Herakles

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Herakles en-bihan o krougañ un naer, delwenn e Mirdi ar menez Kapitol e Roma
Herakles en-bihan o krougañ un naer, murlivadur e Casa dei Vettii, en Pompei.
Herakles hag e vab Telefos, delwenn roman eus amzer an impalaerien, e mirdi al Louvre

Herakles (Ἡρακλῆς / Hêraklễs e gregach), pe Herkul diwar e anv latin Hercules, a oa mab da Zeus ha da Alkmena, ur vaouez a-douez an dud a oa bet an doue o kousket ganti un nozvezh[1].

Unan eus harozed veur Hellaz kozh eo Herakles. Hervez ar mojennoù e reas beajoù bras ha troioù-kaer, en-dro d'ar Mor Kreizdouarel ha betek toull-dor an Ifernioù.

Daouzek trevell a zo lakaet war e gont, met pell muioc'h a droioù a reas c'hoazh.

Taolenn

[kemmañ] E anv

Alkides a oa e anv kentañ, met lakaet e voe Herakles gant e dud goude ur pennad, evit klask distanañ konnar an doueez Hera, gwreg Zeus, a oa droug enni outañ.

[kemmañ] Daouzek trevell Herakles

Displeget int er pennad gouestlet dezho: Daouzek trevell Herakles.


[kemmañ] Marv an haroz

Templ Herakles en Agrigente e Sikilia
Marv Herakles, gant Francisco de Zurbarán

Goude e timezas Herakles gant Deianeira, merc'h da Œnoé. P'edo dirak ar stêr Evenos a oa dinaozet gant ar glaveier e welas ne vije ket diaes dezhañ treuziñ, nemet n'hallfe ket dougen e wreg neuze. Neuze e tegouezhas un den-marc'h anvet Nessos, a ginnigas sikour Deianira da dreizhañ, tra ma vije Herakles o neuial war o lerc'h. Pa zegouezhas Herakles avat e welas edo Nessos o klask mont war-benn e wreg. Neuze e tapas ur saezh a oa bet labezet a bistri Euzhvil Lern, ha gant e wareg en he bannas e chouk Nessos. P'edo Nessos war e dalaroù e lavaras da z-Deianira kemer e roched d'he glebiañ en e wad hag he c'hinnig da Herakles, evel prouenn eus he fealded e-keñver he gwaz.

Diwezhatoc'h e voe roet ar roched gant Deianeira, aon ganti a goll he fried, aet sot gant ar garantez ouzh Iole, merc'h ar roue Euritos. Roet e voe ganti Lichas, hag hennezh da zerc'hel war Herakles ken e wiskas anezhi.

Herakles a oa krog neuze da santout an tan war e groc'hen. Klask a reas diwiskañ, met peg e oa e groc'hen ouzh e gein, ha pa glaske tennañ an eil e tenne egile war un dro. Kompren a reas neuze e oa bet kontammet gwad Nessos gant binim Euzhvil Lern, lazhet e oa bet an den-varc'h gantañ, ha bremañ e oa mab Zeus o vervel gant ar gwad kontammet ivez. Lakaat a reas an tan en ur bern koad hag en em daolas er flammoù e-keit ma'z eas Deianira d'en em grougañ.

Zeus ne reas mann, pe n'hallas ober mann d'e saveteiñ, nemet kinnig a reas dezhañ ul lec'h en Olimpos e-touesk an doueed arall, tost ouzh e enebourez kozh Hera.

[kemmañ] Ar merc'hed a garas

[kemmañ] Ar baotred a garas

Herakles ha Iolaus, gant Eros etrezo.
Lestr etrusk eus ar IVvet kantved kent JK.

Meur a baotr a garas Herakles. Hervez Ploutarc'hos, en e Eroticos, e oant diniver. E-touez ar re-se emañ dreist-holl e niz Iolaus.

[kemmañ] Notennoù

  1. Tost heñvel eo ar vojenn-se ouzh hini Danae, pe hini ar Werc'hez Vari.


Mojennoù Hellaz kozh
Abaris Hiperboreos | Abas | Abas mab Linkeüs | Ac'heron | Acadine | Adonis | Aegiale (gwreg Diomedes) | Agamemnon | Agaue | Agenor | Aglaia | Aglaia merc'h Mantineüs | Aiakos | Aias | Aias Oileos | Aias Telamonios | Aietes | Aigeüs | Aigina | Aigistos| Akamas| Akastos| Akilles| Akis| Aktaion | Aktor (mitologiezh) | Alkaios | Alkaios mab Perseüs | Alkatoos | Alkitoe | Amazonezed | Ambrosia | Amfion | Amfitrion | Amfitrite | Ampelos | Anakso | Ananke | Anc'hiale | Androgeos | Andromac'he | Andromeda | Anemoi | Antiope (Amazonenn) | Antiope (mamm Amfion) | Aotomeduza | Aotonoe | Aotonoe merc'h Kadmos | Apollon | Arestor | Arethousa | Argo | Argonaoted |Argos|Argos Panoptes|Ariadne| Artemis | Askalafos | Askalafos mab Ac'heron | Askalafos mab Ares | Asklepios | Astyanaks |Atalante | Ate | Atena | Athamas | Atlas |Atreüs|Atropos|Augias|Avaloù-aour liorzh an Hesperidezed|

Balios ha Ksantos| Bellerofon| Brezel Troia| Britomartis |

C'halkiope| C'haos| C'harited| C'hariklo | C'haron| C'heiron | C'hloris|

Daidalos Daktyloi Danae Danaos |Daouzek trevell Herakles | Demeter | Dike | Diomedes | Dione (merc'h Okean) | Dirke | Doris | doue-stêr | Doueed Hellaz|

Eetion Eirene (doueez) Elara Elatos Elatos (Lapit) Elektrion Elena Endeis Enyo Eos Epafos Erato Erebos Erinied Eris (doueez) Eros Eume Eumolpos Euporia | an Eurioù | Europa, merc'h Agenor | Europa, merc'h Okean | Europa, merc'h Titios | Euterpe | Evned lenn Stimfalos|

Faedra | Faethon | Filoetios | Filomela | Filomela (mamm Patrokles) | Flegyas | Fliasos | Fokos | Friksos| Gaia | Gaia (doueez) | Galaktofaged | Galantis | Galateia | Gerion | Glaoke | Glaoke merc'h Kic'hreüs | Glaokos |

Glaokos (Korinthos) | Glaokos mab Minos | Gorgones | Graied|

Hera | Herakles hag e gurioù | Iapetos | Iapetos (Ramz) | Iason | Idomeneüs | Idotea Ifigeneia | Ikaros | Iksion | Ilias | Ino | Io (Hellaz) | Iole | Isc'hys | Itaka| Japet |Jason| Kakos | Kalamos (paotr) | Kalc'has | Kalliope | Kalliroe | Kallisto | Karpo | Karpos | Kassiopeia | Kastor ha Polideükes | Kefalos | Kefeüs | Kelaeno | Kentauros | Kerambos | Kerkopes | Kevrinoù Eleusis | Kic'hreüs | Kiknos | Kiliks Kirke | Kleio | Klitia| Ladon | Ladon (aerouant) | Laelaps | Lampetia | Lapited |Learc'hos | Leukothea | Leükippos | Libia (merc'h Epafos) | Lisitea (Hellaz) | Litai | Louarn Teumes | Lykos | Lynkeüs an Argonaot| ar Maoutken aour | Memfis (mamm Libia) | ar Muzezed | an Naiadezed | Neilos | an Nimfezed |

Odysseüs Oenopion Okeanidezed Okeanos hag e vugale | Olympos Orc'homenos Oreadezed | Orfeüs | Ourania | Ouranos |

Penelope | Persefone |Ramzed Hellaz | Titaned ha Titanezed | Tud-kezeg | Zeus hag e vugale | ... ha re all c'hoazh.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all