Euskareg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Basque Country in Spain and France
Euskareg
(Euskara)
Perzhioù
Komzet e : Spagn ha Frañs
Rannved : Europa
Komzet gant : 580 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezh proto-eurasieg

  Euskareg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Euskadi (Spagn)
Akademiezh : Euskaltzaindia
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 eu
ISO 639-2 baq (B) / eus (T)
ISO 639-3
Kod SIL bSQ
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh digenvez eo an euskareg, pe euskara pe euskera, pe baskeg, yezh c'henidik Euskal Herria (pe Bro-Vask) etre mervent ar Stad c'hall e departamant gall ar Pireneoù-Atlantel ha biz Spagn, e kumuniezhoù emren Euskadi ha Nafarroa.


Renkadur ar yezh[kemmañ]

Diaes eo goût orin an euskareg, met krediñ a reer e oa Euskariz pobl gentañ Europa a-raok donedigezh ar pobloù indezeuropek.

Pelec'h e vez komzet?[kemmañ]

Komzet e vez, e meur a zoare disheñvel, e Kumuniezh Emren Euskadi (Spagn) dreist-holl el lec'h m'he deus ar yezh-se ur statud ispisial hag emañ ar Gouarnamant Damemren (Eusko Jaurlaritza / Gobierno Vasco), ar strollad broadelour EAJ-PNV (Euzko Alderdi Jeltzalea / Partido Nacionalista Vasco) en e benn, o klask lakaat ar yezh da vont war-raok dre lakaat e pleust ur politikerezh yezh efedus-tre.

Komzet e vez ar yezh ivez e lodenn Norzh Kumuniezh Forel Nafarroa (spagnoleg : Navarra).

A-hend-all e vez komzet ivez el lec'hioù er Pireneoù-Atlantel a denn ez istorel da dachenn yezh an euskareg (ha n'eo ket hini ar gwaskoneg avat).

Statud ofisiel[kemmañ]

Ur statud kenofisiel leun he deus ar yezh euskarek e Kumuniezh Emren Euskadi hag ur statud damofisiel e lec'hioù resis zo eus Kumuniezh Forel Nafarroa.

N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet el lec'hioù ma reer ganti er Republik c'hall.

Rannyezhoù[kemmañ]

Rannyezhoù an euskareg.

██ Mendebalekoa

██ Erdialdekoa

██ Nafarra

██ Nafar-lapurtarra

██ Zuberotarra

Kartenn Bonaparte

Bez' ez eus c'hwec'h rannyezh pennañ hervez ar proviñsoù istorel:

  • biskaeg (e Bizkaia, spagn. Vizcaya)
  • gipuzkoeg (e Gipuzkoa, spagn. Guipúzcoa)
  • uhel-nafarroeg (e Nafarroa, spagn. Navarra)
  • izel-nafarroeg (e Behe Nafarroa, gall. Basse Navarre)
  • lapurdieg (e Lapurdi, gall. Labourd)
  • zuberoeg (Souletin) (e Zuberoa, gall. Soule)

Yezhadur[kemmañ]

Perzhioù boutin en deus an eukareg gant ar yezhoù kaokazek kentoc'h evit gant an darn vrasañ eus ar yezhoù-all a vez komzet en Europa.

Disheñvel-tre eo yezhadur an euskareg diouzh yezhoù indezeuropek Europa ar C'hornôg o vezañ mz'z eo ur yezh ergativel-absolutivel ha n'eo ket unan nominativel-akuzativel.

Unan eus an diforc'hioù pennañ all a denn da liesdisplegadur ar verboù : displeget e vez ar verboù-skoazell evit lakaat war-wel niver ha gour ar rener met ivez niver ar renadenn eeun ha hini ar renadenn ameeun. Nor-nori-nork a vez graet eus an doare-mañ da zisplegañ ar verboù en euskareg.

Da skwer:

Martinek egunkariak erosten dizkit

Da lâret eo: Martin a bren kelaouennoù din. Rener ur frazenn gant ur verb trazitivel eo Martin ha neuze e vez merket ez-morfologel dre ouzhpennañ al lost-ger -(e)k > Martinek. Ergativel eo an anv kadarn-mañ neuze.

Renadenn eeun ar frazenn eo 'egunkaria'. Liester eo ar ger-mañ ivez hervez al lost-ger -ak > eugunkariak. Absolutivel eo an anv-kadarn-mañ neuze. Ar verb a zo erosten dizkit, ennañ erosten, seurt tro-c'hraus, hag erosi eo anv verb ar [[verb] pennañ, implijet amañ dindan ur stumm ispisial erosten' (un tammig evel o prenañ). Da heul e teu ar verb sikour displeget dizkit hag a c'heller dielfennañ evel-mañ:

Geriadur[kemmañ]

Dre darempredoù gant ur bern yezhoù all a-hed an amzer eo deuet an euskareg da vezañ levezonet gante, dreist-holl war dachenn ar gerioù. Amprestet zo bet ganti evel-se gerioù diwar al latin, ar spagnoleg, ar galleg hag ar gwaskoneg.

Hervez studierion zo, e teufe an hanter eus an holl c'herioù implijet gant an euskareg eus al latin met disheñvel-tre eo anavezout ar gwriziennoù latin rak cheñchet kalz eo bet an doare d'o distagañ, da skwer:

  • lore ("bleunienn") diwar florem
  • gela ("kambr") diwar cellam


Frazennoù skwer:[kemmañ]

  • Bai = Ya
  • Ez = Nann
  • Kaixo!, Agur!= Salud!
  • Agur!, Adio!= Kenavo!
  • Ikusi arte = Ken 'vi gwelet!
  • Eskerrik asko! = Trugarez!
  • Egun on = Demat
  • Mesedez = Mar plij
  • Barkatu = Digarezit ac'hanon
  • Komunak = Privezioù
  • Komuna non dago? = Pelec'h emañ ar privezioù?
  • Non dago tren-geltokia? = Pelec'h emañ ar porzh-houarn?
  • Ba al da hotelik hemen inguruan? = Pelec'h emañ al leti tostañ?
  • Zorionak = Gouelioù mat! (Evit Nedeleg hag ar Sant-Jilvestr)
  • Ez dut ulertzen = Ne gomprenan ket
  • Ez dakit euskaraz= Ne gomzan ket euskareg
  • Ba al dakizu ingelesez?= Ha komz a rez saozneg?
  • Zein da zure izena? = Pe anv out?
  • Ongi etorri! = Degemer mat!
  • Egun on denoi = Demat d'an holl!
  • Berdin / Baita zuri ere = Dit-te ivez!(d.s. goude 'Kaixo' pe 'Egun on')
  • Jakina! Noski! = Mat eo!
  • Nongoa zara? = Eus belec'h out?
  • Non dago...? = E pelec'h emañ...?
  • Badakizu euskaraz? = Ha komz a rez euskareg?
  • Bai ote? = Dam ya 'ta?
  • Bizi gara!! = Bev omp!
  • Bagarela!! = Ni ivez (respont)
  • Topa! = Yec'hed mat!
  • Hementxe! = Du-hont/ Du-mañ!
  • Geldi!= Paouez 'ta!
  • Lasai= Rez ket bil
  • Ez dut nahi= N'em eus ket c'hoant

Liammoù diavaez[kemmañ]

Troedigezioù da'r brezhoneg. Da lenn evit netra war http://www.kembre-breizh.org.uk


Yezhadurioù war-linenn[kemmañ]

Geriadurioù war-linenn[kemmañ]