Margherita di Savoia (rouanez Italia)
Margherita di Savoia, pe Margherita Teresa Giovanna, priñsez a Savoia, ganet e Torino d'an 20 a viz Du 1851 ha marvet e Bordighera d'ar 4 a viz Genver 1926, a oa rouanez Italia.
[kemmañ] He buhez
Merc'h e oa da Ferdinand Savoia, ha da Elisabeth von Sachsen .
Dimeziñ a reas d'he c'henderv Umberto Iañ Italia (1844-1900), e 1868, hag a voe anvet da roue dek vloaz goude, e 1878. Ur mab o doe, Victor-Emmanuel, priñs Naplez (1869-1947), a voe anvet da roue evel Victor-Emmanuel III Italia.
D'an 29 a viz Gouhere 1900 e voe lazhet he fried gant an anarkour Gaetano Bresci on July 29.
Skoazell a roas d'an arzourien ha skrivagnerien , d'ar Groaz Ruz, ha krouiñ aozadurioù evel ar Società del Quartetto, ha Casa di Dante, hag ivez ar faskouriezh italian.
Troet e oa gant krapat ar menezioù, ha hi e voe kentañ maouez o krapat gant ar menez Rose, eil kern uhelañ an Alpoù.
[kemmañ] Traoùigoù
- E 1879 e voe anvet ur panforte, ar Panforte Margherita, e Siena en anv ar rouanez.
- En enor dezhi e voe krouet ar Pizza Margherita e 1889, e livioù banniel Italia.
- Ur gumun zo bet divadezet da gemer hec'h anv.
- Roet eo bet hec'h anv d'ur gern eus ar Menez Stanley, en Ouganda.