Libia

Eus Wikipedia

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
دولة ليبيا
Dawlat Lībiyyā
ⵍⵉⴱⵢⴰ

Stad Libia
Banniel Skoed-ardamez
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : kan broadel=Libya, Libya, Libya
Lec'hiadur
Lec'hiadur
Kêr-benn Tripoli
32°54′N 13°11′E
Kêr vrasañ Tripoli
Yezh(où) ofisiel Arabeg klasel 1
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Mohammed el-Menfi
Dizalc'h diouzh Italia 
 - Deiziad 24 Kerzu 1951 
Gorread
 - Hollad 1 759 540 km² (17)
 - Dour (%) dister
Poblañs
 - istimadur 2006 5 900 754 ()
 - Stankter 3,13/km² (vet)
Moneiz Dinar Libia (LYD)
Gwerzhid-eur (UTC+2)
Kod kenrouedad .ly
Kod pellgomz +218
1(1) Ar berbereg (tamazight) hag an italianeg a vez komzet kalz ivez.

Libia, (arabeg ليبيا Lībiyā, tamazigteg: ⵍⵉⴱⵢⴰ), Stad Libia ent-ofisiel, a zo ur Stad arab hag Afrikan, war vord ar Mor Kreizdouar. Tripoli eo ar gêr-benn. E-pad 42 vloaz e oa bet Mouammar Kadhafi e penn ar vro a-raok bezañ distroadet da heul un emsavadeg kaset war-raok gant ar C'huzul Broadel Dibad e 2011.

Stok eo ouzh Aljeria ha Tunizia er c'hornôg, gant Niger ha Tchad er su ha Soudan hag Egipt er reter. 1 759 540 kilometr karrez zo dindani, ar pezh a ra anezhi ar pevare bro vrasañ eus Afrika hag ar 17vet er bed. Istimañ a reer he foblañs etre 6 hag 8 milion annezad. Stank eo en arvor dreist-holl, rak ur gouelec'h eo diabarzh ar vro. Ar gêr-benn, Tripoli, zo ivez ar gêr vrasañ gant 1 682 000 annezad, dirak Benghazi (1 180 000 annezad) ha Misrata (400 000 annezad).

Libiz o deus ur sevenadur arab peurvuiañ hag an islam sunnit eo relijion vrasañ ar vro. PDG Libia zo unan eus ar re uhelañ en Afrika. Diazezet eo hec'h armerzh war ezporzhierezh an eoul-maen evit al lodenn vrasañ. Libia he deus an dekvet pourvezioù eoul-maen brasañ prouet er bed hag ar 17vet produadur brasañ trelosk[1]. Ezel eo eus ar C'hevre arab, eus Unvaniezh ar Maghreb arab hag eus an OPEP.

Dont a ra hec'h anv eus ur meuriad berbered a oa anvet Libou, tremenet e henc'hresianeg da Libyè. Lakaat a reer kemm etre rannvroioù an Tripolitan, kirene hag ar Fezzan. Poblet gant Berbered en deroù e oa trevadennet en Henamzer gant ar Fenikianed, ha goude gant ar C'hresianed, a-raok bezañ aloubet gant an Impalaeriezh roman. Er VIIvet kantved e oa aloubed gant an armeoù arab, a gasas o sevenadur hag o relijon gante. Goude bezañ bet dalc'het gant meur a rouantelezh e-pad ar Grennamzer e tremenas dindan dalc'h an Impalaeriezh otoman er XVIvet kantved. Dont a reas Rejañs Tripoli da vezañ ur Stad wirion a-raok dont en-dro dindan renerezh eeun an impalaeriezh otoman e 1835.

An dachenn ziwezhañ e oa bet perc'hennet gant an Impalaeriezh otoman en Afrika. Aloubet e oa ha trevadennet gant Rouantelezh Italia e 1912, goude ar brezel gant an impalaeriezh otoman. E-pad an Eil Brezel-bed e oa aloubet ha dalc'het Libia gant ar Gevredidi. E 1951 e embannas e oa dizalc'h dindan stumm ur vonarkiezh renet gant Idris I. Didronet e oa hemañ gant un taol-Stad eus an arme e 1969. E-doug hogos 42 vloaz e oa renet Libia gant Mouammar Kadhafi a cheñchas hec'h anv e Jamahiriya arab libian bras.

E 2011 e tarzhas un emsavadeg e Libia da-heul ul luskad enebadur savet er broioù arab. Treiñ a reas buan an emsavadeg en ur brezel diabarzh gwirion. Ne derme ket ar c'hostezennoù a-enep pe a-du gant Kadhafi da implijout armoù pounner forzh pegement, tankoù ha nijerezed emgann[2]. Ar 27 a viz C'hwevrer 2011 e oa savet ur C'huzul Broadel dibad a embanne bezañ dileuriad nemetañ Republik Libia. D'an 19 a viz Meurzh 2011 e kasas meur a vro eus ar C'hornôg ha broioù arab, renet gant Bro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet hag ar Stadoù-Unanet, kirri-nij en oabl Libia gant aotre an ABU, en anv gwarez ar boblañs sivil. E miz Gwengolo 2011 e oa ar pep brasañ eus ar vro dindan an aotrouniezh tremen, mes kêrioù zo evel Bani Walid pe Sirt ne oant ket c'hoazh en o dalc'h. Anavezet eo bet ar C'huzul Broadel Tremen gant pevar-ugent Stad disheñvel a-benn neuze. Pa voe tapet al lec'hioù diwezhañ ha lazhet Kadhafi e voe embannet “dieubidigezh ar vro" gant ar C'huzul d'an 23 a viz Here 2011.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe disklêriet dizalc'hidigezh Libia e 1951 e oa paour-raz. War al labour-douar e oa diazezet he armerzh dreist-holl. Dizoloet e voe eoul-maen adalek 1958 avat ha cheñch a reas buhez al Libianed.

Melesdraturezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Annual Statistical Bulletin, (2004), "World proven crude oil reserves by country, 1980–2004", O.P.E.C.. Retrieved July 20, 2006.
  2. "Kadhafi fait bombarder son peuple par les avions d’Alliot-Marie", pennad eus Agoravox d'ar 16 a viz Meurzh 2011

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]