Kêr-benn
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kêrbenn)
Ur gêr zo enni sez ur galloud politikel pe armerzhel a ren war ur bastell-vro pe ur vro a zo anvet ur gêr-benn (liester : kêrioù-penn). Kavet e vez ar furm kêrbenn (liester : kêrbennoù) alies a-walc'h e geriadur R. Hemon/R. Huon, da skouer, met ar furm kêr-benn eo an hini a gaver e geriadur An Here hag el levrioù-deskiñ. Pa vez ur roll dibar gant ur gêr war dachennoù'zo e vez graet kêr-benn eus ar gêr-mañ ivez. Da skouer : An Oriant, kêr-benn ar peskerezh e Breizh.
- Pariz eo kêr-benn Vro-C'hall ha Canberra hini Aostralia
- Naoned eo kêr-benn istorel Breizh
- Roazhon eo kêr-benn Rannvro Breizh, ur rannvro velestradurel eus Frañs
- Pont-'n-Abad eo kêr-benn ar Vro-Vigoudenn
- Cotonou eo kêr-benn armerzhel Benin ha Porto-Novo kêr-benn bolitikel ar vro-se