Madeira

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus ar Selvagens.
Banniel Madeira

Madeira zo un enezeg, hag anv un enezenn (797 km²), er Meurvor Atlantel er c'hornôg da Varoko, hag a zo ur rannvro emren e Portugal. Funchal eo ar gêr-benn.

Enez Vadeira end-eeun a zo anezhi an douar brasañ eus an enezeg (90 %). A-orin volkanek ez eo, krignet he reier, ha trovanel he hin. Stag eo ouzh Unaniezh Europa dre ma'z eo ur « rannvro dreisttrobarzh ». Kaoz a zo e teufe da vout dizalc'h un deiz, evel ar C'hab-Glas, Angola, Mozambik, Ginea-Bissau a oa dalc'het gant Portugal gwechall.

Douaroniezh[kemmañ]

Kêr Funchal a zo 660 km eus aod Afrika, 980 eus Lisboa, 400 eus Las Palmas de Gran Canaria (unan eus div gêr-benn Kanariez), ha 880 eus Santa Maria, an Asorezenn dostañ.

En enezeg vMadeira emañ:

  • enez Porto Santo hag an inizi stag outi (43 km²);
  • ha daou strollad iniziigoù didud hag a zo mirvaoù naturel:
    • an teir « Desertas » (14 km²);
      • Deserta Grande;
      • Bugio;
      • Chão;
    • an teir « Selvagens » (4 km²);
      • Selvagem Grande;
      • Selvagem Pequena;
      • Fora.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.