Elisabeth von Sachsen (1830-1912)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Elisabeth von Sachsen zo ivez.
Elisabeth von Sachsen (1830-1912)

Elisabeth von Sachsen (1830-1912) pe Maria Elisabeth Maximiliana Ludovika Amalie Franziska Sophia Leopoldine Anna Baptista Xaveria Nepomucena von Sachsen, pe Elisabetta di Sassonia en italianeg, ganet e 1830 e Dresden, ha marvet e 1912 e Stresa, a oa ur briñsez eus rouantelezh Sachsen. Merc'h e oa da Johann Iañ von Sachsen (1801-1873), Roue Sachsen, ha da Amalie Auguste Bavaria, eus rouantelezh Bavaria (1801-1877).

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Div wech e timezas:

Addimeziñ[kemmañ]

Mervel a reas he fried e 1855 e Torino; 25 bloaz e oa an intañvez.

  • E miz Here 1856 ec'h addimezas da Nicola Giuseppe Efisio, Markiz Rapallo. N'o doe bugel ebet. Un eured kuzh e voe, a-raok ma voe echu ar bloavezh kañvoù ordinal. Fuloriñ a reas he breur-kaer roue, ken e harluas anezhi ha difenn outi gwelout he bugale. Ur pennadig goude e pardonas dezhi.

E 1882 en em lazhas he fried. hervez ar vrud e oa ur fallzimeziñ.

He marv[kemmañ]

Mervel a reas e 1912 e Stresa.