Italianeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Italianeg
(Italiano)
Perzhioù
Komzet e : Italia, Suis, San Marino, Slovenia, Kroatia, Frañs, Keoded ar Vatikan, Malta, Arc'hantina, Brazil, Uruguay, Libia, Somalia, Stadoù Unanet
Rannved : Europa, Afrika, Amerika
Komzet gant : 70 000 000
Renkadur : 19-20
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Italia, Suis, San Marino, Slovenia, Kroatia, Keoded ar Vatikan, Somalia, Unaniezh Europa
Akademiezh : Accademia della Crusca
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 it
ISO 639-2 ita
ISO 639-3
Kod SIL ITA
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An italianeg a zo ur yezh renket e-touez ar yezhoù romanek, ar re-mañ e familh ar yezhoù indez-europek. Meur a rannyezh (ha sokiolektenn) italek-romanek a vez kavet. En Italia hag e Suis (kanton Ticino) e vez komzet hag e kumuniezhoù an Italianed divroet er bed a-bezh.

Evel meur a yezh Stad eo an italianeg modern ur rannyezh hag he deus graet berzh er-maez eus he fastell-vro, rannvro Toskana. Ar rannyezh toskan, an hini komzet ha skrivet e kêrioù Firenze, Pisa ha Siena, a zo aet da vezañ yezh Italia a-bezh, peogwir eo an hini vrudetañ e-keñver ar sevenadur hag dreist-holl al lennegezh.
E toskaneg eo bet skrivet levrioù Dante Alighieri, Petrarca ha Boccaccio a vez sellet outo evel an tri skrivagner italianek brasañ.
Brud Firenze, ur gaer a geoded, galloudus ha pinvidik a-gozh, kentañ kêrbenn Italia, a zo bet ur fed a-bouez ivez.


Italianeg ha brezhoneg[kemmañ]

Gerioù brezhonek a orin italianek (geriadur An Here)[kemmañ]

Deuet ez eus un nebeud gerioù italianek e brezhoneg, dre hanterouriezh ar galleg peurvuiañ.

  • mandolinenn (It: mandolino)
  • piano (It: piano)
  • pizza (It: pizza)
  • spaghetti (It: spaghetti)

Geriadurioù[kemmañ]

Oberennoù italianek bet troet e brezhoneg[kemmañ]