Mali

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

''République du Mali''
Republik ar Mali
Banniel Malia Skoed-ardamez Malia
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur: "Un peuple, un but, une foi"
"Ur bobl, ur pal, ur feiz"
Kan broadel: Pour l'Afrique et pour toi, Mali
"Evit Afrika hag evidout, Mali"
Lec'hiadur Malia
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Bamako
12°39′N 8°0′W
Yezh(où) ofisiel Galleg
Strolladoù etnek Bambara
Gouarnamant Demokratelezh parlamantel
 - Prezidant Amadou Toumani Touré
 - Kentañ ministr Modibo Sidibé
Dizalc'hded diwar Bro C'hall 
 - Diskleriadur 22 Gwengolo 1960 
Gorread
 - Hollad 1.240.192 km² (24re)
 - Dour (%) 1,6
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 13.518.000 ()
 - Stankter 11/km² (207vet)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $14,400 miliard (125vet)
 - Keidenn $1.154 (166vet)
FDD  (2004) Green Arrow Up Darker.svg 0.338 (izel) (175vet)
Moneiz Lur CFA (XOF)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .ml
Kod pellgomz +223

Taolenn

[kemmañ] Titouroù hollek

[kemmañ] Titouroù

  • Kêrioù pennañ : Segou, Mopti, Sikasso, Kayes, Gao, Tombouctou.
  • Anv an annezidi : Malianis.
  • Etnienn brasañ : Bambara.
  • Yezh komzet ar muiañ : Bambara.
  • Relijion pennañ : Relijion Muzulman, 85%.
  • Stêrioù-meur : Niger, Senegal, Bani.

[kemmañ] Lec'hiañ ar stad

Kartenn lec'hiadur bro Malia en Afrika.

Bro V/Malia a zo e kornôg kevandir Afrika. Stad Malia a zo enklozet gant 7 bro :

  • En norzh : Aljeria ha Moaritania.
  • Er reter : Niger.
  • Er su : Aod an Olifant ha Burkina Faso.
  • Er c'hornôg : Senegal ha Ginea.

N'eus harz ebet gant ar mor.

[kemmañ] Torosennadur hag ar meteier

Torosennadur Mali a cheñch deus an norzh d’ar su. Er mervent ez eus menezhioù bihan gant uhelder izel eus 400m betek 800m ( menezhioù « Manding » ). Er reter e vez en uhelder brasoc’h eus 1155m gant ar menez « Hombori » poent uhelañ Malia. Er gevred ‘ bez ez eus menez « Bandiagara » lec’h ‘ mañ o chom ar Dogon (etnienn eus Malia ). En norzh-reter, e-barzh an dezerzh, bez eus menezioù gant un uhelder eus 900m ( « Adrar des Ifoghas » ). Abalamour d’an div stêr bennañ (Niger ha Senegal) ez eus plaenennoù bras-tre.

E Mali ez eus 3 seurt hin. En norzh, ‘barzh ar Sahara e vez un hin dezerzhel. Ar glveier izel tre, tamm struj ebet. E kreiz ar vro, an hin ‘ zo trovanel sec’h. bez ez eus glaveier etre 100 ha 700 mm dre vloavezh, amañ en em lec’h an stepenn. E su ar vro, an hin a zo metoù trovanel gleb. Bez ez eus glaveier etre 1000 ha 2000 mm dre vloavezh, amañ en em gav ar savanenn.

Ar metoù trovanel, bez ez eus daou goulz-amzer, unan sec’h hag unan glavek, padout ‘ ra etre 2 ha 4 miz.

[kemmañ] Ar boblañs

Kartenn bro Malia

[kemmañ] An dasparzh

Poblañs Mali n’eo ket gwall stank : 12.000.000 annezad evit 1.241.000 Km². Stankter poblañs Mali ‘ zo 8,87 annezad dre Km².

Ar bloblañs ‘ digempouez peogwir : en norzh ez eus ar sahara, a gemer 60% eus ar vro, ha n’ eus nemet 10% eus ar boblañs, ar pezh a dalv ur stankter dindan 5 annezad dre Km².

E kreiz ar vro, m’emañ delta an Niger, eo ar stankter brasañ peogwir en em gav ar besketourien, ar saverien loened, hag al labourerien-douar.

[kemmañ] An demografiezh

E 2004 e oa 12,000,000 a dud o vevañ e bro Malia. Kreskiñ a ra ar boblañs eus 3% pep bloaz. 121 bugel a varv diwar 1000 bep bloaz ( kalz re e kichen bro C’hall a zo da 4,46 diwar 1000 ). War gresk e ya ar boblañs peogwir o deus ar merc’hed kalz a vugale ( 6,73 dre vaouezh ). Ne vevont ket pell, etre 46 ha 49 bloaz.

[kemmañ] Ar boblañs hag ar c'hudennoù

  • Ar baourentezh

Bro Malia ‘ zo ur vro paour. Ar sec’hder ‘n eus tizhet bro Malia e-pad an 30 vloavezh tremenet. Ar sec’hder a zegas an naonegezh hag ar gwalvagadur.

  • An dour

Ur vank a zour a zo e bro Malia. Memes er c’hêrioù bras ‘n eus ket kalz a diezhoù gant an dour, mont a reont da gerc’hat an dour er puñs. War ar maezioù a-wechoù e reont kilometradoù evit mont da gerc’hat dour. Ar boblañs n’eo ket kelaouet a-walc’h, e-keñver an dour ( lakaat da virviñ an dour evit kaout nebeutoc’h a vikroboù da skouer ).

  • Ar deskadurezh

An deskadurezh n’eo ket evit tout an dud, ‘n eus ket a-walc’h a skolioù, ret eo ober kalz a Km evit mont du-se, ha pa vez bevet war ar maezioù ar c’hlasadoù a ya deus 50 betek 100 bugel. Pa ‘ vez bevet war ar maezhioù e vez kroget al labour yaouank, evit sikour ar familh.

  • Ar yec’hed

N’ez eus ket a-walc’h a vedisined. Niver ar vezeien evit 10.000 den : 0,6 e bro Malia ha 30 e bro C’hall. Neuze eo diaes pareañ ar c’hleñvedoù. Met bez ‘ ez eus kalz a c’hleñvedoù du-se : da skouer ar paludoù ( ar palu ‘ vez tapet gant ar moustikoù hag a lazh kalz a dud bep vloaz ).

[kemmañ] An ekonomiezh

[kemmañ] Petra a vez produet dreist holl ?

Diwar al labour-douar eo, e vev an darn vrasañ eus an dud. Ar baotred a labour gant ostilhoù ha gant an dorn, Ar V/Malianis a brodu edennoù blinis, mell, sorgho, riz. Ober a reont legumaj fresk e-kichen an Niger. Ar V/Malianis a brodu kotoñs, ezporzhiadur kentañ ar vro.

An eil tra a lak da vevañ ar vro a zo ar magañ-loened heuliet gant ar pesketa. Ar magañ-loened hag ar pesketa a zo chomet hengounel er vro. Bro Malia a zo produer mang bras. Met produet ‘ vez muioc’h mui a aracid. Met ar c’hotoñs a chom ar pezh a vez produet da gentañ tout.

[kemmañ] Pinvidigezh/Paourentez

Keidenn ar c’horvoder bloaveziek dre annezad, e dollaroù dindan 900 eo, e aljeria eo etre eo etre 3000 a 8000, e bro C’hall eo eus 22000. Bro Malia a zo unan eus Stadoù paourañ ar bed.

[kemmañ] Boazioù hengounel

Un den o c'hoari Balafon.

Bro Malia en deus miret tout he boazioù hengounel. Ar «griot» ( a zo un den ) a gont atav istorioù ar vro, an dud hag ar familh, ur barzoneger hag un soner eo. Adkavet e vez anezho pad an euredoù, ar festoù hengounel hag er badeziantoù. Ali Fakia Touré a zo soner eus ur griot memes tra evit Boubacar Traoré. Ar c’hanaouennoù hengounel a zo c’hoariet war ar «c’hora», ar «balafon», ar «djembé»…

Amadou Hampaté Bâ a zo ur skrivagner bras alian, skrivet en deus : «En Afrique, un vieillard qui meurt, c’est une bibliothèque qui brûle.»

E Malia e vev war dro 20 etniennoù gant pep hini he boazioù hengounel, ar bobloù brasañ a zo : Ar Bambaras, ar Malinkés, ar Soninkés, ar Peuls, ar Dogons, ar Bozos, ar Bobos, ar Touaregs…




Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all