Pizza
Eus Wikipedia
Ar pizza zo ur meuz a veze aozet da gentañ e korn-bro Naplez en Italia hag a gaver bremañ er bed a-bezh. Fardet e vez gant toaz bara ledet e stumm un dartezenn, pe ur grampouezhenn, hag a lakaer warni tomatez, keuz ha traoù all a bep seurt ma kerer (togoù-touseg, kig...). Poazhet e vez en ur forn tomm-gor, evel ar bara.
Pizzaoù[kemmañ]
A bep seurt pizzaoù a c'haller kavout. Ar Pizza Margherita eo an hini anavezetañ marteze, anvet diwar-lerc'h ar rouanez Margherita di Savoia , gwreg ar roue italian Umberto Iañ.
Lec'h[kemmañ]
Pizzeria a reer eus ur preti ma vez servijet pizza, pe pizzaioù.