Maroko

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
المملكة المغربية
Al-Mamlakah al-Maghribīyyah (ar)

ⵜⴰⴳⵍⴷⵉⵜ ⵏ ⵍⵎⴰⵖⵔⵉⴱ
Tagldit n Lmaγrib (Tamazight)
Banniel Maroko Skoed Ardamez Maroko
Banniel Maroko Ardamezioù
Ger-stur broadel: الله، الوطن، الملك  
"Allāh, al-Waţan, al-Malik"
(en arabeg) :
"Doue, ar Vro, ar Roue"
Morocco in its region (disputed hatched).svg
Yezhoù ofisiel arabeg ha tamazigh
Kêr-benn Rabat
Statud politikel Rouantelezh vonreizhel
Roue Mohammed VI
Kentañ ministr Abdelilah Benkirane
Gorread
-En holl
-% dour

446 550 km²
0,056
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

33 241 259 (2005)
70/km²
Dizalc'hiezh (diouzh Frañs)
2 a viz Meurzh 1956
Moneiz Dirham Maroko (MAD)
Kan broadel Kan broadel Maroko (Nachid waţani maghribi)
Devezh ar vro 2 a viz Meurzh
Kod war ar Genrouedad .ma
Kod pellgomz +212
Marocko

Rouantelezh Maroko, pe Maroko (المغرب, al-Maġrib en arabeg; ⵍⵎⴰⵖⵔⵉⴱ Lmaγrib e tamazight) ent-berr, a zo ur vro e gwalarn kevandir Afrika. Bevennet eo gant ar Mor Kreizdouar en hanternoz, gant Aljeria er reter, gant ar Meurvor Atlantel er c’hornôg, ha gant Sahara ar C'hornôg er c’hreisteiz (douaroù aloubet gant Maroko e 1975). Div gêr stag ouzh Spagn a zo enklozet e Maroko, war aod ar Mor Kreizdouar: Ceuta (Sabta) ha Melilla (Maliliya).

Ar Menezioù Atlas a dreuz ar vro penn-da-benn, eus ar mervent d’ar biz. Er reter hag er su d’ar menezioù-se en em led dezerzh ar Sahara, m’eo gwall zistank an dud. Emañ an darn vrasañ eus annezidi Maroko o chom er gwalarn da aradennad an Atlas.

An arabeg hag an tamazigh eo ar yezhoù ofisiel. Div yezh a vez kaozeet er vro: arabeg Maroko, zo disheñvel-mat diouzh an arabeg unvan, hag ar berbereg (anvet tamazight alies). Ledet a-walc’h eo an anaoudegezh eus ar galleg, yezh an drevadennourien gozh, hag ar spagnoleg e lodennoù ’zo eus ar vro.

Istor[kemmañ]