadur evit an darempredoù daouduel a aoz ha savellañ a ra palioù boutin. Ledanet e voe ar feurskrid da izili nevez an unvaniezh e 2004.

E 2005 e voe savet ur rakres-labour etre an Unvaniezh Europeat ha Moldava hag en-deus kreñvaet al liammoù etrezo. Ul leveer eus ar program TACIS eo Moldova ivez.

Melestradurezh[kemmañ]

Bannoù Moldova

Rannet eo Moldova e 32 bann (raion, l. raioane), teir c'hêr (Chişinău, Bălţi ha Tighina), ha div rannvro emren (Găgăuzia ha Trañsnistria hag a zo dizalc'h de facto, zoken ma n'eo anavezet gant riez ebet).

Ar bannoù a zo :


Douaroniezh[kemmañ]

An darn vrasañ eus ar vro a zo lec'hiet etre ar stêrioù Nistru ha Prout. Ar stêr ziwezhañ-se a verk an harzhioù gant Roumania. En Danav en em daol. Er biz eo an Dniestr ar riñver bennañ. A-dreuz ar vro e red eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz.

Ensanket eo ar vro zoken ma'z eo tost tre ouzh ar Mor Du. Tra ma'z eo torgennek hanternoz ar vro, hec'h uhelder ne zibas ket 430 metr. Al lec'h uhelañ a zo Dealul Bălăneşti.

Un hinad gevandirel c'houdomm he-deus Moldova gant hañvioù tomm met goañvioù klouar.

Ar c'hêrioù pennañ a zo ar gêrbenn Chişinău, e kreiz ar vro, Tiraspol (e Trañsnistria), Bălţi ha Bender.

Kêrioù brasañ[kemmañ]

# Kêr Poblañs (2005) Kontelezh
1. Chişinău 716,700 -
2. Tiraspol 164,900 (2001) -
3. Tighina 144,400 (2004) -
4. Bălţi 127,600 -
5. Cahul 119,200. Raionul Cahul
6. Soroca 28,400 Raionul Soroca
7. Orhei 25,700 Raionul Orhei


Armerzh[kemmañ]

Moneiz moldovat


Un hinad vat ha douareier strujus he-deus Moldova met peadra maengleuziek ebet a zo ganti. War al labour-douar eo diazezet hec'h armerzh. Ar produioù pennañ a zo ar gwin hag ar butun.

Ret eo da Voldova emporzhiañ tout hec'h energiezh (eoul-maen, gaz naturel ha glaou) eus Rusia ar pezh a voe abeg kudennoù bras e-pad diskar an Unaniezh Soviedel e 1991.

Goude an dieubidigezh e frankizekaas ar gouarnamant an armerzh. Ur moneiz troüs e krouas, frankizekaat a reas ar prizioù, paouez a reas da skoazell an embregerezhioù-stad, prevezekaat a reas an douareier ha tennañ a ra kuit ar c'hlouedennoù-douan. N'en-deus ket kendalc'het ar gouarnamant komunou a vremañ en hent-se, avat.

Adkregiñ a rea da greskiñ an armerzh e 2001, dek bloazh goude an dieubidigezh. Bresk eo armerzh ar vro, avat, hag ar c'hresk a zo kinniget gant prizioù uhel an energiezh ha dioer al lakaerien-arc'hant eus broioù ar c'hornôg. E-sped arnodenn ar vro da stabilaat hec'h armerzh e chom izel tre leve ar buhez, zoken e-keñver broioù ar reter arall. N'en-deus ket tizhet PNB ar vro hanter eus ar pezh e oa e 1990. Ar PNB dre benn a zo US $2100. 40% ar boblañs a oa dindan ar treuzioù-paourentez e 2004 hag HDI ar vro a oa (0.681) e 2004, ar pezh a lakae anezhi d'a 113de plas war 177.

Demografiezh[kemmañ]

Pobloù Moldova e 1989

Tabud ez eus a-zivout kenaozadur gouennel poblañs Moldova rak n'eo ket sklaer hag eo ar voldoviz ur bobl wir pe un darn eus ar broad roumanat. Evel un bobl zistag e kont ar gouarnamant anezho hiziv met an dra-se a c'hell kemm.

Hervez kontadeg 2004 eo kenaozet poblañs Moldova eus:

Hervez Moldova Azi , burev-nevezioù Moldova e kavas ur strollad a brizachourien etrevroadel e oa bet graet en un doare mat ar gontadeg. Un nebeut kudennoù a oa, avat :

  • Enderc'hel a ra ar gontadeg un nebeeut moldaviz edo o chom er-maez ar vro.
  • Ar respontoù a-zivout ar geneliezh azo disur. War a seblant, an enklaskourien o-deus broudet tud'zo da zisklaeriañ e voent "moldovat" kentoc'h eget "roumanat" ha n'eo ket sur e kav tud ar vro ez un diforc'h gwir etre an div dermenn.

Ouzhpenn-se an niveroù evit Trañsnistria n'int ket sur rak ar gontadeg a voe graet aze gant gouarnamant disranner.

Relijion[kemmañ]

Iliz Moldova

Poblañs Moldavia a zo kenaozet eus

  • Kristenien ortodoks ar reter : 98%
  • Yuzevien : 1.5%
  • Relijionoù arall : 0.5%

Yezh[kemmañ]

Ar moldoveg a zo ar yezh-stad. Ur stumm eus dako-roumaneg eo ha n'eo ket disheñvel tre diouzh ar roumaneg. N'eo ket ar Prout un harz yezhoniel hag an diforc'h nematañ etre yezh lennegel Roumania hag hini Moldova a zo an doare skrivañ rak ar voldivz n'o-deus ket degemeret an adreizhadur reizhskrivadurel 1993; Bez ez eus diforc'hioù lec'hel, avat, ha disheñvel eo yezh Chişinău pe Trañsnistria ouzh hini Iaşi, ur gêr roumanat hag a oa un darn eus Priñselezh Moldova.Dre vras eo disheñvelder diouzh ar roumaneg "reizh" hervez men ar boblañ slavek he yezh er c'horn-bro.

Tabut ez eus a-zivout statud ar moldoveg reizh. Dar vrasañ ar yezhourien a gred eo heñvel ouzh ar roumaneg met n'eo ket a-du gant an dra-se ur yezhonour moldovat. Un tamm disheñveloc'h eo ar yezh komzet abalamour da levezon ar rusianeg hag a ziouere e Roumania. Statud ar moldoveg a zo un abeg eus un tabut politikel bras e Moldova hag en-he-maez.

E 1989 e voe votet ur yezh diwar-benn ar yezh a zo ar molodveg heñvel ouzh ar roumaneg hervezi. Serzh eo c'hoazh. Un nebeut eus annezidi Moldova a gomz rusianeg ha muioc'h amprestoù slavek ez eus e yezh Moldova eget er roumaneg reizh. Oa navezout a ra ar voldoviz mat ha galloud a reont dibab ha fell dezho o implij pe get.

Hervez ar vonreizh eo ar moldoveg ar yezh-stad. Ofisiel eo, asambles gant rusianeg er stad nann-anavezet Trañsnistria ma vez skrivet gant al Lizherenneg kirillek.

Sevenadur[kemmañ]

Mihai Eminescu, barzh broadel Roumania ha Moldova

En harzioù etre ar bedoù latin ha slavat emañ Moldova ha tra m'he-deus miret he yezh romanek e voe kalz levezonet gant sevenadur slavat. An daou zen pouezusañ eus hec'h istor sevenadurel a zo Dimitrie Cantemir ha Mihai Eminescu

Dimitrie Cantemir[kemmañ]

Dimitrie Cantemir a oa ur priñs moldovat. Skrivañ a reas livadur douaroniel hag armerzhel kentañ ar vro : an Descriptio Moldaviae, embannet e Berlin e 1714.


Mihai Eminescu[kemmañ]

Mihai Eminescu a oa ur barzh romantel, hag unan eus ar varzhed roumanek vrudetañ.

Tud dibar[kemmañ]