Pireneoù
Ar Pireneoù zo ur steudad menezioù lec’hiet etre al Ledenez iberek hag ar peurrest eus kevandir Europa. En em astenn a reont eus ar Mor Kreizdouar, er reter, d’ar Meurvor Atlantel (pleg-mor Bizkaia), er c'hornôg. Ledet int war hanternoz Katalonia, Aragon, Euskadi ha war kreisteiz Okitania (Gwaskogn). Emañ priñselezh Andorra a-bezh enno. Euskadi ha Katalonia, e pep hini eus an daou benn, zo a-c’haoliad war an aradennad. Mont a ra ar Pireneoù d'ober an harzoù, tamm pe damm, etre Frañs ha Spagn. Daou gorn-bro zo lec'hiet diouzh un tu eus an aradennad, ent douaroniel, ha stag ouzh an tu all, ent politikel : Traoñienn Aran, a red he dourioù war-zu an hanternoz, zo stag ouzh Spagn ha lodenn norshañ Cerdanya, a ya he dourioù war-zu ar c'hreisteiz, zo stag ouzh Frañs (departamant Pireneoù-ar-Reter), war-bouez enklozadur Llívia.
425 km eo hed aradennad ar Pireneoù ha 100 km eo he ledander d'ar muiañ.
An anv [kemmañ]
Cheñch a ra anv ar Pireneoù hervez ar yezhoù a gaozeer eno : Pirineus e katalaneg, Pyrénées e galleg, Pirineos e spagnoleg, Pirenèus en okitaneg, Perinés en aragoneg ha Pirinioak en euskareg.
Hervez mojennoù Henc'hres e voe krouet ar Pireneoù gant Herakles, evit douarañ ar briñsez Pirene.