Bro-C'hall

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Frañs)
Mont da : merdeiñ, klask

William Bouguereau in his studio.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.


République Française
Republik Frañs
Banniel Ardamezioù
(Banniel Bro-C'hall) (Skoed-ardamez Bro-C'hall)
LocationFrance.svg
Kan broadel La Marseillaise
Yezh ofisiel Galleg
Kêr-benn Pariz
Gorread
-En holl
-% dour

675 417 km²
0.26%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

65 213 894 (2011)
93.59/km²
Prezidant François Hollande
Kentañ ministr Manuel Valls
Gouel broadel 14 a viz Gouere
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 33
Kod war ar c'henwiad .fr

Bro-C'hall, pe Gall a-wechoù er skridoù kozh, pe Frañs, a zo ur riez hag emañ he ziriad brobennat en Europa ar c'hornôg. Gallaoued, pe Frañsizion (pe Frañsizien), eo an dud zo o chom enni.

Pariz eo kêr-benn Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe an XIIIvet kantved.

Anvet e vez Frañs ivez, diwar ar ger gallek "France", a oa deuet en anv ar rouantelezh kozh Royaume de France (a oa bet Rouantelezh ar Franked un tamm a-raok).

En Henamzer e veze graet Galia eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh edo Belgia, kornôg Alamagn, Suis hag hanternoz Italia.

République française (Republik c'hall) eo an anv ofisiel a-hiziv. Stag ouzh Bro-C'hall ez eus bet un impalaeriezh e-pad kantvedoù. Eus an impalaeriezh-se e chom c'hoazh meur a diriad strewet er bed a-bezh : an departamantoù ha tiriadoù tramor int.

Ezel eus Unaniezh Europa, eus takad an euro hag eus Emglev Schengen eo Bro-C'hall. Un ezel padus eus Kuzul-surentez Aozadur ar Broadoù Unanet eo ivez.

Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gant Feur-emglev Norzh-Atlantel e 1945 hag ezel diazezer eo eus Aozadur ar Feur-emglev Norzhatlantel (AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet e-pad ur pennad brav war atiz ar jeneral de Gaulle, met distro eo e-barzh bremañ. Ur galloud nukleel eo ivez.

Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel war Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar Geodedourien 1789. Ar Marseillaise eo kan broadel Bro-C’hall.

An anv, Frañs ha Bro-C'hall[kemmañ]

Ar ger "Frañs" a zeu eus an anv gallek "France", deuet eus an anv "Francia", ur ger latin hag a dalveze kement ha "Bro ar Franked". Ar ger "Frank" zo eus ur yezh c'hermanek kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur "goaf", pe "tud dizalc'h". Testeniet eo ar ger Frañs e brezhoneg abaoe dibenn ar XVvet kantved[1].

An anv latin Galia a glot gant terouer Frañs a-vremañ (dre vras), gant Belgia, Suis hag un tamm eus hanternoz Italia.

Graet e vez gant Bro-C'hall evit treiñ "France" e brezhoneg abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozet galleg, Breizh-Uhel e-barzh. Kavet e vez Frañs er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl, hag er yezh skrivet abaoe ar C'hatolikon (1499).

Ar ger gall brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latin Galia. Ur ger keltiek eo hag a dalvez kement hag estren.

Douaroniezh[kemmañ]

Kartenn kerioù brasañ Bro-C'hall

Emañ Bro-C'hall war ur strizh-douar e-lec'h ma kaver holladoù stummoù douarel pennañ Europa. Amañ e weler div aradennad-venezioù yaouank, un torosad menezioù kozh, an diazadoù brasañ ha lodenn ar gompezenn veur a ya eus Mor Breizh betek menez Oural. Diouzh-se e teu liesseurtegezh ar maezioù hag ar gweledvaoù.

Kêrioù pennañ Bro C'hall[kemmañ]

# Kêr Departamant Rannvro D'an 8 a viz Meurzh 1999 D'ar 1añ a viz Genver 2006 D'ar 1añ a viz Genver 2010 (tolead kêr)
1 Pariz Pariz Île-de-France 2 125 246 2 181 371 12 223 100
2 Marselha gant Ais Bouches-du-Rhône Provence-Alpes-Côte d'Azur 798 430 839 045 1 718 281
3 Lyon Rhône Rhône-Alpes 445 452 472 305 2 165 785
4 Tolosa Haute-Garonne Midi-Pyrénées 390 350 437 715 1 232 398
5 Niça Alpes-Maritimes Provence-Alpes-Côte d'Azur 342 738 347 060 1 001 295
6 Naoned Liger-Atlantel Broioù al Liger 270 251 282 853 873 133
7 Strasbourg Bas-Rhin Elzas 264 115 272 975 761 042
8 Montpellier Hérault Languedoc-Roussillon 225 392 251 634 549 491
9 Bourdel Gironde Akitania 215 363 232 260 1 127 776
10 Lille Nord Nord-Pas-de-Calais 184 657 226 014 1 158 306
11 Roazhon Il-ha-Gwilen Rannvro Breizh 206 229 209 613 671 845
12 Reims Marne Champagne-Ardenne 187 206 183 837 '
13 an Havr-Nevez Seine-Maritime Haute-Normandie 190 905 182 580 '
14 Saint-Étienne Loire Rhône-Alpes 180 210 177 480 508 847
15 Toulon Var Provence-Alpes-Côte d'Azur 160 639 167 816 606 947
16 Grenoble Isère Rhône-Alpes 153 317 156 107 669 595
17 Dijon Côte-d'Or Bourgogn 149 867 151 504 151 543
18 Angers Maine-et-Loire Broioù al Liger 151 279 152 337 '
19 ar Mañs Sarthe Broioù al Liger 146 105 144 016 '
20 Nîmes Gard Languedoc-Roussillon 133 424 144 092 '

Savidigezh an torosennadur[kemmañ]

Diwar bebeiladur savadigezh ar menezioù hag ar gouelezenniñ eo bet savet an torosennadur :

  • En Amzervezh kentañ en em sav ar menezioù herkiniat, uhel-kenañ, diwar oberezh ar menezioù-tan. Diouzh ober ar c'hrignerezh eo bet kompezet ar menezioù betek dont da vezañ argompezennoù.
  • En Eil Amzervezh ez a uhel live ar morioù ken eo bet goloet an douar gant gouelezennoù kouezhet kantvedoù-pad, dezho un tevder divent.
  • En Trede Amzervezh en em sav menezioù en-dro (an Alpoù hag ar Pireneoù) ken ez a ar gouelezennadoù d'ober an diazadoù ha menezioù bihanoc'h tro-dro d'an aradennadoù nevez.
  • Er Pevare amzervezh ez eus bet deuet meur a skornadenn vras gant hoaladoù diskorn pebeilet ken eo bet donaet traoñiennoù 'zo ha krouet meur a lenn, lenn ar Bourget, lenn Annecy ha lenn Jeneva ar brasañ anezho.

Istor[kemmañ]

Istor riez Bro-C'hall (latin : regnum Francorum e deroù ar Grennamzer) a c'hell bezañ lakaet e orin e krouidigezh Gallia occidentalis (Galia ar c'hornôg) e 843. Ul lodenn eus an Impalaeriezh karolingat roet da Charlez ar Moal da-geñver hêrezh e dad-kozh Karl Veur. Met, ma veze graet eus an tiriad-mañ Gallia e veze graet kement ha kement Francia occidentalis. E brezhoneg e vez kavet roud an daou hengoun gant Bro-C'hall ha Frañs.

Goude m'eo bet gwanaet galloudegezh roue Bro-C'hall dre savidigezh ar c'hladdalc'helezh er Grennamzer e talc'has heuliad ar rouaned bodañ dindan o beli muioc'h-muiañ a diriadoù, da lavaret eo lakaat da greskiñ an domani roueel, bihan a-walc'h e IXvet kantved-Xvet kantved ha ledanoc'h-ledanañ dre an dimezioù pe dre c'hounidoù ar brezelioù. Diwar ar rannvroioù bras, lod anezho krouet da vare an impalaeriezh karolingat (Akwitania, Breizh, Loren, Poatev...) e teuas war-wel ar proviñsoù evel ma oant klokaet (goude aloubadeg Elzas e 1675) e fin ar vonarkiezh. Ar proviñsoù, renet gant priñsed vras gwechall, a oa deuet da vezañ pastelloù-bro melestradurel, o statudoù liesseurt koulskoude.

Yezhoù[kemmañ]

Ar yezhoù oil (galleg) gant livioù hag arlivioù gwer ha melen (seul velenoc'h seul dostoc'h d'ar galleg “standard"); an okitaneg e ruz ha roz; ar frankoprovañseg e glas; ar yezhoù all e mouk (diell Lexilogos)

Daoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (Skrid-embann Villers-Cotterêts e 1539 paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo ar galleg — e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset.

A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoù rom, pe neuze yezhoù deuet da heul enbroidi, evel ar c'hreoleg, an arabeg, ar c'habileg, ha meur a hini all...

Renk ar Frañs er bed[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Er C'hatolikon (embannadur 1499).
  2. (en) [1] (pdf)
  3. (pdf)
  4. (fr) [2]
  5. [3]
  6. http://www.transparency.org/cpi2012/results
  7. http://www.visionofhumanity.org/wp-content/uploads/2011/05/2011-GPI-Results-Report-Final.pdf
  8. Gwelet lec'hienn
  9. [4]