Alpoù
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
An Alpoù a zo un aradennad menezioù a gaver en Europa, ledet war harzoù hanternoz Italia, gevred Bro-C'hall, Suis, Liechtenstein, Aostria, su Alamagn ha Slovenia.
Emañ uhelañ barr an Alpoù e beg ar Menez-Gwenn dezhañ uhelded 4 810,45 metr, war harzoù Bro-C'hall hag Italia. Kontet ez eus bet 128 pikern ouzhpenn 4 000 metr a uhelded dezho. Kalz a odeoù etre an traoñiennoù a zo muioc'h eget 2000 metr o uhelded.
Istor [kemmañ]
Deuet e oa tud d'ober o annez en Alpoù tre e dibenn ar skornadenn vras, 15 000 bloaz 'zo. Ar gern skornet divent a c'holoe an takad a ya da deuziñ...
Douaroniezh an Alpoù [kemmañ]
E teir lodenn e kustumer rannañ an Alpoù : Alpoù ar C'hornôg (eus ar Mor Kreizdouar betek ar Menez-Gwenn), an Alpoù kreiz (eus Traoñienn Aosta betek ar Brenner) hag Alpoù ar Reter (eus ar Brenner betek Slovenia).
Geologiezh an Alpoù [kemmañ]
